Pevar Marc'heg warn-Ugent Lez Arzhur

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Pedwar Marchog ar Hugain Llys Arthur, pe Pevar Marc'heg warn-Ugent Lez Arzhur e brezhoneg, zo ul listennad kembraek, eus ar XVvet kantved, gant eizh heuliad pep a dri anv ennañ, hag ur frazennig diwar-benn pep hini anezhe.

Eus ar XVvet kantved eo ar skrid, hervez Rachel Bromwich, hag ur c'hemmesk eus mojennoù kembraek diles, amprestoù digant skridoù Jafrez Menoe, pe digant skridoù eus lennegezhioù europat all, distag diouzh hengoun Kembre.


Gallout a rafe al listennad-se bezañ unan eus mammennoù mojenn Marc'heion an Daol Grenn.

An anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ar pevar anv warn-ugent:

  1. Gwalchmai
  2. Drudwas
  3. Eliwlod
  4. Bors
  5. Perceval
  6. Galahad
  7. Lancelot
  8. Owain
  9. Menw
  10. Tristan
  11. Eiddilig
  12. Nasiens
  13. Mordred
  14. Hoel
  15. Blaes
  16. Cadog
  17. Petroc
  18. Morfran
  19. Sanddef
  20. Glewlwyd
  21. Cyon
  22. Aron
  23. Llywarch Hen

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]