Mont d’an endalc’had

Theneva

Eus Wikipedia

Theneva (pe Denw, Thanea, pe Thaney, pe Enoch) a oa ur briñsez vrezhon eus rouantelezh Gododdin er VIvet kantved, e kornad Dinedin. Merc'h e oa da Lot, roue Lothian. Mamm e oa da Sant Mungo, an anv a vez graet e Bro-Skos eus Sant Kentigern. Anavezet eo dre ar buhezskrid savet da vMungo.

Istor pe mojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez mojenn Sant Kentigern (pe Mungo) e oa bet lorbet Denew gant Owain mab Urien, mab roue Rheged, ha brazezet. Savet konnar en he zad Lot, ha taolet ar verc'h e-maez e gêr-benn, Traprain Law. Ha hi er c'hoadoù, treuziñ ar stêr Forth ha mont betek Culross. Eno e kavas repu e kumuniezh Sant Serf, hag e vagas he mab Mungo.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E St Enoch's Square, e Glasc'ho, e oa gwechall ur chapel dezhi.
  • Gallout a rafe bezañ liammet gant anv Plabenneg (eus Plou-ab-Enneg) ha marteze ivez gant Lanenneg, ma kaver santez Ninnog.

Lidet e vez d'an 18 a viz Gouhere, ha santez veur Glasc'ho eo, gant he mab Kentigern, a voe an eskob kentañ.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Theneva el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Theneva (Thanea) zo anv anezhi er romant Druid Sacrifice gant ar romantour skosat Nigel Tranter.