Maryse Condé
Maryse Condé (ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1937 e Pointe-à-Pitre) zo ur skrivagnerez eus Gwadloup. Anavezet eo abalamour ma sav a-du gant dizalc'hted Gwadloup[1] ha gant an hollafrikanouriezh.
Buhez hag oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An hini diwezhañ eo Maryse Boucolon eus ur familh eizh a vugale. A-hed he yaouankiz eo bet troet gant al lennegezh. E 1953 e oa aet da Bariz da studiañ al lennegezh keñveriet er Sorbonne. Daremprediñ a rae studierien all eus an Antilhez hag eus Afrika.
E 1958 e timezas d'ar studier eus Ginea, Mamadou Condé. Pevar bugel o deus bet asambles. Labouret he deus Maryse Condé e meur a vro eus Afrika : e Ginea, Aod-an-Olifant, Ghana ha Senegal. E 1973 e tistroas da Bariz da gelenn al lennegezh c'hallek e meur a skol-veur (Jussieu, Nanterre, Sorbonne Nouvelle). Eno ivez e reas un dezenn war lennegezh an Antilhez.
Dispartiañ a reas diouzh he gwaz e 1981 hag addimeziñ er bloaz war-lerc'h da Richard Philcox, a droas he skridoù e saozneg. Pa oa e Mali e 1984 e savas Segou : Les murailles de terre, a reas kalz a verzh, hag a voe heuliet e 1985 gant Segou : La terre en miettes. En daou levr-se e kont diskar impalaeriezh ar bobl bambara e Mali en XIXvet kantved.
Etre 1985 ha 2004 e kelennas lennegezh c'hallek Afrika e skol-veur Columbia e New York. Bevet he deus a-bep-eil e New York hag e Gwadloup. Abaoe m'emañ e retred emañ o chom e Gordes, e Provañs.
E 2018 e oa bet roet dezhi ar priz lennegel a oa bet savet e-lec'h ar Priz Nobel ha ne oa ket bet roet er bloavezh-se.
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Heremakhonon (1976)
- Une saison à Rihata (1981)
- Segou; Les murailles de terre (1984)
- Segou; La terre en miettes (1985)
- Moi, Tituba sorcière... (1986)
- Haïti chérie (1986)
- La vie scélérate (1987)
- En attendant le bonheur (1988)
- Hugo le terrible (1989)
- The Children of Segu (1989)
- Tree of Life (1992)
- La colonie du nouveau monde (1993)
- La migration des cœurs (1995)
- Traversée de la mangrove (1995)
- Pays mêlé (1997)
- Desirada (1997)
- The Last of the African Kings (1997)
- Windward Heights (1998)
- Le cœur à rire et à pleurer (1999)
- Cèlanire cou-coupé (2000)
- La Belle Créole (2001)
- La planète Orbis (2002)
- Rêves amers (2005)
- Histoire de la femme cannibale (2005)
- Uliss et les Chiens (2006)
- Victoire, les saveurs et les mots (2006)
- Comme deux frères (2007)
- Les Belles Ténébreuses (2008)
- En attendant la montée des eaux (2010).
- La Vie sans fards (2012)
- Mets et Merveilles (2015)
- Le Fabuleux et Triste Destin d’Ivan et d’Ivana (2017).