Mont d’an endalc’had

Paludoù Gwenrann

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Paludoù Gwenrann
Oglennoù diaezhennañ e paludoù-holen Gwerrann.
Oglennoù diaezhennañ e paludoù-holen Gwerrann.
Anv gallek Marais salants de Guérande
Geografiezh
Stad Frañs Frañs
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Daveennoù lec'hiañ 47° 17′ 47″ N, 2° 27′ 13″ K
Kêrioù pennañ Gwerrann
Gorread 52 km²
Lodenn eus Paludoù Gwenrann hag ar Mès
Melestradurezh
Seurt Paludoù-holen
Krouidigezh dianav
WDPA 95335
Gwarez Lec'hienn rummet (1996)

Paludoù-holen Gwenrann[1] (paludoù Gwenrann, pe Gwerrann, a vez graet diouto ivez), zo un takad paludoù-holen e kumunioù Gwenrann, Bourc'h-Baz hag an Turball, e kornôg Bro-Naoned hag al Liger-Atlantel, e Breizh. Abaoe meur a gant vloaz e vez gounezet holen eno : gant nerzh an heol hag an avel e vez lakaet dour-mor da aezhenniñ hag an holen ennañ da strinkenniñ. Ul lec'h hep e bar eo en Europa, abalamour m'eo bet savet penn-da-benn gant mab-den ar maezioù a weler ennañ, abalamour m'eo chomet hogos dicheñch ostilhoù ha jestroù an dud a vez o labourat ennañ (ar baluderien) hag abalamour m'eo puilh an natur ennañ daoust da oberoù an dud.

Un ugent kilometr bennak en norzh da baludoù-holen Gwenrann emañ paludoù Mesker, 350 hektar enno, anvet ivez paludoù ar Mès.

Kartenn ar paludoù-holen war OpenStreetMap.

Emañ ar paludoù-holen war un tolead kompez (6 metr a uhelder d'ar muiañ) a zo gronnet gant roz Gwenrann en norzh, gourenez ar Groazig er su hag erv Penn Bronn er c'hornôg.

Ar paludoù-holen zo 1500 hektar enno, da lavarout eo 3000 devezh-arat. Savet int bet war al lodennoù kreiz ha kornôg eus an tolead-se. Dispartiet int diouzh an aod-vev gant ur chaoser a oa bet savet en XIXvet kantved : mirout a ra ouzh an dour-mor a vont e-barzh ar paludoù.

Un dachenn naturel eo al lodenn gornôg eus an tolead-se, n'eus bet savet tra ebet warni : an Traezh an hini eo (le Traict), a vez goloet gant ar mor gant ar chal ha dizoloet gant an dichal. Mont a ra al lanv warnañ dre ur wazh 500 metr a ledander etre beg-mor ar Groazig hag hini Penn Bronn.

Kozh-douar eo an dastum holen e korn-bro Gwenrann, met diwar teknikoù all e veze labouret er penn-kentañ, gant fornioù evit aozañ torzhioù holen. E Penc'herieg, da skouer, ez eus bet kavet atalieroù birviñ eus ar C'hentistor[2]. Evit ar paludoù-holen e ouzer e oa anezho e Gwenrann en IXvet kantved dija, testeniet eo kement-se dre skrid. Hogen den ne oar hag-eñ e oa bet savet ar poulloù kentañ gant ar Romaned, e fin an Henamzer, pe gant ar Vretoned, e deroù ar Grennamzer[2].

Etre an IXvet hag an XIIIvet kantved e oa bet brasaet paludoù-holen Gwenrann tamm-ha-tamm : mont a rae ar boblañs war gresk en Europa, hag an ezhomm da gaout holen war un dro. Adalek ar XVvet kantved e voe savet poulloù nevez adarre : en e vleuñv e oa marc'had an holen gant lañs ar c'henwerzh war vor, gant ar morueta ha gant kresk ar boblañs e kêrioù Europa ar C'hornôg[2]. E-tro 1500 e save gorread ar paludoù-holen da 80% eus ar re a-vremañ. Marc'hadourien vras a rae war-dro kenwerzh an holen d'ar mare-se. War vag e veze kaset an aour gwenn eus porzh ar Groazig da Europa an hanternoz hag eus porzh ar Poulgwenn da Spagn ha Portugal, peotramant da Frañs o vont war grec'h gant al Liger[3]. Ul lodenn vihan eus an holen a veze gwerzhet gant ar baluderien o-unan : mont a raent dre an hentoù e Breizh ha peurvuiañ e klaskent trokañ. Eskemm a raent o holen ouzh ed, heiz pe segal[3].

Gant ar baluderien o-unan e veze gwerzhet holen Gwenrann e Breizh.

