Ninnog
Ninnog, anavet ivez evel Nenooc, Nennoca, Nennocha, Ninnoc, Ninnocha, Gwengustle zo ur santez vrezhon, brav-meurbet a-hervez, marvet d'ar 4 a viz Mezheven 467. Daet e oa a Vreizh-Veur get he 14 breur, hag o deus rac'h gouestlet o buhez da Zoue. Geti e oa bet savet ur manati evit ar maouezi e Lann-ninnoc (Lanneneg) e-kostez Plañvour. Donet a raje an anv Ninnog ag ur ger keltiek "nin", hag a sinifi "leanez"(Daveoù a vank).
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un deiz ma oa an aotrou Waroch (Gwereg) é jiboesat, e welas un heizez (pe ur c'harv). Diviz a reas he jiboesaat mes ar loen a yeas 'barzh ar manati, e-lec'h ma oa Ninnog é pediñ hag e c'hourvezas dirakti. Estlammet an Aotrou e laoskas bev ar loen hag e profas argant ha douaroù d'ar manati.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur skrid zo bet savet diwar he buhez, Vitam Sancta Ninnocæ, a zo e dielllevr Kemperle, ma lenner « in quodam libello rustico stilo digestam reperientes, maluimus potius incomposite materiei rectam simplicitatam in scribendo servare quam plus justo minus eam emendando : eriem narrationis depravare. »
Lid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lidet e vez d'ar 4 a viz Mezheven, deiz he marv.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hi an hini a vije enoret dindan an anv SANCTA CANDIA, sainte Candide[1] e Skaer ha Tourc'h.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]