Mont d’an endalc’had

Mor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Morek)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kuzh-heol war ar mor e Namibia

Ul ledennad dour-sall bras-tre eo ar mor (liester : morioù). Er ster hollekañ e c'holo ar mor war-dro 70,8% eus an voul-douar, war ur gorread a 361 000 000 km², strewet ennañ ar c'hevandirioù. Meurvorioù a reer eus ar morioù brasañ a zo etre ar c'hevandirioù.

Ur mor avat n'eus aod ebet dezhañ : Mor Sargassum, a zo bevennet er Meurvor Atlantel gant froudoù-mor hepken ; dibar eo e zourioù sioul goloet a bakadoù bezhin gell anvet Sargassum, diwar sargaço e portugaleg, eus al latin sǎlīcastrum, anv ar blantenn Solanum dulcamara hec'h anv skiantel (e brezhoneg : "chapeled-an-aer"[1] , "frond', 'front", "frount", "gwinienn yusaz"[2].

En douaroniezh e vez roet ur ster strizh d'ar ger "mor" : ul ledennad dour-sall bevennet tamm pe damm gant kevandirioù ; daou vor zo enklozet e-kreiz ur c'hevandir : Mor Aral ha Mor Kaspia (ul lenn sall eo ar Mor Marv) e gwirionez. Dre astenn-ster e reer "morioù" eus ledennadoù dour dous bras evit o zermeniñ evel brasoc'h eget al lennoù all ; lakaet e vezont da vorioù diabarzh : Lenn Geneva, Lenn Poyang, Lenn Tai, Lenn Tiberiad, Lenn Van, meur a lenn vras e Kanada hag er Stadoù-Unanet), e-kreiz Azia hag e Suamerika (al Lenn Titicaca, da skouer).

Dre hevelebiezh koulskoude ez eus "morioù" dizour, ar re a greder gwelet war lod planedennoù. War al Loar ez eus bet badezet meur a vor, da skouer : Mor ar Sioulded ha Mor ar Glaveier) ; heñvel zo bet graet war Veurzh.

Implijet e vez ar ger mor evit mareoù ar morioù o-unan war an Douar : setu ur mor mat (ul lanv mat).

Gerioù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn lod gerioù hag a denn d'ar mor emañ ar rakger mor-[3] evit anv al loened-mor peurvuiañ, da skouer : morc'hast, morc'hwen, mordouseg, morgaoul, morgazh, morhoc'h, morlaer, morlenn, morlu, morskoul, morvarc'h, morvezegiezh, morvil. Al lostger -mor zo ivez : bran-vor, donvor, izel-vor, ki-mor, kog-mor, kraoñ-mor, leue-mor, steredenn-vor, tramor.

Ar verb morañ a vez implijet evit lakaat ur vag da verdeiñ war ar mor ha divorañ eo ar c'hontrol : mont war an douar goude bageal. Dont war wel goude bezañ bet goloet gant ar mor zo ur ster all d'ar ger divorañ.

Er Plioken, war-dro 3,7 milmilion a bloavezhioù zo, ez eus bet war an Douar un oberezh volkanek bras hag a skarzhas gazoù, dioksidenn garbon (CO2), klor ha soufr en o zouez. Ar gazoù-se o deus dazgweret gant an dour evel ma reont bremañ gant trenkennaat an dour :

  • CO2 (dioksidenn garbon) + H2O (dour) → H+ (ion hidrogen) + HCO3-3- (ion bikarbonat)
  • SO2 (dioksidenn soufr) + H2O → H+ + HSO3-3- (ion sulfat)

Yenaat a eure an Douar kant milion a vloavezhioù goude. Glizh ha glaveier trenk a stummas ar meurvorioù kentañ. Div zamkaniezh zo evit displegañ perak ez eo sall ar mor :

  1. dre an trenkter-se e voe rimiet reier an Douar, hag an dour a sammas an haloù a oa enno kent o c'has dre zourredennoù ha stêrioù betek ar meurvorioù ;
  2. eztennet ez eo bet an haloù war-eeun diouzh strad ar meurvorioù dre c'hlizhennadur aezhennoù trenk.

Ar sodiom zo euvret e live ar c'heinoù-meurvor, magma tomm-berv a-leiz zo er menezioù danvor-se. Gant kement a wrez en em vesk an ionoù sodiom gant rannigoù all, ha sanket er roc'h e chomont. Ar c'helc'hiad-mañ a grou ur c'hempouez : digemm dre vras e chom ar bec'h holen (NaCl) er morioù.

Holenegezh a reer eus ar bec'h holen a zo en dour-mor, a vuzulier e gorre an dour e parzhoù dre mil (‰) ; 35,16504 gramm dre litrad (37‰) eo holenegezh keitat an dour-mor, ur c'hementad hag a zo bet termenet en dave da c'horre ar Meurvor Atlantel.[4]. An dourioù sallañ er meurvorioù (etre 37 ha 38‰) zo en trovanoù : en Norzh, keit-ha-keit etre aodoù Afrika ha re Florida hag er Su, a-vaez da aodoù Arc'hantina ; un tamm mat salloc'h c'hoazh eo ar Mor Kreizdouar, a zo ur mor damserr, rak skort e vez ar glaveier eno ha bras an diaezhennañ ; salloc'h eget ar c'heitad ivez eo dourioù Mor Arabia etre Oman ha Pakistan. Lod lennoù sall serr zo kalz salloc'h c'hoazh, ar Mor Marv o vezañ an hini sallañ er bed (300‰, da lavaret eo 300 gramm dre litrad).

