Mont d’an endalc’had

Riegezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar riegezh, pe souvereniezh, zo ur meizad politikel evit termeniñ an aotrouniezh hag ar veli war un tiriad pe war ur strollad pobloù. Ar rieg (eus an hengeltieg hag henvrezhoneg ri kevatal d'ar rex latin ha d'ar brezhoneg roue) eo an hinienn a zo an aotrouniezh pennañ gantañ, un den hag a zo e penn ar riez, prezidant, impalaer, roue pe priñs.
E-doug an Grennamzer, war-dro an XIIIvet kantved e oa bet distaget tamm ha tamm ar riegezh eus an hinienn unpenn evit bezañ staget ouzh ar riez, hemañ ur boud strollel, ur strollegezh dezhi ar veli war un tiriad termenet mui pe vui.
Kadarnaet eo bet riegezh ar riezoù e 1648 gant Feur-emglev Westfalia pa voe embannet ez eo mestr pep riez war e vont-en-dro diabarzh.
Koulskoude, abaoe kreiz an XXvet kantved, riegezh ar riezoù en deus kroget gant bezañ disnasket diouzh meizad ar riez p'eo bet treuzkaset darn o velioù d'an aozadurioù etrebroadel.

Termanadur gwiraouel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Europa, n'eus ket tu distagañ ar riegezh eus tarzherezh ar riezoù modern etre an XIIved kantved hag er XVIvet kantved. Ar meizad a c'hell bezañ merzet en dekred "Per venerabilem" embannet gant ar Pab Inosant III e 1202 pa 'z eus bet graet un diforc'h etre pennaotrouniezh ar roueed hag o riegezhioù.
Daoust bezañ bet embannet e 1215 diwar-goust galloud ar roue saoz Yann Dizouar en deus kroget ar Magna Carta da dalvezout tamm ha tamm goude m'eo bet krennet hag adembannet gant Herri III e 1297.
Dre vras, ne veze ket lakaet un harz c'hoazh da galloud ar Roue nemet e-keñver an noblañs hag an Iliz katolik. Pelloc'h e gaver un termenadur eus ar re resisañ e-barzh levr hir (6 levrenn e 1524)) Jean Bodin, Ar Republik (er mare-se e talveze republik evit riez). Hervezañ eo "ar riegezh ... galloud diharz hag hollbad ar Republik".
Un termenadur klok a zo bet kinniget gant Louis Le Fur e diwezh an XIXvet kantved : "Ar riegezh a zo barregezh ar riez chom hep bezañ rediet d'ober traoù pe ren an traoù a-stumm gant ar palioù en deus divizet seveniñ nemet diwar abeg e volontez hag hervez pennaennoù ar gwir.

Div bennaenn a zo termenet amañ :

  • Penanenn bolontez dinask ar riegezh hag un efed eo da bennaenn gwir emzivizout ar pobloù.
  • Pennaenn ar volontez harzet gant reolennoù ar gwir. koulskoude ez eus da dennañ kont eus an harzoù lakaet d'ar riezoù gant an aozadurioù etrebroadel

Ar riegezh a zo liammet gant keal ar galloud bonreizhañ pa 'z eus da sevel skeuliadur ar reoladoù gwiraouel ha reolad uhelañ ar riez eo ar bonreizh. Abaoe diwezh an Eil Brezel-Bed ez eus bet kemmet an dra pa 'z eus treuzkasadennoù galloudoù riegezh daved an aozadurioù etrebroadel.

Al liamm etre ar riegezh hag ar belioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar wirourien alaman e c'hell bezañ termenet ar riegezh evel beli war ar belioù ken eo ar riez an aozadur a gemer divizoù war biv a c'hell seveniñ tammoù ar beli war bep a zanvez. Treuzkasadenn ar belioù ne vir ket ar rieg (hag ar riez) kaout ar belioù en e gerz p'eo posupl dezhañ o adkemer.

