Tristana

Eus Wikipedia
Catherine Deneuve e Tristana

Tristana zo anv ur romant spagnolek gant Benito Pérez Galdós e 1892. Ur film diwarnañ zo bet gant Luis Buñuel.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet he zud diganti, setu Tristana fiziet en he eontr Don Lópe Garrido, un don Juan war an diskar o chom e Toledo, diaes dezhañ plegañ d'e blanedenn. Klask a ra hoalañ he nizez d'an oad a 19 vloaz. Don Lope a vo, diwar neuze, evel tad Tristana, hag evel he fried war un dro. Da 21 bloaz e fell dezhi studiañ sonerezh ha bout dizalc'h. En em gavout a ra gant un arzour yaouank, Horacio Díaz, ha kuitaat Toledo da vont da chom gantañ. Adalek amañ ez eus kemm etre al levr hag ar film. El levr e oa ar paotr yaouank un dro vat da guitaat ti an eontr, met ne ya ket da chom gant Horacio. Menel a ra-hi klañv, ha distreiñ da di Don Lópe. Dont a ra un hêrezh da Lópe a-berzh e c'hoar, Tristana a zimez gantañ , ha pa gouezh ar c'hleñved war Lópe e ra van Tristana da c'hervel ar medisin hag e tigor ar prenestr d'an avel c'hoañv.

Levr ha film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skritelloù da vrudañ ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]