Er c'hontrol, en hec'h izelañ e vez an holenegezh en douarioù yen : nebeutoc'h eget 34‰ en Arktika hag en Antarktika, rak gleb ha yen e vez an amzer eno.


Pa zileizh an dioksidenn garbon en dour e tazgwered gantañ evit kenderc'hañ meur a gediad kimiek, ionek pe get : war-dro 3,5% eus holenegezh an dour-mor zo dileizhadoù haloù ha n'int ket NaCl : haloù klor (19,3‰), sodiom (10,8‰), soufr (2,7‰), magneziom (1,3‰), kalkiom (0,4‰), potasiom (0,4‰), bikarbonat (0,1‰), brom (0,07‰), karbonat (CO3, 0,01‰), strontiom (0,,01‰), bor (0,01‰), fluor (0,001‰) ha re all (<0,001‰)[4].

Etre an aergelc'h ha strad ar mor eo e c'horre. E-keñver ar gorre-se, a anver live ar mor, e vez muzuliet kement uhelder a-us dezhañ hag a-is dezhañ war an Douar.

Etre 0 metr (an traezhennoù) ha -11 000 metr eo donder ar meurvorioù hag ar morioù eta. Kompezennoù danvor war zisvarr eo an darn vrasañ eus strad ar meurvorioù, etre -3 000 ha -6 500 metr. Mor Breizh n'eo ket donoc'h eget 174 metr, en Hurd's Deep, a zo un draoñienn er gwalarn d'an Inizi angl-ha-norman.

Trenkaat ar meurvorioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur garreg-kourral aet da wenn — La Rényon, 2006

Trenkaat ar meurvorioù (hag ar morioù) a reer eus digresk pH an dourioù-mor : seul izeloc'h ar pH, seul drenkoc'h int[5].

Etre 1751 ha 2004, pH dour gorre ar meurvorioù zo digresket eus 8,25 da 8,14 : trenkoc'h int neuze, dre an abeg ma vez kenderc'het kalz muioc'h a c'hazoù saotrus, a zioksidenn garbon dreist-holl. Ar CO2-se a sav en aergelc'h, ma tileizh e dour ar c'houmoul pe war-eeun er morioù. Kement ha 22 000 kilogramm dioksidenn garbon a vez lonket gant morioù ar bed bep bloaz.

E-mesk ar c'hediadoù kimiek a vez kenderc'het gant dileizhadur ar CO2 en dour-mor ez eus trenkennoù karbonek hag a c'hall dileizhiñ ar c'harbonat kalkiom (CaCO3) a zo e skeledenn ar c'houral, ar pezh a laka ar c'herreg-koural en arvar : gwennaat a reont a-raok mervel. Obererezhioù mab-den eo ar pennabeg da gement-se :

  • euvret e vez an dioksidenn garbon a vez kenderc'het betek re ;
  • implij treloskoù kondon evit ar c'harbedoù hag an tommerezh a genderc'h dioksidenn nitrogen (NO2) ; pa zazgwered gant dour e ro trenkenn nitrek (HNO3) ha nitratoù (ionoù NO3-) hag a gontamm ar glaveier, an dourioù dous hag an dour-mor, dre an aergelc'h hag an dourredennoù ;
  • pa vez devet treloskoù kondon e tro ar soufr a zo enno da zioksidenn soufr (SO2), a ro trenkennoù sulfurus (H2SO3) ha sulfurek (H2SO4).

An natur hec'h-unan avat a genderc'h gazoù a c'hell trenkaat an dourioù : gant ar menezioù-tan hag an tanioù-gwall, da skouer ; CO2 a vez bannet en aergelc'h gant analadur an darn vuiañ eus ar plant hag eus al loened na vevont ket en dourioù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Ménard, 2020, p. 443-b (ISBN 978-2-38190-004-9)
  2. {(fr) Duros, Fanch. Herbarum vernaculi – Lexique du nom des plantes en breton. Bei : Éditions La Digitale, 1991, p. 104 (ISBN 978-2-903383-36-7)
  3. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 935-a (ISBN 978-2-86843-236-0)
  4. 4,0 ha4,1 (en) Millero, Frank J. & al. 'The composition of Standard Seawater and the definition of the Reference-Composition Salinity Scale'. Kavet : 01/10/2023.)
  5. pH : pondus Hydogenii, "pouez an hidrogen", da lavaret eo ar c'hementad a ionoù hidrogen en un dourenn. Termenet da 7 ez eo bet pH an dour glan (H2O) : kement a ionoù H+ hag a ionoù OH- zo ennañ. Bazek eo an dourennoù pa vez pH > 7 ha trenk pa vez pH < 7.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.