StG44
Ar Sturmgewehr 44 pe StG44, "an arm korventenn", a zo ur fuzuilh-arsailh bet sevenet ha produet gant Alamagn an Trede Reich e-kerzh an Eil brezel-bed adal ar bloavezh 1942.
Gwelet e vez anezhañ evel ar c'hentañ fuzuilh-argad modern. Ar bolodoù a zo re 7,92 × 33 mm.
A-wechoù e vez adkvet an anv MP-43 pe MP-44 o tont d'eus ar ger Alaman Maschinenpistole.
Istor ar Sturmgewerh 44[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sevenet ha produet ez eo bet gant an embregerezh C. G. Haenel Waffen und Fahrradfabrik.
An URSS ha Komiserdi poblel an armañ kounnaret o welet an Trede Reich o kaout kement a lañs war armoù modern gant an StG44 dreist-holl, a sevenas adal ar 15 a viz Gouere 1943 ur genstrivadeg a-benn sevel ur arm Soviedel a c'hellfe talañ d'al lañs a oa gant an Almanted.

Ken sur ha ken dedennus e oa ar fuzuilh-arsailh STG44 ma roas awen don d'an ijinour Mic'hail Kalachnikov evit e arm an AK-47.
Tro 500 000 arm a zo bet produet gant 200 000 anezho d'an nebeutañ a na vint biken implijet gant Alamagn an Trede Reich.
Goude an Eil brezel-bed ez eo bet adimplijet gant an arme ruz ur wech dinazifiet (tennet an holl roudoù simboloù Nazi war an arm).

Tro-dro d'ar Sturmgewerh 44[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er c'hoari Battlefield 1942 d'eus an heuliad c'hoarioù Battlefield Serie e vez e adkavet.
- Er c'hoarioù Brothers in Arms, Brothers in Arms: Road to Hill 30 e vez adkavet an arm 'se.
- Er c'hoarioù Call of Duty an StG 44 a vez kavet an tu d'e implij.
- Er c'hoari Wolfenstein embannet e 2009, an MP 43 a vez tu implij. En e heuliad Wolfenstein: The New Order, e vez tu implij anStG-44 e-penn kentañ ar c'hoari.