Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pajenn gentañ golo al levr
bet embannet e 1950.

Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon[1] zo un dastumad kontadennoù, skrivet gant Yann ar Floc'h (1881-1936), anv-pluenn un den anvet "Jean Le Page" ("Jañ Pach" en e vro), eus Pleiben, hag a oa ivez “Pintig” e anv-barzh.

Embannet e oa bet ar c'hoñchennoù e Le Courrier du Finistère da gentañ-holl. Dastumet e oant bet en ul levr gant Yeun ar Gow, a oa mignon d'an oberour. Embannet e voe al levr e Levrdi Le Dault e Kemper, ha moulet er Baol e 1950, kent bezañ adembannet (e doare ar "skolveurieg") e 2002 gant Al Leur Nevez - Emgleo Breiz.

Unan eus gwellañ levrioù hon lennegezh-pobl eo hervez Yeun ar Gow en devoa skrivet c'hwec'h pajennad raklavar al levr.

Ar c'hontadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir c'hoñchenn ha tregont a ya d'ober an daou c'hant trizek pajenn ha pevar-ugent a zo el levr Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon :

Santel-e-Skeud ha Fall-e-C'hoant (Le Courrier du Finistère, Eost 1903),
Oferenn an Anaon (Kroaz ar Vretoned, du, kerzu 1903 ha genver 1904 ; Ar Vro, du ha kerzu 1910),
Dienez (Courrier du Finistère, genver ha c'houevrer 1904),
Nik ha Seven (Kroaz ar Vretoned, gouere 1904),
Ar roue Marc'h (Courrier du Finistère, genver, c'houevrer 1905),
Bizou ar Gorrigan (Kroaz ar Vretoned, c'houevrer 1904),
Laou ha Per (Courrier du Finistère, eost ha gwengolo 1903),
Yeunig Spradiz (Kroaz ar Vretoned, eost ha gwengolo 1905),
Toull ar Gornandoned (Kroaz ar Vretoned, Here, du ha kerzu 1904),
Bertele (Courrier du Finistère, eost, gwengolo 1904),
Lom ar Marichal (Courrier du Finistère, kerzu 1905),
Yann e Sac'h (Kroaz ar Vretoned, meurz 1905),
Gwrac'h an Enezenn (Courrier du Finistère, here 1906),
Ar Manac'h (Ar Bobl, here 1905),
Yann an Alc'houezer (Ar Bobl, here 1905),
Filhor Mestr ar burzudou (Ar Bobl, here, du 1905),
Magetpell (Ar Bobl, du 1905),
Al labous aour (Ar Bobl, du, kerzu 1905),
Spes ar wezenn (Ar Bobl, kerzu 1905),
Ar priñs Ael ha roue al Lec'h-Du (Ar Bobl, kerzu 1905, genver 1906),
Tag hag an ebeul (Ar Bobl, genver, c'houevrer 1906),
Ar gwilhaoued alaouret (Ar Bobl, c'houevrer 1906),
Merc'h Roue Traonienn-an-Ein (Ar Bobl, c'houevrer, meurz 1906),
Meur (Ar Bobl, meurz 1906),
An houadez ruz (Ar Bobl, meurz 1906),
Garhir (Ar Bobl, meurz, ebrel 1906),
Tri mab ar merour (Ar Bobl, ebrel 1906),
Spered-Berr (Ar Bobl, ebrel 1906),
Eul laeronsi (Steredenn Boulvriag, mae 1905),
Diou goñchenn ar wrac'h (Ar Bobl, ebrel, mae 1906),
Ar C'hornandon du hag ar Peulvan ruz (Ar Bobl, mae 1906),
Ar Bihan (Ar Bobl, mae 1906),
Yann Seitek (Ar Vro, adalek here 1908 betek genver 1910 ; Courrier du Finistère, azalek genver betek ebrel 1911).

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwelet p. 2 al levr, gant an titl skrivet gant lizherennoù munut.