Roñfl
Ar roñfl zo un dudenn eus ar mojennoù pobl, anezhañ ur seurt ramz hag a zebr ar vugale.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dianav eo ar gerdarzh. Meneget eo ar ger e geriadurioù Gregor ("rouñphl", 1732) hag ar Gonideg ("rouñfl", 1821).
"Ronfl" eo e Kontadennoù ar Bobl An Uhel (1868), "rouf" er Marvailler Brezounek dastumet gant Troude ha Gab Milin (1870 ha "rouf" e Kountadennou an aotrou Jezegou (1909)[1].
- Ar gerioù ogre hag orco
Ar ger gallek ogre a weler adal dibenn an XIIvet kantved er romant gallek Perceval ou le Conte du Graal gant Chrétien de Troyes, ma lenner :
|
|
Pell amzer e kredjod e teue ar ger gallek eus henc'hresianeg Bizantion, ma talveze ogur kement ha hungariat[2], abalamour d'ar freuz a reuz lakaet etre 899 ha 955 gant Hungariz. Abaoe eo bet diskaret ar gredenn gant yezhourien[3].
Dont a rafe eus ar ger latin orcus (ifern, doue an ifern), gant un tamm metatezenn ennañ. En italianeg e kaver orco, a deufe eus un doue etrusk. Tomba dell'Orco eo anv ur bez etrusk brudet. Ar ger orco a gaver en 1290 dindan pluenn Jacomo Tolomei : orco… mangia li garzone (« roñfl ... hag a zebr paotred »). En 1516 en adkaver en Orlando furioso, meurgan gant ar barzh Ludovico Ariosto, euzhvil dall awenet gant an Unlagadeg deuet eus an Odysseia. Er Pentamerone (1634-1636 ; kontadenn n° I-1) eo gant ar ger napolitanek uerco e reas Giambattista Basile (1575-1632).
E 1697 e voe embannet Les Contes de ma Mère l'Oye, levr Charles Perrault, a reas brud d'an anv damzianav-se e galleg, ha termenet eo ar ger en ur gontadenn : « Homme sauvage qui mange les petits enfants ». Bloaz goude, e 1698, e voe adimplijet ar ger gant Madame d'Aulnoy en he c'hontadenn l'Oranger et l'Abeille.
Ar ger saoznek ogre, "ramz hag a zebr tud", a gaver e 1713 skrivet hogre en un droidigezh eus ur gentel c'hallek eus ar Mil Nozvezh hag Unan, a-c'houde Ch. Perrault.
Koshoc'h eo ar ger orc, "euzhvil plaouier", pan e gaver skrivet orcþyrs, orcneas (liester) en saozneg kozh, diwar al latin orcus ivez war a hañval – implijet eo bet a-galz gant J.R.R. Tolkien[2].
Kontadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kronos, e mojennoù Henc'hres, a c'hallfe bezañ hendad ar roñfled ; en adkavout a reer e livadurioù Francisco de Goya.
Er c'hontadennoù eo ramzed drouk ha pout a spered eo ar roñfled, e re Charles Perrault bepred. Kavet e vez ur roñfl en istor Meudig, e Kazh e heuzoù – ma'z eo debret gant ar c'hazh – hag ur seurt roñfl eo Paotr e varv glas, daoust ma ne zebr ket e wragez goude o lazhañ.
E kontadennoù brezhonek a orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Labous ar Wirionez
- E Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon e weler ur roñfl dall ha seizet er gontadenn Nik ha Seven hag a gan:
- Me gav mat ar c'hig leonard
- Maget druz-druz gant fars ha lard
- Re Dreger eo mat o blaz
- Blaz krampouezh fritet ha laes glas;
- Met re Wened ha re Gemper
- Foei, re a yod zo en o reor!
Ger ebet a-zivout kig kernevat.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E la finta nonna ez eus kaoz eus ur roñflez.