Mont d’an endalc’had

Maraton (sport)

Eus Wikipedia
Maraton Sevilla e 2009
Maraton Berlin e 2007
Marathon Londrez e 1990

Ar maraton a zo ur redadeg war-droad, 42,195 km an hirder anezhi. Lod eo an diskiblezh-mañ eus ar redadegoù hir en atleterezh.

Krouet e oa bet ar maraton da geñver ar C'hoarioù olimpek hañv 1896 a oa bet dalc'het en Aten (Gres), diwar mennozh ar prederour gall Michel Bréal. Anv a oa da gounaat mojenn ar c'hannader henc'hresian Pheidippídes en divije redet eus Marathon betek Aten evit degas keloù eus an trec’h ouzh ar Bersed e -490 (kentañ brezel medek). Berr warnañ oc'h erruout en Areopagos e vije aet da Anaon goude bezañ dibunet e gemennadenn. Redet e veze ar gevezadeg war-dro 40 km a-raok na voe reolennet he hirder da vat e 1921.

Mil vrudet eo maraton ar C'hoarioù olimpek hañv (bep pevar bloaz), hini Kampionadoù atleterezh ar bed (bep eil bloaz) ha reoù ar World Marathon Major (bep bloaz) : Maraton Boston, Maraton Londrez, Maraton Berlin, Maraton Chicago ha Maraton New York.

Dislavaret e oa bet mojenn Pheidippídes gant an istorour Herodotos : war-lerc’h dilestradeg ar Bersed e Marathon e vije bet kaset Pheidippídes da glask sikour da Sparta, ouzhpenn 220 km alese. Chomet mut Spartaiz e voe ret da soudarded Aten kannañ gant tud eus Plátaia nemetken[1]. Kantvedoù diwezhatoc'h en devoa Ploutarc'hos danevellet e oa, hervez Héraclide du Pont, Thersippos an Eroeus ar gwir gannader met evit an darn vrasañ e oa un Euclès bennak[2] en divije redet, en ur reiñ e vuhez, etre Marathon hag Aten evit kas keloù d'an trec'h[3].

Ar maraton a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ tro ma oa bet redet ur maraton olimpek, e 1896 eta, e oa aet ar maout gant ar mesaer gresian Spyrídon Loúis, 2e58’50” e amzer.

Da geñver ar C'hoarioù olimpek 1908, bet dalc’het e Londrez (Bro-Saoz), e oa bet divizet lakaat hirder ar redadeg da 26 mile (douar), da lâret eo 41 608,944 m. Padal, evit ober plijadur da vugale ar familh roueel breizhveuriat a felle dezho arvestiñ ouzh ar genstriverien (un daouzek bennak anezho !) e oa bet graet d’ar maraton loc’hañ eus leton Kastell Windsor. Fentusat tra ! En ur par berr e oa bet dilec’hiet degouezh ar redadeg da White City Stadium, e-tal kichen al logell roueel m’edo Edouarzh VII staliet enni. N’eus forzh ne vefe ket reizh an hirder ken : da viken e vo 26,385 mile, pe 42,195 km. {Histoire du Marathon}

E 1960, an atleter Etiopian Abebe Bikila en devoa gounezet goude redek diarc’hen. Botoù-sport ouzh e dreid ar wech-mañ e oa aet ar maout gantañ e 1964 adarre, tapet rekord ar maraton war un dro e 2e12’11”.

Da geñver ar C’hoarioù olimpek hañv 1984, bet dalc’het e Los Angeles (Stadoù Unanet), e oa savet kentañ maraton evit an atleterezed.

Redet e vez ar maraton e dibenn ar C’hoarioù olimpek, d’an deiz diwezhañ diouzh boaz, ar pezh a ro tro d’an teir medalenn diwezhañ da vezañ deroet e-kerzh al lid-klozañ, dirak an holl atleterien bodet a-benn an degouezh.

Dalc'het eo rekord ar bed – 2e03'38 – gant ar reder kenyan Patrick Makau abaoe ma voe pilet gantañ e Maraton Berlin d'ar 25 a viz Gwengolo 2011[4].

