Mont d’an endalc’had

Tébéo

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Télé Bretagne Ouest)
Tebeo
Tébéo
Chadenn skinwel
Krouet D'an 30 a viz Du 2009
Perc'henn Le Télégramme
Lugan Télé Bretagne Ouest
Yezh galleg, brezhoneg
Bro orin Breizh
Statud Chadenn brevez lec'hel
Chadennoù c'hoar Tebesud
Lec'hienn www.tebeo.bzh
Skignañ
niverel (TNT) Kanol 31 an TNT
Fun Numericable - Rouedad Brest, chadenn n°95
IPTV Orange TV : chadenn n°353

Freebox TV : chadenn n°929
Bbox : chadenn n°383
SFR TV : chadenn n°529

Web Ya YA
Takad skignañ Penn-ar-Bed
Gwalarn ar Mor-bihan
Kornôg Aodoù-an-Arvor

Tébéo, da lavarout eo Télé Bretagne Ouest, zo ur chadenn skinwel lec'hel diazezet e Brest, aotreet eo gant ar CSA ha skignet e Penn-ar-Bed a-bezh, e kornôg Aodoù-an-Arvor hag e gwalarn ar Morbihan abaoe an 30 a viz Du 2009.

Kroget eo bet gant ar chadenn nevez-se d'an 30 a viz Du 2009, etre 1e15 hag 1e30 a brogrammoù "fresk" a zo bemdez : ur JT a 15 minutenn, un talk show war ar c'heleier hag ur gelaouenn a laosk plas d'ar sevenadur, d'ar sport pe c'hoazh d'ar geginerez. Skignet 'vez ivez gant Tébéo krouidigezhioù sevenet gant tud eus al lec'hel hag un nebeud abadennoù e brezhoneg (evel Dibikouz da skouer).

51% eus an embregerezh a zo dalc'het gant ar gazetenn Le Télégramme, 20% gant ar Club des entreprises, 7,5% gant pep hini eus an tiez-bank Crédit mutuel, Crédit agricole ha Caisse d'Epargne de Bretagne, 5 % gant chambre de commerce et d'industrie de Brest, 5% gant Ouest-France, 3% gant ar Stade Brestois ha 2% gant TV Rennes 35. Ur budjed a 1,3 milion a euroioù a rankfe bezañ gant ar chadenn.

  • Olivier Clech, pennskridaozer lec'hienn internet an Télégramme, a zeu da vezañ rener Tébéo.

Raktres ar CSA a oa anvet Canal Ouest, adanvet eo bet Bretagne Ouest TV (BO TV) pa voe dalc'het ar chadenn.

Hiziv an deiz e vez implijet an anv Tébéo, evit Télé Bretagne Ouest.

[1] Al logo a za gant ar merk Tébéo Télé Bretagne Ouest diskleriet en INPI.

Kenlabour rannvroel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe miz Kerzu 2009 o deus an teir chadenn lec'hel breizhat (Tébéo, TV Rennes 35 ha Ty télé) sinet ur c'henemglev evit labourat asambles war kelaouadennoù savet ha skignet a-gevret (abadennoù er saloñs Nautic e Pariz e 2009, da skouer). Liammet e vo ivez an teir chadenn gant ur fibren optikel a-benn fonnusaat an treuzkas titouroù hag aotreañ an abadennoù war-eeun e lec'hioù disheñvel. Arc'hantaouet eo ar raktres-se gant ar rannvro evit ul lodenn (590 000 €). Abadennoù e brezhoneg a vo skignet ganto ivez (90 000€ eus ar pezh a roio ar rannvro a vo implijet evit-se), evit-se o deus kroget da genlabourat gant Lionel Buannic (Brezhoweb) ha Samuel Julien (Dizale).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.