Poltred Einsatzgruppen Ivanhorod
Deiziad krouiñ | 1942 |
---|---|
Daveennoù douaroniel | 48°47′5″N 29°47′14″E |
Krouet gant | talvoud dianav |
Ti-embann | Unvaniezh stourmerien evit ar Frankiz hag an Demokratelezh |
Bro orin | Ukraina |
Deiziad | 1942 |
Deiziad embann | 1959 |
Lec'h an istor | Ivanhorod |
Liv | gwenn-ha-du |
Diskouez a ra | Einsatzgruppen, execution by firing squad, Ivanhorod |
Deskrivet en URL | https://www.ushmm.org/exhibition/kovno/mass/photo.htm, https://www.ushmm.org/information/exhibitions/online-exhibitions/special-focus/ukraine, http://www.strangehistory.net/2013/07/28/image-murder-of-woman-and-child-at-ivanhorod/, https://web.archive.org/web/20141215154556/http://magazin.spiegel.de/EpubDelivery/spiegel/pdf/46176158 |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran |
Inscription | Ukraine 1942 - Judenaktion in Iwangorod |
Poltred Einsatzgruppen Ivanhorod eo brudetañ diell al Loskaberzh en Ukraina, war Talbenn ar Reter e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kemeret e 1942, ar poltred a ziskouez ur soudard prest da dennañ gant e fuzuilh war ur vaouez a glask gwareziñ ur bugel gant he c'horf. Ur brouenn anat eo eus torfedoù-brezel ha gouennlazh a-enep trevourien, Yuzevien dreist-holl, sevenet gant an unvezhioù Einsatzgruppen hag o harperien lec'hel en Europa aloubet.
Ar poltred a oa bet tennet en Ivanhorod, ur gêriadennig bet aloubet gant an nerzhioù lu alaman en Ukraina. Goude-se e oa bet kaset dre an ti-post war-zu an Alamagn nazi. Ar Rezistañs polonat a oa deuet a-benn da grabanata ar poltred e Warszawa ha dalc'het e oa bet evel prouenn. Ar poltrejer Jerzy Tomaszewski en doa dalc'het anezhañ a-benn ar fin. Er bloavezhioù 1960 e voe embannet e oa ur fals-poltred savet gant ar gomunisted evit louzañ an Alamanted. Abaoe eo bet prouet anat e oa ur poltred gwirion[1]. Dreistbrudet eo ar poltred ha diskouezet alies e mirdioù, levrioù, filmoù ha diskouezadegoù o komz eus ar Shoah.