E deroù an XIXvet kantved e voe digoret paludoù-holen evit ar wech ziwezhañ. D'ar mare-se e oa paludoù-holen Gwenrann en o brasañ, enno 33 400 lagad-palud (e-lec'h 11 800 hiziv an deiz)[4]. Adalek 1840 ez eas labour an holen war ziskar : nebeutoc'h a holen a veze implijet evit mirout boued ha gwelloc'h-marc'had e oa an holen mengleuz hag an holen mor tennet eus silinoù ar Mor Kreizdouar[5]. E-giz-se e voe dilezet lod lagadoù-palud e Gwenrann. Nepell e voe gwashoc'h an traoù : mont a reas ar paludoù-holen da get etre Sant-Nazer ha Pornizhan hag e Pennestin.

En XXvet kantved e oa aet stal ar baluderien da stalig. Er bloavezhioù 1970 e voe soñjet ober un hent bras, ur marina ha savadurioù bras e-lec'h ar paludoù, abalamour d'ar Baol da zerc'hel da vrasaat. Evit saveteiñ anezho e rankas ar baluderien stourm hardizh, asambles gant tud eus ar vro ha gant ekologourien. Diwar neuze e krogjont da genlabourat evit derc'hel o labour, hag o endro war ar memes tro. Ur stummadur a voe lakaet war sav ganto e 1979 evit sachañ tud nevez, rak betek-henn e veze desket ar vicher en tiegezhioù paluderien, a rumm da rumm. Ur gevelouri a voe savet ganto e 1989 evit brudañ holen Gwenrann ha gwellaat e galite. E 1992 e voe savet ganti les Salines de Guérande evit bezañ mestr war ar gwerzhañ[6]. Merañ a ra ar baluderien o stokoù : tri pe pevar bloaz war-lerc'h an dastum e vez gwerzhet an holen, e-giz-se e vez kalz stabiloc'h ar prizioù. E 2002 e oa 250 paluder o labourat e paludoù Gwenrann[2].

En un doare artizanel e vez produet holen e Gwenrann, gant ar memes jestroù, ar memes ostilhoù hag er memes lec'hioù abaoe ur viken, hep mekanik ebet. An holl baluderien a labour memes mod : pa vez reverzhi vras, en nevezamzer, e tigoront un trap evit leuniañ klerenn o falud gant dour-mor. Ar poull kentañ eo, lec'h ma krog an dour da aezhenniñ ha ma'z a d'ar strad ar rannigoù a zo en arlug en dour. Goude-se e kasont an dour-mor dre kanolioù ha poulloù all – ar gobier, ar fardoù hag an adernoù. C'hoari a ra ar baluderien gant ar graviter ha gant trapoù evit ma n'aje ket an dour da hesk gwech ebet. A-benn ar fin ez a an dour e-barzh ar poulloù diwezhañ : al lagadoù-palud. Tamm-ha-tamm e tro an dour-mor da dour-hili, dre aezhenniñ gant an heol, an tommder hag an avel. Kement a holen a gaver ennañ ma strinkenn, pe e vefe e holen bras war ar strad pe e holen flour war c'horre an dour. Diwar neuze e c'hall komañs an dastum, keit ha ma vo amzer vrav, betek deroù an diskar-amzer peurvuiañ. D'an ordinal e vez produet 13 000 tonennad holen bras ha 300 tonennad holen flour e Gwenrann bep bloaz. Kalz muioc'h a oa bet dastumet er bloazioù paseet avat, abalamour da dommadur an hin (3,5 t dre lagad-holen e 2022 ; e-skoaz 250 kg e 1988 gant an amzer fall e-pad an hañv).

An holen bras en em stumm e strad al lagadoù. Evit dastum anezhañ e vez bountet betek riblennoù al lagad gant ul las, ur seurt rastell koad didoull dezhi un troad hir-hir. Goude-se e vez sachet war al ladur ("moger" al lagad) ha lakaet da zizourañ e-pad an noz. Antronoz e kaser anezhañ war ur garrigell goad betek ar mulon, ar bern bras lec'h ma virer an holen war bord ar palud. Ne vez ket gwalc'het na treuzfurmet an holen bras : se zo kaoz e vir liv glas ar pri eo dastumet diwarnañ. Leun a oligoelfennoù, a vagneziom, a galkiom hag a houarn a gaver ennañ. Un darn eus an holen-se a vez sec'het ha malet evit ober holen fin. Seurt holen a lakaer en amann peurvuiañ, evit fardañ amann sall (5% a holen ennañ da nebeutañ) pe hanter-sall (etre 0,5% ha 3%).

Holen flour (a-us) hag holen bras.

An holen flour en em stumm war c'horre an dour. Munutoc'h ha gwennoc'h eo eget an holen bras. Gant ul lousse e vez dastumet, un ostilh hag a lakaer riklañ en dour, outañ ur seurt paner hag a sil an holen flour. Ur produ bresk hag eus an dibab eo an holen flour. En em stummañ ha flodañ a ra war c'horre an dour diouzh an enderv hepken pa vez amzer sec'h, heol hag avel reter. Pa ra glav ez a da get raktal. Start ha soutil eo al labour, setu perak ez eus dastumet kalz nebeutoc'h a holen seurt-se eget a holen bras. Goude an dastum e tizour an holen flour e-pad meur a viz, betek pevar bloaz a-wechoù. Ne vez ket implijet evit aozañ boued ; evit blazañ meuzioù ne lavaran ket : kig ha pesked poazh, avu druz, pe legumaj kriz da skouer.

