Mont d’an endalc’had

Malgeneg

Eus Wikipedia
Malgeneg
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Anv gallek (ofisiel) Malguénac
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56125
Kod post 56300
Maer
Amzer gefridi
Dominique Guégan
2014-2020
Etrekumuniezh Pondi Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Pondi
Lec'hienn Web (fr)malguenac.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 840 ann. (2020)[1]
Stankter 48 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 04′ 53″ Norzh
3° 03′ 39″ Kornôg
/ 48.0813888889, -3.06083333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 207 m
bihanañ 73 m — brasañ 222 m
Gorread 38,45 km²
Lec'hiañ ar gêr
Malgeneg

Malgeneg [margəˈnek][2] a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.

  • War richerioù Bonnechère, Frétu, ha Santez-Trifin, emañ Malgeneg
Kumunioù amezek
Seglian Klegereg Klegereg
Gwern Pondivi
Gwern Gwern Ar Sorn
  • Marteville & Varin ː Maigeechac'h
  • Erwan Vallerie ː Malgenac, 1194, 1221 ; Melgennac, 1228 ; Maelgannac, 1274 ; Melguennec, 1301 ; elguennac', Melguenac, 1301 ; Meoulguenac, 1314 ; Meoulguennec, 1314 ; Melguegnac, 1315 ; Melganac, Melguenac, Melguennac, Malguennac, 1315 ; Malganac, Melguenac, 1373 ; Malguenac, 1387 ; Melguengnac, 1482 ; Melguenac, 1516.
Gerdarzh
  • Herve Abalain ː un anv den gant mael "penn", "priñs" + cann "gwenn", "skedus".

Emsavadeg ar Bonedoù ruz

  • Un digoll a 1 500 lur a voe paeet gant ar barrez d'an Aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg[3].
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Malgeneg, Lescodan e anv, goude an emsavadeg[4].
  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Malgeneg e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Klegereg; e Bann Pondi e oa; gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet kanton Klegereg gant ar memes anv, ha chom a reas Malgeneg ennañ; lakaet e voe Malgeneg en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[5],[6].
  • Mervel a reas 89 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 5,08 % eus he foblañs e 1911[9].
  • Mervel a reas eizh den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[10].
  • Tapet e voe eizh rezistant er gumun gant archerien Pondi. C'hwec'h anezhe a voe fuzuilhet e Gwened, an daou all a varvas er c'hampoù-bac'h nazi[11].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lia Sant-Nizon.
  • Peulvan Sant-Steven.
  • Priodi, ha goude maner Moustouer Lann, XVvet kantved, bet distrujet e-kerzh XVIIIvet kantved, gant e c'houldri hag e di-oranjez. Deut da vezañ kastell Moustouer Lann, echuet er bloaz 1781.
  • Kastell Lesturgant (XVvet, XVIvet); adaozet e 1885; kouldri eus 1697; dismantroù un vilin avel eus 1736.
  • Iliz sent Pêr ha Paol, bet adaozet e XIXvet kantved,
  • Chapel Itron-Varia Moustouer
  • Chapel Sant-Steven Stumultan (XVvet, XVIvet); feunteun eus 1881.
  • Chapel Sant-Padarn (fin XVvet-deroù XVIvet); tour bet adsavet e 1927
  • Chapel Sant Pedig[12] (lodennoù eus XVIvet kantved)
  • Chapel Sant Gweltaz (XVvet-XVIIIvet)
  • Dismantroù chapel Sant-Nikolaz.
  • Feunteun devosionoù Sant-Nikolaz, bet adaozet e 1862.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[13].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
du Roscoët
Aotrounez Lesturgant
En argant e deir rozenn en gul skoret en geot

El lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • (fr)Daniel Delattre : Le Morbihan. Les 261 communes. 2004
  • (fr)A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Jean Le Dû, Nouvel Atlas Linguistique de la Basse-Bretagne, Centre de Recherche Bretonne et Celtique, 2001
  3. (fr)Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 159 ha 160
  4. (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  5. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 214
  6. (fr)Cassini - EHESS - Malgeneg - Fichenn ar gumun
  7. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.14
  8. (fr)Cassini-EHESS
  9. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  10. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  11. (fr)Memorialgenweb
  12. (fr)Sant Podig, hervez Marteville & Varin, 1843; Sant Pedig, hervez Daniel Delattre, 2004
  13. (fr)Memorial Genweb