Tristano di Chiaromonte

Eus Wikipedia

Barthélemy Guilhem, pe Tristan de Clermont-Lodève, pe Tristano di Chiaromonte en italianeg, zo ur c'hont gall hag a veve e Naplez e deroù ar XVvet kantved. Ganet e oa war-dro 1380, en Languedoc, ha marvet d'an 3 a viz Genver 1441.

Aotrou Clermont-Lodève e oa. Dont a reas da vout kont Copertino goude dimeziñ da Caterina Orsini Del Balzo, merc'h da Maria d'Enghien ha Raimondo Orsini Del Balzo, priñs Taranto.

Tad e oa da Isabelle de Tarente, rouanez kenseurtez Naplez.


E 1429 e rannas e vadoù etre e vugale:

  • Raimondo di Chiaromonte (Raimondello de Claromonte)
  • Sancia, dimezet da Francesco del Balzo, Dug Andria
  • Margherita, dimezet da Antonio Ventimiglia, Markiz Geraci, Amiral Meur
  • Antonia, dimezet da Ruggero Paleologo, mab da Tommaso Paleologo, despot Morea ha breur d'an impalaer *Costantino XI;
  • Isabella, dimezet da Ferrante Aragon, a voe Roue Naplez.