Lez-kastizañ Etrebroadel
Al Lez-kastizañ Etrebroadel (saozneg : International Criminal Court, ICC) a zo ul lez-kastizañ peurbadus ma varner an dud tamallet a vezañ graet torfedoù-brezel, torfedoù a-enep Mab-den pe gouennlazhoù.
Da-heul Emvod diplomatelezh kannaded-veur ABU e voe sinet Statud Roma, ma oa raktreset krouiñ al Lez-kastizañ, d'ar 17 a viz Gouere 1998. D'ar 1añ a viz Gouere 2002 e voe krouet al Lez-kastizañ ez-ofisiel. E Den Haag (Izelvroioù) emañ sez al Lez-varn, met ar prosezoù a c'hall bezañ aozet forzh pelec'h.
E miz Gouere 2011 e oa bet peurwiriekaet Statud Roma gant 116 Stad (193 Stad a zo anavezet gant ABU), ar pezh a dalvez e tegemeront aotrouniezh al Lez-kastizañ. 35 Stad (SUA ha Rusia en o zouez) o deus sinet ar Statud, met n'eo ket bet peurwiriekaet ganto. Stadoù zo evel Sina pe India a zo savet a-enep al lez-kastizañ, ha n'o deus ket sinet ar Statud. Hiziv an deiz ez eus bet aozet 6 enklask gant al Lez-kastizañ : Ouganda, Republik Demokratel Kongo, Republik Kreizafrika, Darfour (Soudan), Republik Kenya ha Libya. En holl ez eus bet tamallet 16 den : seizh anezho a zo war dec'h, daou anezho a zo marv (pe lakaet da varv), pevar anezho a zo bac'het ha tri anezho a zo en em ginniget o-unan dirak al Lez-varn. D'ar 26 a viz Genver 2009 e krogas prosez ar c'hongolad Thomas Lubanga, tamallet abalamour d'e dorfedoù-brezel. Ar prosez kentañ aozet gant al Lez eo.
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 22 a viz Even 2011 e oa 116 Stad ezel eus al Lez-kastizañ[1] :
- Europa: Alamagn, Albania, Andorra, Aostria, Belgia, Bosnia-ha-Herzegovina, Bulgaria, Kroatia, Republik Kiprenez, Danmark, Spagn, Estonia, Finland, Frañs, Gres, Hungaria, Iwerzhon, Island, Italia, Jorjia, Latvia, Liechtenstein, Lituania, Luksembourg, Republik Makedonia, Malta, Montenegro, Moldavia, Norvegia, Izelvroioù, Polonia, Portugal, Republik Tchek, Roumania, Rouantelezh-Unanet, San Marino, Serbia, Slovakia, Slovenia, Sveden, Suis
- Afrika: Suafrika, Benin, Botswana, Burkina Faso, Burundi, Republik Kreizafrika, Kongo, Komorez, Djibouti, Gabon, Gambia, Ghana, Ginea, Kenya, Lesotho, Liberia, Madagaskar, Malawi, Mali, Maoris, Namibia, Niger, Nigeria, Ouganda, Republik Demokratel Kongo, Senegal, Sechelez, Sierra Leone, Tanzania, Tchad, Tunizia, Zambia.
- Amerika: Antigua ha Barbuda, Arc'hantina, Barbados, Belize, Bolivia, Brazil, Kanada, Chile, Kolombia, Costa Rica, Dominika, Ecuador, Grenada, Guyana, Honduras, Mec'hiko, Panama, Paraguay, Perou, Republik Dominikan, Saint Kitts ha Nevis, Santez-Lusia, Sant Visant hag an Inizi Granadinas, Surinam, Trinidad ha Tobago, Uruguay, Venezuela
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]