Hervez Kuzul ar Vonreizh gall n'eus ket tu treuzkas elfennoù riegezh pa 'z eus tu treuzkas d'an Unaniezh Europa belioù, met eneberien an Unaniezh a gav dezho eo didalvez an diforc'h pa ne gredont ket e c'hellfe riezoù unanet Europa terriñ o liammoù hag adkemer o belioù treuzkaset.

Tabutoù a zo evit termenañ ar pezh a zo belioù dibar ar riezoù. Hervez ar frankizourien, ne ya gant ar riez nemet belioù pe gargoù "riegek" a denn d'ar surentez politikel hag armerzhel (difenn, polis, moneiz dreist-holl). Teorienn ar riez kêrreizh eo. Hervez teorien ar riez ragevezhiek eo ledanoc'h e velioù p'en deus un dever gwareziñ kempouez sokial hag armerzhel ar gevredigezh.

Ar c'hargoù riegek ordinal a zo :

Er Stadoù-Unanet ez eus un tech nevez e-keñver an termenadurioù-se pa vez fiziet darn ar c'hargoù surentez da aozadurioù prevez zo.

Kargoù riegek a eil renk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a garg riegek all a zo bet sevenet an ar riezoù :

Termenadurioù klasel ar riegezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Europa ar Grennamzer ez eus bet embannet gant ar Bibien e teufe war eeun ar riegezh eus Doue ken e oa ar roueed sujidi ar Bibien, |dileuridi an doueezh ma embannont bezañ ar re-se.
Pa vez mesket riegezh dindan Doue ha riegezh an unpennoù e vez graet an douebeliezh (?) eus ar renadur-se.
Er Grennamzer eo bet graet tamm ha tamm an diforc'h etre galloud speredel ar Pab hag an ilizoù evit ren ar feizidi diwar o pa veze lezet d'an unpennoù ar galloudoù temporal war ar pezh a c'hoarveze war o ziriadoù.

Riegezh ar bobl ha riegezh ar vroad (an nasion)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Jean-Jacques Rousseau hag darn ar brederourien ha politikourien grenn-ha-krenn e vez un elfenn eus ar riegezh e pep hinienn eus ar bobl.
Evit herzel ouzh ma vez dilammet an elfenn-se e tleer sevel un demokratelezh eeun gant votadegoù an holl ha referandomoù. Ar bobl a zo hollad ar re vev, un hollad gwir tud.
M'eo re niverus an dud evit ur votadeg hollek ez eus un tech da reiñ respetoù rekis d'an dileuridi.
Dre vras e ra berzh bras ar c'healioù-se re en tu kleiz pellañ.

Riegezh ar vroad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Riegezh ar vroad (pe hini an nasion) a zo bet ar c'heal difennet gant ar republikanerien voderet e diwezh an XVIIIvet kantved hag a zo bet trec'h e-doug an Dispac'h gall. Ul levezon bras en deus bet war republikoù Europa hag Amerika.

Evito eo ar riegezh gant ar vroad, ur boud difetis, diwirvoudel ha disrannabl. Ouzhpenn ar geodedourien vev eo enklozet e-barzh meizad ar vroad ar re a veve a-raok hag ar re a zeuio war-lerc'h ken eo ar vroad war ur bazenn uheloc'h eget hini ar geodedourien. Evel adskeudenn wanaet Doue e c'hellfe bezañ gwelet ivez.

Pa n'eo ket ur dra wirvoudel, ne c'hell ket ar vroad bezañ ur sistem gouarnamant en he unan hag reizhiad an dileuriañ a zo e berzh pennañ. An dileuridi pe gentoc'h ar gannidi a zo e servij evit ar vroad en e fezh a-raok ober evit o dilennerien. Muioc'h c'hoazh e vezont sellet evel kannaded ar vroad da-gentañ holl.
Er reizhiad-se, ne c'hell ket ar vroad diwirvoudel o c'hontrolliñ ha ret eo sevel enepgalloudoù kempouez d'o c'halloudoù en ur sevel disparti ar galloudoù.

da vezañ kendalc'het