Pep paluder zo mestr war e balud, a zo etre 50 ha 60 lagad ennañ peurvuiañ. Tachennoù bihan int (etre 6 hag 8 devezh-arat) e-keñver ar paludoù-holen all en Europa. E-pad ar peurrest eus ar bloaz, etre miz Here ha miz C'hwevrer, e vez ar baluderien gant o faludoù. En diskar-amzer e kempennont al lagadoù en-dro hag e warezont an dastumad holen a-raok ma ne deufe ar mareoù bras hag ar rev. Er goañv e tennont lec'hid ha bezhin diouzh ar poulloù hag e skarzhont an dour-glav diouto. En nevezamzer e lakaont dour-mor a-nevez e-barzh ar paludoù[7].

Al laboused, al loened hag ar plant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar paludoù-holen zo lec'hioù hag a blij kalz d'al laboused, abalamour ma kavont enno kornioù evit neizhañ, boued evit en em vagañ ha tachennoù evit diskuizhañ. An dra-se zo kaoz e vev e-leizh a laboused e paludoù-holen Gwenrann : evned hag a chom da neizhañ e-pad ar bloaz, re deuet da c'hoañviñ ha re hag a dremen nemetken. Seul vuioc'h a laboused a vez e kornad Gwenrann ma'z eus meur a dakad gleb ha gouez nepell e gevred Breizh : aber al Liger, hini ar Gwilen, geunioù ar Briver, al Lenn Veur, ar Mor Bihan.

Abaoe penn-kentañ an XXvet kantved ez eus bet kontet ouzhpenn 180 spesad laboused e paludoù-holen Gwenrann, en o zouez 72 spesad neizhiat. Evit gwareziñ al liesseurted naturel-se e oa bet anavezet ar c'hornad evel Takad pouezus evit mirerezh an evned e 1979, un anvadur etrebroadel diazezet war Kendivizad Ramsar[7]. Da neuze e oa bet meneget c'hwec'h spesad laboused – an avoseted, ar bronnlazed, an herlegoned bihan, ar skouled-korz, ar skraviged hag ar spanelled gwenn. E-mesk ar spesadoù all a weler ar muiañ emañ ar garrelied du, an houidi, arjualenned, ar c'hefeleged-mor, ar c'herc'heized louet, ar morbiged, ar morlivided, ar panured mourraouek, ar rouzeganed-korz... Laboused hir o beg, o gouzoug pe o favioù eo ar braz anezho, abalamour da c'hallout en em ziblasañ hag en em vagañ er paludoù-holen.

Un herlegon bihan e paludoù-holen Gwenrann.

Evit ar plant hag al loened all eo liesseurt-kenañ paludoù-holen Gwenrann. Setu un nebeud spesadoù ordin enno :

Ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur pennad Brezhoneg Gwenrann zo ivez.

Ez-istorel emañ bro Gwenrann e Breizh-Izel, abalamour ma veze komzet brezhoneg eno. Ar baluderien o deus dalc'het ar pellañ gant ar yezh, betek ar bloavezhioù 1920 da nebeutañ. A-stroll e veve an tiegezhioù paluderien, war vord ar silinoù, e kêrioù paluder bihan evel Kermoezan, Kervaleg, Tregate ha Roffiat. Ne oant ket o chom er bourkoù eta, lec'h ma voe kaozeet galleg da gentañ er vro. Ouzhpenn-se e talc'he paluderien Gwenrann da vont da Vreizh-Izel da werzhañ pe da drokañ o holen, hag evit ober marc'had e raent gant ar brezhoneg bepred.

An istor-se zo kaoz e klever anvioù brezhonek e-leizh er c'hontre hiziv an deiz, pe e vefe gant al lec'hanvadurezh (anvioù paludoù, da skouer) pe gant geriaoueg ar baluderien (anvioù ostilhoù, da skouer). An daou dem-se zo bet studiet dre ar munud gant Gildas Buron, a zo o labourat e Mirdi ar Paludoù-holen e Bourc'h-Baz. Meur a bennad en deus skrivet, embannet er Cahiers du Pays de Guérande peurvuiañ, hag un diskouezadeg a oa bet savet gantañ e 2007, Ar Brezhoneg e bro Wenrann hec'h anv.

E tri mirdi e c'hall ar skolidi hag an douristed ober gwell anaoudegezh gant ar paludoù-holen, o istor hag an dud o labourat enno : Mirdi ar Paludoù-holen e Bourc'h-Baz, Ti ar Baluderien e Selag, Terre de Sel e Pradel (Gwenrann).

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]