Gwellañ taol-kaer Europa (2e6'36), bet graet gant ar Portugalad António Pinto d'ar 16 a viz Ebrel 2000 e Londrez, a oa bet graet ivez gant an atleter gall Benoît Zwierzchiewski (Benoît Z e lesanv dezhañ) d'ar 6 a viz Ebrel 2003 e Pariz.

Dalc'het eo rekord ar bed ar merc'hed – 2e15'25 – gant ar Vreizhveuriad Paula Radcliffe abaoe he redadeg e Londrez d'an 13 a viz Ebrel 2003.

Souezhusat tra ! Gant ar rederez norvegian Grete Waitz e oa bet pilet rekord ar bed tri bloaz diouzh renk (eus 1978 betek 1980) da geñver Maraton New York a oa bet gounezet ganti nav gwech goude bezañ kemeret perzh unnek gwech ennañ etre 1978 ha 1988.

Gant an Italian Andrea Cionna eo dalc'het rekord ar bed – 2e31'59 – evit ur reder dall (Roma e 2007)[5],[6]. Ernst Van Dyk, Suafrikan anezhañ, a zalc'h rekord ar bed e kador-ruilh (1e18'27 e Maraton Boston e 2004)[7].

Gant ar Breizhveuriad Fauja Singh eo dalc'het rekord ar bed evit un den ouzhpenn 90 vloaz. D'e 92 vloaz, e 2003, e oa aet betek penn ur maraton e Toronto e 5e40'1[8]. D'ar 16 a viz Here 2011, e Toronto ivez, e teuas da vezañ kentañ kantvloaziad oc'h echuiñ ur maraton en 8e25'16[9]. E 1997, ar rederez amerikan Mavis Lindgren a ziazezas ar rekord evit ar merc'hed ouzhpenn 90 vloaz en 8e53'8, e Portland (Oregon)[10].

Emdroadur rekord ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ dindan emdroadur rekord maraton ar bed[11]. A-raok 1925 e veze disheñvel an hirder diouzh an hini a-vremañ, 42,195 km. Gwall alies e oa bet pilet rekord ar bed da geñver ar World Marathon Majors : seizh gwech e Maraton Berlin, teir gwech e Maraton Boston, ha peder gwech e Maraton Chicago, Maraton Londrez ha Maraton New York pep hini anezhe.

