Ruzenn logigoù mouezhiet
LFE – niverenn | 133 |
LFE – unicode | z |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | z |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn logigoù mouezhiet treuzskrivet [z] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 133.
Ne vez kavet ur c'hwibanenn dent pe logigoù mouezhiet nemet e 28% eus holl yezhoù ar bed. Ouzhpenn, 85% eus ar yezhoù implijet gante ur son z-heñvel a vez komzet en Europa, Afrika ha kornôg Azia ha ral-kenañ e kaver ar son-se evel fonem e reter Azia, yezhoù ar Meurvor Habask hag en Amerikaoù.
Pa gaver ar fonem [z] en ur yezh bennak e kaver atav enni ar gensonenn divouezh par [s].
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem divouezh par [s] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
- [s] > [z]
- "sent" > "ar sent" (distaget "zent")
C'hwibanenn logigoù mouezhiet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ e vez distaget ar fonenn [z] evel ur c'hwibanenn logigoù mouezhiet.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Albaneg: zjarr [zjar], "tan"
- Tchetcheneg: zurma [zuɾma], "sonerezh"
- Tchekeg: zima [zɪma], "goañv"
- Saozneg: size [saɪz], "ment"
- Galleg: zèbre [zɛbʀ], "zebra"
- Hungareg: zálog [zaːlog], "escrow"
- Italianeg: casa [kaza], "ti"
- Japaneg: 全部 (zenbu) [zembɯ], "peptra"
- Ruseg: заезжать [zəɪˈʑʑætʲ], "dastum"
- Spagnoleg: desde [dezð̞e], "abaoe" (rannyezhoù 'zo)
- Swahilieg: lazima [lɑzimɑ], "rankout"
- Vietnameg: da [zɐː˧], "kroc'hen"
Ruzenn beg-logigoù mouezhiet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant yezhoù all avat e vez distaget ar fonem [z] evel ur ruzenn beg-logigoù mouezhiet, treuzksrivet dre implijout ur sin diakritel isisial hervez reolennoù al LFE: [z̺]
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Katalaneg: zero [z̺ɛɾu], "mann"
- Gwaskoneg: casèrna [kaz̺ɛrno], "kazarn"
- Gresianeg: ζάλη [ˈz̺ali], "dizziness"
- Okitaneg (lenguadoc): véser [bez̺e], "gwelout"
- Spagnoleg: desde [dez̺ð̞e], "abaoe" (rannyezhoù 'zo: Antioqueño)
Ruzenn logigoù mouezhiet nann-c'hwibanus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ral a wezh e kaver ur ruzenn logigoù mouezhiet nann-c'hwibanus, hogozik atav evel alofennoù ur ruzenn dent.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Saozneg SuAfrika (rannyezhoù 'zo): round [ɹ̝ɑənd], "ront"
- Islandeg: þakið [θ̠akið̠], "toenn"
- Turkeg: göz [gœz̟], "lagad"
Gwelit ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |