Toull
Neuz
Un toull zo ur c'hleuz, pe un digor, naturel pe artifisiel, a-dreuz ur gorre bennak.
Fetis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober toulloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Toulloù a vez graet
- en douar,
- en dilhad, pa vezont drailhet,
- er mogerioù, pa lakaer dor pe brenestr enne
- er plenk, pa reer arrebeuri
- er c'hig pe er c'hroc'hen, pa lakaer gwalennoù ouzh an divskouarn pe e lec'h all
Komz a reer ivez eus meur a dra all:
- an toull, anv dizereat graet eus gouhin ar merc'hed gant paotred zo
- evel er c'hantik distummet: Itron Varia Beg ar Raz, C'hwi 'peus un toull Me 'm eus ur vazh
- an toull-revr , pe ar fraezh
- Toull ma revr! un estlammadell pe le-douet dizereat;
- toull an nor: an toull er voger e-lec'h m'emañ an nor
- toull ar park: an tremen da vont er park etre daou benn ar c'hleuz
- an toull-karr: al lec'h ma tremen ar c'harr da vont en ur porzh
- toull ar c'hi: e loj
- toull ar c'hazh: ur c'hoari
- an toulloù-noz, pe boestoù-noz
- an toull-bac'h
- Mont d'an toull zo kement ha mont d'ar vac'h
- an toull gaou, an toull kontrol: an toull ma ne dle ket ar boued tremen
- Aet eo dre an toull gaou a lavarer da unan a dag en ur zebriñ
- toull an avel: al lec'h ma teu an avel
- toull ar glav: al lec'h ma teu ar glav
- an toull du , e fizik
- an toull en ozon
Difetis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mont d'e doull: plegañ d'unan bennak en ur serriñ e veg, evel ur c'hi pa vez bet kastizet
- Disac'hañ eus un toull: bezañ divec'hiet, diac'hubet, goude bet en ur gwallblegenn
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Toull eo da c'hroñj? a vez laret d'an hini a ver an evaj eus e c'henoù.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Toull al Lakez, kontadenn gant Lan Inizan
- Ar Roc'h Toull, danevell gant Jakez Kerrien
Kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Delioù Koad Keryaou, a zo toullet ha didoullet....
- Ur ganaouenn dizereat: Tri zoull he deus ma mestrez...
Pennadoù kar a bell pe a dost
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Toul, ur gêr eus Bro-C'hall, e Loren, brudet he gwin (Gris de Toul).
- Toulouse, brudet da vezañ al lec'h lousañ war an douar, hervez bugale ar porzhioù-skol, en amzer ma veze brezhoneg yezh ar porzhioù-skol e Breizh-Izel.