AmzerAtleterBroLec'hDeiziad
2e58'50[12],[13]Spyrídon LoúisGres GresAten, Gres10-04-1896
2e55'18 2/5[14]Johnny Hayes United StatesShepherd's Bush, Bro-Saoz24-07-1908
2e52'45 4Robert Fowler United StatesYonkers, Stadoù Unanet01-01-1909
2e46'52 6James Clark United StatesNew York, Stadoù Unanet12-02-1909
2e46'04 6Albert Raines United StatesNew York, Stadoù Unanet08-05-1909
2e42'30Frederick BarrettBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetPolytechnic Marathon, Bro-Saoz08-05-1909
2e40'35Thure JohanssonBanniel Sveden SvedenStockholm, Sveden31-08-1909
2e38'16 2Harry GreenBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetPolytechnic Marathon, Bro-Saoz12-05-1913
2e36'06 6Alexis AhlgrenBanniel Sveden SvedenPolytechnic Marathon, Bro-Saoz31-05-1913
2e32'35 8Hannes KolehmainenBanniel Finland FinlandAntwerpen, Belgia20-08-1920
2e29'01 8Albert Michelsen United StatesPort Chester, Stadoù Unanet13-10-1925
2e27'49Fusashige SuzukiBanniel Japan JapanTokyo, Japan31-03-1935
2e26'44Yasuo IkenakaBanniel Japan JapanTokyo, Japan03-04-1935
2e26'42Son Ki-chongBanniel Japan Japan[15]
Republik Korea Republik Korea
Tokyo, Japan03-11-1935[15]
15-08-1945
2e25'39Suh Yun-BokRepublik Korea Republik KoreaMaraton Boston, Stadoù Unanet19-04-1947
2e20'43[16]James PetersBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetPolytechnic Marathon, Bro-Saoz14-06-1952
2e18'41[16]James PetersBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetPolytechnic Marathon, Bro-Saoz13-07-1953
2e18'35[16]James PetersBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetTurku, Finland04-10-1953
2e17'40[16]James PetersBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetPolytechnic Marathon, Bro-Saoz26-07-1954
2e15'17[16]Sergei Popov Soviet Union Stockholm, Sveden24-08-1958
2e15'17[16]Abebe BikilaEtiopia EtiopiaRoma, Italia10-09-1960
2e15'16[16]Tōru TerasawaBanniel Japan JapanBeppu, Japan17-02-1963
2e14'28[16]Leonard EdelenBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetPolytechnic Marathon, Bro-Saoz15-07-1963
2e13'55[16]Basil HeatleyBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetPolytechnic Marathon, Bro-Saoz13-07-1964
2e12'12[16]Abebe BikilaEtiopia EtiopiaTokyo, Japan21-10-1964
2e12'00[16]Morio ShigematsuBanniel Japan JapanPolytechnic Marathon, Bro-Saoz12-06-1965
2e09'37[16]Derek ClaytonBanniel Aostralia AostraliaMaraton Fukuoka, Japan03-12-1967
2e08'34[16]Derek ClaytonBanniel Aostralia AostraliaAntwerpen, Belgia03-05-1969
2e08'18[16]Robert de CastellaBanniel Aostralia AostraliaMaraton Fukuoka, Japan06-12-1981
2e08'05[16]Steve JonesBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetMaraton Chicago, Stadoù Unanet21-10-1984
2e07'12[16]Carlos LopesPortugal PortugalMaraton Rotterdam, Izelvroioù20-04-1985
2e06'50[16]Belayneh DinsamoEtiopia EtiopiaMaraton Rotterdam, Izelvroioù17-04-1988
2e06'05[16]Ronaldo da Costa BrazilMaraton Berlin, Alamagn20-09-1998
2e05'42[16]Khalid KhannouchiMaroko MarokoMaraton Chicago, Stadoù Unanet24-10-1999
2e05'38[16]Khalid KhannouchiBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetMaraton Londrez, Bro-Saoz14-04-2002[17]
2e04'55[16]Paul TergatBannielKenya KenyaMaraton Berlin, Alamagn28-09-2003
2e04'26Haile GebreselassieEtiopia EtiopiaMaraton Berlin, Alamagn30-09-2007
2e03'59Haile GebreselassieEtiopia EtiopiaMaraton Berlin, Alamagn28-09-2008
2e03'38Patrick MakauBannielKenya KenyaMaraton Berlin, Alamagn25-09-2011
AmzerAtleterBroLec'hDeiziad
3e27'45Dale GreigBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetRyde, Bro-Saoz23-05-1964
3e19'33Mildred Sampson Zeland-NevezMaraton Auckland, Zeland-Nevez21-07-1964
3e15'22Maureen Wilton KanadaToronto, Kanada06-05-1967
3e07'26Anni Pede-ErdkampBanniel Republik Demokratel Alaman RDAWaidneil, Alamagn16-09-1967
3e02'53Caroline WalkerBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetStadoù Unanet28-02-1970
3e01'42Elizabeth BonnerBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetMaraton Philadelphia, Stadoù Unanet09-05-1971
2e55'22Elizabeth BonnerBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetMaraton New York, Stadoù Unanet19-09-1971
