Tébéo

Eus Wikipedia

Tébéo, da lavarout eo Télé Bretagne Ouest, zo ur chadenn skinwel lec'hel diazezet e Brest, aotreet eo gant ar CSA ha skignet e Penn-ar-Bed a-bezh hag e kornôg ar Morbihan abaoe an 30 a viz Du 2009.

Kregiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget eo bet gant ar chadenn nevez-se d'an 30 a viz Du 2009, etre 1e15 hag 1e30 a brogrammoù "fresk" a zo bemdez : ur JT a 15 minutenn, un talk show war ar c'heleier hag ur gelaouenn a laosk plas d'ar sevenadur, d'ar sport pe c'hoazh d'ar geginerez. Skignet 'vez ivez gant Tébéo krouidigezhioù sevenet gant tud eus al lec'hel hag un nebeud abadennoù e brezhoneg (evel Dibikouz da skouer).

Perc'henned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

51% eus an embregerezh a zo dalc'het gant ar gazetenn Le Télégramme, 20% gant ar Club des entreprises, 7,5% gant pep hini eus an tiez-bank Crédit mutuel, Crédit agricole ha Caisse d'Epargne de Bretagne, 5 % gant chambre de commerce et d'industrie de Brest, 5% gant Ouest-France, 3% gant ar Stade Brestois ha 2% gant TV Rennes 35. Ur budjed a 1,3 milion a euroioùm a rankfe bezañ gant ar chadenn.

Pennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Olivier Clech, pennskridaozer lec'hienn internet an Télégramme, a zeu da vezañ rener Tébéo.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Raktres ar CSA a oa anvet Canal Ouest, adanvet eo bet Bretagne Ouest TV (BO TV) pa voe dalc'het ar chadenn.

Hiziv an deiz e vez implijet an anv Tébéo, evit Télé Bretagne Ouest.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[1] Al logo a za gant ar merk Tébéo Télé Bretagne Ouest diskleriet en INPI.

Kenlabour rannvroel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe miz Kerzu 2009 o deus an teir chadenn lec'hel breizhat (Tébéo, TV Rennes 35 ha Ty télé) sinet ur c'henemglev evit labourat asambles war kelaouadennoù savet ha skignet a-gevret (abadennoù er saloñs Nautic e Pariz e 2009, da skouer). Liammet e vo ivez an teir chadenn gant ur fibren optikel a-benn fonnusaat an treuzkas titouroù hag aotreañ an abadennoù war eeun e lec'hioù disehñvel. Arc'hantaouet eo ar raktres-se gant ar rannvro evit ul lodenn (590 000 €). Abadennoù e brezhoneg a vo skignet ganto ivez (90 000€ eus ar pezh a roio ar rannvro a vo implijet evit-se), evit-se o deus kroget da genlabourat gant Lionel Buannic (Brezhoweb) ha Samuel Julien (Dizale).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.