Les plus Beaux cantiques de Bretagne

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Les plus Beaux cantiques de Bretagne zo un albom teir fladenn, ha warno pep a unnek kantik, eus Treger, Goueloù, pe Kerne-Uhel, kanet gant Anne Auffret ha sonet gant ar vombard hag an ograoù.
Embannet eo an albom gant Coop Breizh, gant un titl gallek, hep tamm brezhoneg ebet war ar golo, e doare ar gompagnunezh, goude ma n'eus nemet titloù kantikoù brezhonek skrivet war ar c'hein. Skrivet eo anv ar ganerez, Anne Auffret, ha re ar sonerien: an talabarder, Daniel Féon, hag an ograouer, Loïk Le Griguer. Ur skeudenn vrav a zo, hini un daolenn gant Jules Breton, Le pardon de Kergoat, hag a zo war-ziskouez e Mirdi an Arzoù-Kaer e Kemper.

Lenn a c'haller ar c'homzoù el levrig da-heul.

An albom[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al levrig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus pennad kinnig ebet, mann nemet ar c'hantikoù brezhonek. Koulskoude, goude titl pep kantik e lenner al lec'hanvioù en galleg: Tréguier, ... Plouézec...

Ar pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bladenn gentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pardon Sant Erwan, eus Landreger
  2. Gwerz ann Itron Varia Rostren (sic); brudet e oa bet an ton gant Alan Stivell[1], adanvet Spered Hollvedel gantañ, met implijet e oa bet ivez gant Jef Le Penven d'ober Kantig Santez Anna[2].
  3. Kantik neve Itron Varia Sant Kare , eus Lanvaeleg,
  4. Kantik enn enor da Zant Koneri , kaerañ ton an albom marteze, eus Plougouskant,
  5. Kantik Sant Erwan, an hini brudetañ marteze, eus Landreger,
  6. Kantik da Zantez Triphina ha da Zant Tremeur
  7. Kantik ha peden da werc'hez Bulat
  8. Kan an Islandeed
  9. Kantik Santez Mari Madalen, eus Sant Nikolaz ar Pelem
  10. Kantik Itron Varia an Danouët, eus Boulvriag
  11. Gwerz ar Seiz Sant, eus Ar C'houerc'had.

An eil pladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwerz Sant Erwan
  2. Kantik Zant Weltas, eus Lanniskad
  3. Kantik en enor da Zant Briak, eus Boulvriag
  4. Itron ar Rozera, eus Duaod
  5. Itron Varia ar Wir Sikour, eus Gwengamp
  6. Da Zant Vaodez, eus Lezardrev
  7. Pedenn da Itron Varia ar Guiaudet, eus Larruen
  8. Kantik an Tad Maner, eus Plevin
  9. Itron Varia Goz Iliz, eus Planiel; war an ton-se ec'h anavezer meur a gantik all eus ar c'hornad, evel hini Itron Varia ar Feunteunioù, kantik Pontrev.
  10. Kantik an Aotro Sant Eler, eus Sant-Pever
  11. Enor, enor da Santez Anna, eus Plaeraneg

An trede pladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sant Hervez (sic), eus Kemperven,
  2. Santez Genovefa, eus Lokmikael,
  3. Relego Sant Gonery, eus Plougouskant,
  4. Sant Anton, eus Plouizi,
  5. Sant Iened, eus Pluned,
  6. Sant Laorans, eus Mael-Pestivien,
  7. Kantik Sant Blaise', eus Bulad-Pestivien,
  8. Introun Varia'n Drugarez, eus Tremael,
  9. Sant Liboubana, eus Plougouskant,
  10. Kantik en enor d'an Drinded Santel, eus Ar C'houerc'had,
  11. Gwerz Sant Nigouden, eus Sant-Nigoudenn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sellet Gwerhiez Vari, e kan-iliz.com
  2. Komzoù Spered Hollvedel hag discussion e forom Alan Stivell