2e49'40Cheryl BridgesBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetCulver City, Stadoù Unanet05-12-1971
2e46'36Michiko GormanBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetCulver City, Stadoù Unanet02-12-1973
2e46'24Chantal LanglaceBro-C'hall Bro-C'hallNeuf-Brisach, Bro-C'hall27-10-1974
2e43'54 5Jacqueline HansenBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetCulver City, Stadoù Unanet01-12-1974
2e42'24Liane WinterBanniel Republik Demokratel Alaman RDAMaraton Boston, Stadoù Unanet21-04-1975
2e40'15 8Christa VahlensieckAlamagn AlamagnDülmen, Alamagn03-05-1975
2e38'19Jacqueline HansenBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetEugene, Stadoù Unanet12-10-1975
2e35'15 4Chantal LanglaceBro-C'hall Bro-C'hallOiartzun, Euskal Herria01-05-1977
2e34'47 5Christa VahlensieckAlamagn AlamagnMaraton Berlin, Alamagn10-09-1977
2e32'29 9Grete WaitzBanniel Norvegia NorvegiaMaraton New York, Stadoù Unanet22-10-1978
2e27'32 6Grete WaitzBanniel Norvegia NorvegiaMaraton New York, Stadoù Unanet21-10-1979
2e25'41 3Grete WaitzBanniel Norvegia NorvegiaMaraton New York, Stadoù Unanet26-10-1980
2e25'28 7Grete WaitzBanniel Norvegia NorvegiaMaraton Londrez, Bro-Saoz17-04-1983
2e22'43Joan BenoitBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-UnanetMaraton Boston, Stadoù Unanet18-04-1983
2e21'06Ingrid KristiansenBanniel Norvegia NorvegiaMaraton Londrez, Bro-Saoz21-04-1985
2e20'47Tegla LoroupeBannielKenya KenyaMaraton Rotterdam, Izelvroioù19-04-1998
2e20'43Tegla LoroupeBannielKenya KenyaMaraton Berlin, Alamagn26-09-1999
2e19'46Naoko TakahashiBanniel Japan JapanMaraton Berlin, Alamagn30-09-2001
2e18'47Catherine NderebaBannielKenya KenyaMaraton Chicago, Stadoù Unanet07-10-2001
2e17'18Paula RadcliffeBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetChicago, Stadoù Unanet13-10-2002[18]
2e15'25Paula RadcliffeBanniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-UnanetMaraton Londrez, Bro-Saoz13-04-2003
  1. Histoire d'Hérodote, p46
  2. [url=http://books.google.fr/books?id=lWJEAAAAMAAJ&pg=PA213 Œuvres morales gant Ploutarc'hos troet diouzh an henc'hresianeg gant Ricard], p. 213
  3. PDF Le coureur de marathon : la preuve par l'histoire gant Kléanthis Paléologos, dean-enor an Akademiezh Etrebroadel Olimpek
  4. Paket eo rekord ar bed ar maraton gant ar C'henyan Patrick Makau. Kavet : 25 Gwengolo 2011.
  5. Records du marathon, Comité international paralympique
  6. (it) Campione del mondo! Record di Andrea Cionna alla maratona, Noi Giornalista, 21 a viz Meurzh 2007
  7. (en) "Wheelchair record holder joins field", New York Times, 18 a viz Here 2006
  8. (en) "The ‘Turbaned Tornado’ keeps the marathon pace", The Globe and Mail, 13 a viz Here 2011
  9. (en) Fauja Singh becomes oldest marathon runner, BBC, 17 a viz Here 2011
  10. (en) Burrill racing for a record at 90, Honolulu Advertiser, 12 a viz Kerzu 2008
  11. (en) Marathon World Records, klasket ennañ d'an 28 a viz Mae 2009
  12. (en) The Olympic Games, B.C. 776 - A.D. 1896, Second Part, The Olympic Games in 1896, skrivet gant Pierre de Coubertin, Timoleon J. Philemon, N. G. Politis, Charalambos Anninos, embannet gant Charles Beck (Aten), H. Grevel and Co. (Londres) e 1987, klasket ennañ d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
  13. Hirder maraton ar C'hoarioù olimpek e 1896 a oa 40 000 metrad (en) Spyridon Louis
  14. (en) The Fourth Olympiad being The Official Report The Olympic Games of 1908 skrivet gant Theodore Andrea Cook, embannet e 1909(?) gant The British Olympic Association e Londrez, d'an 28 a viz Mae 2009 PDF
  15. 1 2 sellet ouzh Istor Korea dindan beli Japan
  16. 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 (en) « Marathon WR Progression », Track & Field News, niv. 11, p.  37, Here 2003
  17. Kentañ amzer bet anavezet gant an IAAF. Stat Corner: First World Road Records, Track and Field News, Levrenn 56, Niverenn 2, miz C'hwevrer 2003, Pajenn 50
  18. Kentañ amzer bet anavezet gant an IAAF. Stat Corner: First World Road Records, Track and Field News, Levrenn 56, Niverenn 2, miz C'hwevrer 2003, Pajenn 50