Menez-Dol
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Menez-Dol | ||
---|---|---|
![]() Ar maerdi. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Mont-Dóu | |
Anv gallek (ofisiel) | Mont-Dol | |
Bro istorel | Bro-Zol | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Sant-Maloù | |
Kanton | Dol | |
Kod kumun | 35186 | |
Kod post | 35120 | |
Maer Amzer gefridi | Marie-Élisabeth Solier 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Dol ha Bae Menez-Mikael | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Maloù | |
Lec'hienn web | www.mont-dol.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 085 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 41 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 1 m — brasañ 62 m | |
Gorread | 26,44 km² | |
kemmañ ![]() |
Menez-Dol (Mont-Dol e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Dol e departamant Il-ha-Gwilen.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Mons Doli, 1158; de Monte Dolis, XVvet
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dol = kildro
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En glazur, e bellenn en aour
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Soñjet ez eus bet gant darn gwelout e Menez-Dol ar Mons Jovis meneget gant Nennius, da heul Cruc Ochidient ha Quentovic. Dre ez eus ur poull war penn ar menez e oa en o spered e oa aze ar respont da " ... stagnum super verticem Montis Jovis"[2]
Gwelet eo Menez-Dol evel unan eus menezioù sakr ar Gelted e Breizh. Enoret e veze Taranis warnañ.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 79 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,89% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; daou anezhe a varvas d'an 22 aviz Eost 1914 en Emgann Rossignol e Belgia[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
- D'an 29 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F (anvet "Man O War ", marilhet 42-29692 ha kodet GL-R) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e "Le Vivrais" e Menez-Dol; nav nijour eus e laz a varvas (unan anezhe a voe douaret e Saint-Avold ha c'hwec'h all er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall), ar milour all a voe tapet d' an Alamaned[4].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas daou vilour, korf unan anezhe a voe rentet d'e familh, douaret eo e bered ar gumun[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An templ pagan hag ar chapel gozh.
- Div aoter lazhañ tirvi (relijion Mithras).
- Div velin-avel.
- Ar chapel gozh.
- Chapel Sant Mikael.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marc Deceneux ː Le Mont-Dol. Histoire et légendes. Atelier Junkeneus. 1988
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Paul Gout, heuliet gant Marc Deceneux. Evito ː Mons Jovis e oa Menez Dol, Cruc Ochidient e oa Menez-Hom, ha Quentovic e oa Naoned. Dre ar stumm se da welout an istor, testenn Nennius a genglote gant Breizh Armorica. Ar sorc'henn se a zo aet da get pell a zo.
- ↑ 3,0 ha3,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Memorial Genweb