Ar mil nozvezh hag unan
Kontadennoù an nozvezhioù arab, koshoc'h eget mil bloaz, zo brudet er bed a-bezh.
Gant media zo evel ar sinema pe an tele (filmoù pe tresadennoù-bev) e chom ar c'hontadennoù kozh er bed a vevomp ennañ.
Orinoù Ar mil nozvezh hag unan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Red-dired un dastumadenn a gontadennoù pers, Mil mojenn (perseg: هزارافسانه hezar afsane) (VIIIvet-IXvet kantved), hag a voe troet hag adlavaret a-hed ar broioù arab gant un anv nevez: Ar mil nozvezh hag unan arabeg: ألف ليلة وليلة, perseg: هزار و یک شب Hazâr-o Yak Šab).
E Pers e veze an dastumadenn ur melezour d'ar briñsed, ul levr skouerioù mat ennañ evit desevel tud yaouank ar re e penn ar Stad. Ne oa ket ul lennegezh pobl tamm ebet.
Kontadennoù ar pobloù arab ha pers
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E bro an Arabed e kendalc'has framm ar melezour, istor Chahrazad a c'holo holl ar re all. Met e cheñchas bras ar boued hag un danvez nevez a voe lakaet.
Teir mammenn zo:
- mammenn indian-ha-pers livet gant roudoù Gres (IIIe-VIIvet kantved),
- mammenn pers pa veze Kalifed Bagdad o ren (IXvet-XIvet kantved),
- mammenn bobl en Egipt (XIIvet-XIIIvet kantved).
Betek ar XVIvet kantved ec'h emdroas ar strollad kontadennoù, hep bezañ adkemeret gant pennoù bras al lizhiri arab.
Kontadennoù arab
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwir laouen. Dreist-holl abalamour d'ar fed e teuas deomp en Europa eus ur vro arab : Egipt, gant gizioù ar vro en anvioù, doareoù da vevañ ha soñjal. En gwir eo disoc'h un istor kemmesketoc'h.
Stummoù an oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz a stummoù a vez e-barzh Ar mil nozvezh hag unan. Tennañ a ra kontadennoù zo d'an istor, d'ar garantez, d'un drajedienn, d'ur pezh farsus, d'ar varzhoniezh ivez pe da mojennoù ar c'hredennoù musulman.
Atav e vez gevier ha troioù en danevelloù hag an holl danevelloù zo tro kavet gant Chahrazad ivez.
…Chahrazad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doganet e voe ar c'halif ha neuze e voe disfiz ha fulor ennañ a-enep an holl vaouezed. Touiñ a reas dimeziñ bemdez gant unan nevez ha houmañ lazhet an deiz war-lerc'h.
Evit ma echuas roll ar re varv e kinnigas Chahrazad bezañ pried ar c'halif. Ha tro enni e krogas da zibunañ un istor ha na voe ket echuet da veure. Reiñ a reas ar c'halif un nozvezh d'e bried ha nozvezhioù all evit gouzout fin un istor ha na echuas morse. Padout a reas an afer tri bloavezh, tri bugel a c'hanas Chahrazad. Keit ha ma troas kein ar c'halif d'e lavar: delc'her a reas Chahrazad gant he buhez.
Red an oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Frammet eo an danevelloù gant istor Chahrazad rak ur mell strollad istorioù kemmesk eo Ar mil nozvezh hag unan gant kontadennoù empret an eil e-barzh eben. D'ar c'halif e lavar e vaouez istorioù, gant tudoù enno hag a zanevell un istor, o hini a-wezhioù ha fabloù ennañ.
Kroget eo an istor gant ar Roue Chahryar e penn un enezenn dizanv etre Sina hag India.
Ar brudetañ danevelloù eo :
- Agîb ha Gharîb.
- Ali Baba hag an daou-ugent laer (troet e brezhoneg).
- Dimez al-Ma'mûn.
