Mont d’an endalc’had

Fonadur

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mouezhiet)
Fonadur
Mouezhiet/Divouezh
Mouezh sourrus
Mouezh laosk
Mouezh reut
Mouezh wigourus
Mouezh c'harv
Vogalenn skiltr
Mouezh kleuz
Chuchumuchu

Er yezhoniezh e vez implijet an termen fonadur (saoz.: phonation) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus an doare ma vez implijet al larinks evit produiñ sonennoù a c'hell bezañ kement o ferzhioù da c'houde gant an organoù fonadur all.

Gwezhall e kredjod e oa ar fonadur kevatal da live stennadur an troc'h-avel liammet strizh ouzh mouezhiadur ur fonenn. Bremañ, avat, a-drugarez d'an teknologiezhioù nevez e ouzer eo kalz luzietoc'h ar fonadur e meur a yezh komzet dre ar bed hag implijet e vez meur a elfenn fonadur all ouzhpenn an troc'h-avel evit produiñ meur a zoare fonadur fonemek disheñvel.

(Gwelit ar pennañ pennañ: "Mouezhiadur")

Mouezhiet e vez ur son pa vez lakaet da daravat kerden ar vouezh gant red an aer o tont eus ar skevent. Pa vez laosk kerden ar vouezh ne daravont ket pa dremen an aer dreze ha divouezh e vez ar son neuze.

Mouezhiet pe divouezh e c'hell bezañ ar c'hensonennoù ha tra ma c'hell bezañ divouezh ar vogalennoù ivez e vezont mouezhiet peurliesañ.

Fonadur ha stad an troc'h-avel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An troc'ha-vel o tigeriñ tamm-ha-tamm

Pa vez peurlaosk kerden ar vouezh e c'hell redek an aer hep o lakaat da daravat ha neuze e vez produet ar fonadur divouezh implijet stank gant ar c'hensonennoù dre serriñ.

Pa vez peurserret an troc'h-avel e vez stanket red an aer da vat gant kerden ar vouezh evit produiñ sonennoù evel an taol troc'h-avel.

Etre digeriñ ha serriñ da vat ez eus ul live digoradur ma vez produet un taravadur leun anvet "mouezh plaen (saoz. modal voice) hag hennezh eo an doare fonadur kavet an aliesañ e yezhoù ar bed evit distagañ an dassonennoù.

Liveoù digoradur kentetre zo ivez avat hag a vez implijet gant yezhoù zo evit produiñ doareoù fonadur all.

E goudjarateg da skouer e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damlaosk anvet mouezh sourrus hag e burmeg e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damstegn anvet mouezh wigourus.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez implijet sinoù diakritek ispisial skrivet dindan bep o arouezennoù pennañ evit merkañ an doareoù fonadur-mañ: un ''umlaut'' evit merkañ ar vouezh sourrus hag un dildenn evit merkañ ar vouezh wigourus.

E rannyezh Jalapa ar mazatekeg e tiforc'her etre doare fonadur fonemek disheñvel, enebet an eil re ouzh ar re all:

Mazatekeg
mouezh sourrus [ja̤] eñ a wisk
mouezh plaen [já] gwezenn
mouezh wigourus [ja̰] eñ a doug

E javaeg ne vez ket implijet ar vouezh plaen gant ar c'hensonennoù dre serriñ ma vez enebet daou zoare fonadur all anvet mouezh laosk ha mouezh reut.

E shanghaieg e kaver kensonennoù laosk o fonadur enebet ouzh kensonennoù tenuis hag ivez ouzh kensonennoù c'hwezhet.

Setu ur gensonenn gevig dre serriñ gant ar seizh doare fonadur disheñvel hervez digoradur an troc'h-avel:

Troc'h-avel digor [t] divouezh (red-aer leun)
[d̤] mouezh sourrus
[d̥] mouezh laosk
Sweet spot [d] mouezh plaen (taravadur leun)
[d̬] mouezh reut
[d̰] mouezh wigourus
Troc'h-avel serr [ʔ͡t] serradur troc'h-avel (stanket red an aer)

Fonadur hepmuiken

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel eo emzalc'h fonologel hag istorel ar c'hensonennoù troc'h-avel diouzh hin ar c'hensonennoù all dre ma n'o deus na doare distagañ na lec'h distagañ ebet estreget stad an troc'h-avel, da lavarout eo:

  • [ʔ]: troc'h-avel serr
  • [ɦ]: mouezh sourrus
  • [h]: red aer digor

Deskrivet eo bet a-wezhioù ar fonennoù-mañ evel fonadurioù hepmuiken kentoc'h evit kensonennoù.

E yezhoù zo, ar mazatekeg en o zouez, emañ distag an tonennoù diouzh an doareoù fonadur implijet gant ar yezh-se. E meur a yezh all avat, ar burmeg en o zouez, e vez implijet doareoù fonadur a-gevret gant tonennoù en ur reizhiad unvan, da lavarout eo emañ stag un donenn ouzh un doare fonadur resis evel e burmeg. Graet e vez "rezioù" ouzh ar c'hevreadoù-se enne un donenn hag un doare fonadur resis war un dro.

Fonadurioù dreist d'an troc'h-avel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ken pell ma'z eo bet anavezet ar fed ma c'hell bezañ produet doareoù fonadur all el larinks a-bezh [1] :

  1. troc'h-avel : deskrivet a-us
  2. mouezh c'harv: damc'holoet an troc'h-avel gant ar 'c'herden mouezh faos' ;
  3. fonadur aritenoidek: gwasket ar sfinkter war-raok hag d'ar c'hrec'h ;
  4. ankoue-gourlañchenn: lakaat an teod hag an ankoue da vont war-gil betek stakañ moger ar c'hourlañchenn ;
  5. lakaat al larinks en e bezh da vont war uhelaat pe war izelaat;
  6. strishaat ar c'hourlañchenn

Bez' e vez implijet gant yezhoù ar bed d'an nebeutañ daou zoare fonadur produet dre gemmañ al larinks a-bezh:

Da skouer, gant rannyezh borek an dinkaeg e vez enebet vogalennoù distaget gant ar vouezh plaen, ar vouezh sourrus, ar vouezh kleuz, hag ar vouezh c'harv ouzhpenn teir zonenn, da skouer:

Treuzskrivadurioù ad hoc: [a͈] mouezh kleuz; [a] mouezh c'harv

Mouezh Plaen Sourrus Garv Kleuz
Dinkaeg borek ʨìt̪ ʨì̤t̪ ʨì ʨì͈t̪
foer mont war-raok kruged lonkañ

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.