Lionel Buannic

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Lionel Buannic, pe Lionel Buanig hervez ar brezhoneg, ganet d'ar 24 a viz Du 1972 er Vro-Vigoudenn, zo kazetenner ha rener daou skinwel war ar genrouedad.
Taolenn
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skridaozer eo bet e Frañs 3 Hirwazh e dibenn an XXvet kantved. Etre miz Gwengolo 2003 ha miz Gouere 2005 eo bet kazetenner ha pennskridoazer evit an embregerezh skinwel TV Breizh betek m'eo bet dispennet ar gennad brezhonek er skinwel-se.
Skrivañ a ra pennadoù brezhonek bep sizhun e-barzh ar gelaouenn Le Télégramme.
Abaoe miz Kerzu 2006, e kinnig an abadenn gentañ e brezhoneg penn-da-benn, war-eeun ha dirak an holl war an Internet. Anvet eo Webnoz ha skignet e vez bep trede Lun ar miz. Kenbroduer an abadenn eo gant e embregerezh "Lionel Buannic - Message et Médias".
Er rummad "Brezhoneger ar bloaz" eo bet nominet evit Prizioù Frañs 3 e 2007.
Skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Spered ar vro, Les chroniques de Lionel Buannic, Le Télégramme, 2004.
- Frank Delalande; Lionel Buannic, Groupements d'employeurs : mode d'emploi, Editions d'Organisation, Coll. Ressources humaines, 2007, ISBN 9782212537437.
- Ce que vous avez toujours voulu savoir sur le breton!, Editions du Temps, Naoned. Skeudennaouet gant Dugast'.