Tristan da Cunha

Eus Wikipedia
Kartenn enezeg Tristan da Cunha
Banniel Tristan da Cunha, ofisiel abaoe 2002

Tristan da Cunha zo un enezeg pell eus pep douar bras, didud war-bouez an enezenn vrasañ anvet heñvel, Tristan da Cunha, e-kreiz Meurvor Atlantel ar Su, 2 816 km eus Suafrika ha 3 360 km eus Suamerika. Edinburgh of the Seven Seas eo ar gêr-benn.
Dalc'het eo gant ar Rouantelezh-Unanet, ha mont a ra d'ober un darn eus tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha.

An inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sede anvioù an inizi:

Didud int holl war-bouez Enez Tristan da Cunha.

Gough Island, en enezeg Tristan da Cunha


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ ma voe spurmantet an inizi a voe e 1506 gant ur moraer portugalat anvet Tristão da Cunha, met ar mor a oa rust ha ne voe ket gallet dilestrañ. An enez vrasañ a voe anvet Ilha de Tristão da Cunha gantañ, a droas da Tristan da Cunha Island e saozneg.

Ret e voe gortoz 1767 evit gwelout al lestr gall L'Heure du Berger o tostaat. Sontet e voe an dour en-dro d'an inizi, taolet ur sell ouzh an aod a-ziwar al lestr. Evezh a voe taolet ouzh dour ar pezh lamm-dour Big Watron hag ouzh hini ul lenn en norzh, hag embannet e voe an evezhiadennoù gant un douaroniour saoz eus ar Royal Navy e 1781.

An den kentañ a yeas da chom di a oa anvet Jonathan Lambert, a oa eus Salem, Massachusetts, SUA, a zegouezhas e 1810. Disklêriañ a reas e oa-eñ an hini a oa perc'henn an inizi, hag o envel Inizi ar Freskadurezh. Mervel a reas daou vloaz war-lerc'h, e 1812. E 1815 e tisklêrias Breizh-Veur e oa perc'henn d'an inizi, ha staget e voent ouzh melestradurezh Trevadenn ar C'hab, e Suafrika.

Hervez a veze kontet e voe graet an taol da virout ouzh ar C'hallaoued da implijout an inizi evel repu ma teujent da zieubiñ Napoleone Buonaparte pa oa prizoniad e Saint Helena[1]. Kement-se a viras ivez ouzh Stadoù-Unanet Amerika da implij Tristan da Cunha evel porzh-brezel, evel m'o doa graet da vare Brezel 1812. Trevadenniñ Inaccessible Island o doa klasket ober, en aner avat.

Soudarded saoz a voe diazezet, tud all a deuas da chom. Balumetaerien a gave repu eno war-lerc'h o chaseadegoù. Koulskoude, gant digoradur Kanol Suez e 1869, ha dilez al listri-dre-lien evit al listri-dre-vurezh e kreskas digenvezded an inizi pa ne oant ket ul lec'h-arsav ken evit ar beajoù bras eus Europa da Azia Bellañ.

E 1867, pa deuas eil mab ar rouanez Victoria, ar priñs Alfred, a oa Dug Edinburgh, da ober ur gwel d'an enezenn, e voe badezet ar gêrig en e enor hag anvet Edinburgh of the Seven Seas. Breur yaouankañ Lewis Carroll, Edwin H. Dodgson, a voe misioner anglikan ha skolaer e Tristan da Cunha er bloavezhioù 1880. Un Dug Edinburgh all, hogen pried Elizabeth II en dro-se, a weladennas an inizi e 1957 pa reas e dro ar bed war lestr ar rouanez Britannia. D'an 12 a viz Genver 1938, e voe disklêriet stagidigezh Tristan da Cunha ouzh Saint Helena. E-pad an Eil Brezel-bed e voe anvet kentañ merour an enezenn gant ar gouarnamant saoz, ha dont a reas da vout ul lec'h a bouez evit ar Royal Navy. Al lestr Atlantic Isle a veze karget da eveshaat monedone al listri alaman e Meurvor Atlantel ar Su. E 1958 e voe lakaet ur vombezenn atomek da darzhañ nepell diouzh Tristan da Cunha gant morlu SUA e-kerzh o Operation Argus. Ne voe ket kelaouet tud an enez a-raok, na ne voe ket kinniget skoazell yec'hed goude. A-benn ober trouz ha gortoz e voe embannet an enklaskoù yec'hed e miz Mae 2006[2].

En 1961 e tarzhas menez-tan an enezenn, ma rankas an dud (meur a gant den) tec'hel da Vro-Saoz, goude ma tistroas meur a hini goude, un toullad bloavezhioù war-lerc'h.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouanez Breizh-Veur eo aotrouniezh veur an inizi, hag en hec'h anv int melestret gant Gouarnour Santez Helena. P'emañ ar Gouarnour o chom e Santez Helena ez eus ur Merour dindanañ o chom en Tristan da Cunha.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Saint Helena, Ascension Island ha Tristan da Cunha.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saverien chatal eo tud Tristan da Cunha. Perc'henniezh an holl eo an douar. Niver al loened a zo eveshaet evit mirout ouzh ar re binvidikañ da binvidikaat re. N'eo ket aotreet an estrenien da brenañ douar na da zont da chom en inizi[3]

Kevredigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Tristan da Cunha ez eus 271 den o chom ha seizh anv-tiegezh hepken: Glass, Green, Hagan, Lavarello (un anv eus Liguria), Repetto (ken ligurek all), Rogers ha Swain. 80 tiegezh zo en holl.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rannyezh saoznek un tamm souezhus zo bet krouet en Inizi Tristan da Cunha, abalamour d'an digenvez ma'z int. Kavout a reer skouerioù anezhi e levr Bill Bryson, The Mother Tongue.

Pell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaes eo monet di: pell emañ diouzh Breizh, ha gwall nebeut a listri a ya betek eno.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

271 a dud a oa o chom en enez e 2015[4]. En Edinburgh of the Seven Seas (lesanvet "The Settlement") emañ an darn vuiañ. Kristenien int: darn zo anglikaned, re all katoliked.

Tier e Tristan da Cunha

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Meneget eo e levr Jules Verne, Les Enfants du Capitaine Grant.
  • Gant Hervé Bazin eo bet kontet monet-kuit ha distro annezidi Tristan da Cunha en e levr Les Bienheureux de la Désolation.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roberts, Edmund (1837). Embassy to the Eastern Courts of Cochin-China, Siam, and Muscat. New York : Harper & Brothers. 33 p. 
  2. [1]
  3. Economy of Tristan de Cunha. Tristan da Cunha Government and the Tristan da Cunha Association, June 2005 [2]
  4. D'an 12 a viz Kerzu 2015, en o zouez 268 den eus ar vro ha 16 den diavaez


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


 
Tristan da Cunha
Flag of Tristan da Cunha.svg
Tristan da Cunha | Inaccessible Island | Inizi an Eostig (Enez an Eostig | Middle Island | Enez Stoltenhoff) | Enez Gough