Roñfl

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar roñl o tic'houzougañ e verc'hed e kontadenn Meudig. Skeudennet gant Gustave Doré e 1867

Ar roñfl zo un den eus ar mojennoù pobl, anezhañ ur seurt ramz hag a zebr ar vugale.

Norandino ha Lucina kavet gant ar Roñfl, gant Giovanni Lanfranco en 1624, da skeudenniñ Orlando furioso
Kazh e heuzoù dirak ar roñfl. Babiged eo meuz an deiz, kinniget war al listri (skeudenn gant Gustave Doré).

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dianav eo ar gerdarzh. meneget eo ar ger e geriadurioù Gregor ("rounphl") hag ar Gonideg ("rouñfl")

Ar gerioù ogre hag orco[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger gallek (ha saoznek) a weler adal dibenn an XIIvet kantved er romant gallek Perceval ou le Conte du Graal gant Chrétien de Troyes, ma lenner  :

« et s'est escrit que il est encore
que toz li reaumes de Logres,
qui ja dis fu la terre as ogres,
ert destruite par cele lance
 »

(Ha skrivet eo e teuy an deiz ma vo holl rouantelezh Logres, a voe gwechall douar an "ogred", distrujet gant ar goaf-mañ). Pell amzer e kredjod e teue eus ar ger gallek « Hongrois »[1], abalamour d'ar freuz a reuz lakaet etre 899 ha 955 ga,nt ar bobl-se. Abaoe eo bet diskaret ar gredenn gant yezhourien.

Dont a rafe eus ar ger latin Orcus (ifern, doue an ifern) , gant un tamm metatezenn ennañ. En italianeg e kaver orco, a deufe eus un doue etrusk. An Tomba dell'Orco zo anv ur bez etrusk brudet. Ar ger orco a gaver en 1290 dindan pluenn Jacomo Tolomei : orco… mangia li garzone (« roñfl ... hag a zebr paotred »). En 1516 en adkaver en Orlando furioso, meurgan gant ar barzh Ludovico Ariosto, euzhvil dall awenet gant an Unlagadeg deuet eus an Odysseia. Er Pentamerone (1634-1636 ; kontadenn n° I-1) eo gant ar ger napolitanek uerco e reas Giambattista Basile (1575-1632).

E 1697 e voe embannet Les Contes de ma Mère l'Oye, levr Charles Perrault, a reas brud d'an anv damzianav-se e galleg, ha termenet eo ar ger en ur gontadenn (« Homme sauvage qui mange les petits enfants »). Bloaz goude, e 1698, e voe adimplijet ar ger gant Madame d'Aulnoy en he c'hontadenn l'Oranger et l'Abeille.

Kontadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kronos, e mojennoù Hellaz kozh, a c'hallfe bezañ hendad ar roñfled ; en adkavout a reer e livadurioù Francisco de Goya.

Er c'hontadennoù eo ramzed drouk ha pout a spered eo ar roñfled, e re Charles Perrault bepred. Kavet e vez ur roñfl

E kontadennoù brezhonek a orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E la finta nonna ez eus kaoz eus ur roñflez.

Notennnoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dictionnaire de l'Académie française, (1932-1935)