- Istor ar Priñs Ahmed hag ar c'hwrac'h Pari-Banou.
- Istor Qamar az-Zamân.
- Jullanâr pe Badr Bâsim.
- Kamaralzamân hag ar priñsez Boudour.
- Kontadenn an daou vizir hag Anîs al-Jalîs.
- Lamp Aladdin (troet e brezhoneg).
- Ar seizh vizir
- Sindbad ar martolod hag e seizh beaj (troet e brezhoneg).
- Troioù ar vaouezed.
Un oberenn en Europa an XVIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet betek ennomp war-bouez ur studier gall eus ar Reter, Antoine Galland e anv ha roet gantañ ur stumm a levrioù moulet d'ar c'hontadennoù pobl gant liamm istor an danevellerez Chahrazad. Bez' ez eus dalc'het istorioù e-leizh el levrioù hag an istor a framm ar strollad, istor Chahrazad, zo dalc'het ivez.
Troet eo bet e galleg gant Antoine Galland. Embannet eo bet eus 1704 da 1717 dindan an anv: Les Mille et une nuits, contes arabes traduits en français war-bouez daouzek levrenn. Skrivet ez eus bet ul lodenn gantañ e-unan hervez pezh danevellet gant e harper sirian, Aladdin hag Ali Baba zo skouerioù.
Ne glot ket ar strollad danevelloù gant al lennegezh klasel arab. Ne vije ket Antoine Galland ha sur a-walc'h e vije kollet Ar mil nozvezh hag unan evel oberennoù all lavaret gant ar bobl. Ha gwell ha se rak kalz a dud zo bet plijet da lenn pe selaou se.
An XIXvet kantved zo bet sot e skrivagnerien gant traoù ar Reter, Levr ar mil nozvezh hag unan en o zouez. Kontrollet e oa doare Galland. Friantoc'h e voe doare Joseph-Charles Mardrus. (1898-1904).
Treserien a berc'hennas o mil nozvezh hag unan evel Gustave Doré, Balke, Emanuele Luzzati, an Alaman Morgan.
Daveoù:
– E galleg
- GALLAND (Antoine), Les Mille et une Nuits.
- BENCHEIKH (Jamel Eddine) & MIQUEL (André),
- Les Mille et une nuits, Gallimard (bibliothèque de la Pléïade), 2005.
- Album Mille et Une Nuits, Gallimard (bibliothèque de la Pléaïde).
– E brezhoneg
- DOARE (troet gant Ronan), Aladdin hag Ali Baba, An Here, 2000.
- BERNACHIN (troet gant Marie Noëlle), Sindbad ar martolod, An Here, 1990.
- KONAN (troet gant Jakez), Ali Baba hag an Daou-ugent Laer, Al Liamm, niv. 36, 1953.
- HEMON (troet gant Roparz), Sinbad ar martolod, Ti-moul. Kreiz-kêr, Roazhon, 1944.
- AR BEG-ROSSINYOL (troet diwar ar c'hatalaneg gant Gwenola), Ar babouchennoù strobinellet - Marvailh eus ar Mil Nozvezh hag Unan, An Here, 1991.
Filmoù er sinema, filmoù en tele
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Thief of Bagdad (SUA, 1924).
- The Thief of Bagdad (Breizh-Veur, 1940).
- Arabian Nights (SUA, 1942).
- Ali Baba and the Forty Thieves (SUA, 1944).
- The Seventh Voyage of Sinbad (1958).
- Il fiore delle mille e una notte (Italia, 1974).
- 1001 Erotic Nights (1980≈)
- Les 1001 nuits (1990≈) gant Gérard Jugnot ha Catherine Zeta-Jones.
- Aladdin (SUA, 1992) zo un dresadenn-vev gant Walt Disney Company.
- The voyages of Sinbad (2003) gant Brad Pitt ha Catherine Zeta-Jones evit an tele.
- 1001 nights (2006).
- Arabian Nights (2007).