Leonhard Hess Stejneger
Leonhard Hess Stejneger | |
---|---|
Leonhard Hess Stejneger e 1902 | |
Ganedigezh | 30 a viz Here 1851 Bergen, Norvegia |
Marv | 28 a viz C'hwevrer 1943 Washington D.C. Stadoù-Unanet |
Stummadur | Doktoriezh Skol-veur Kristiania |
Micher | Bevoniour, Loenoniour Stlejvilour, Evnoniour |
Leonhard Hess Stejneger (Bergen, Norvegia, 30 a viz Here 1851 – Washington D.C., SUA, 28 a viz C'hwevrer 1943) a oa ur bevoniour Amerikan a orin Norvegat ; Leonhard Hess Steineger eo stumm norvegek e anv.
Un arbennigour e oa war ar mellkeineged (Vertebrata), al loenoniezh, ar stlejvilouriezh hag an evnoniezh. Dre e studioù war ar stlejviled hag an divelfenneged (Amphibia) e c'hounezas brud.[1]
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bergen (Norvegia) e voe ganet Leonhard Hess Stejneger, mab henañ Ingeborg Catharine Hess (1830-1875) ha Peter Stamer Stejneger (1827-1921 ; seizh bugel a zeuas war e lerc'h. Ur marc'hadour hag un arc'hwilier e oa an tad.
Unan eus tiegezhioù pinvidikañ Bergen e voe ar re Stejneger betek 1880, pa rankas Peter Stamer Stejneger disklêriañ freuz-stal en abeg da enkadennoù armerzhel.
Studiañ a reas L. Hess Stejneger er Smith Theological School e Bergen e 1859 ha 1860 kent mont da Skol Latin Bergen betek 1869. Er bloavezh-se ez eas da heul e vamm betek Meran e Tirol ar Su – en Aostria d'ar mare-se, en Italia hiziv dindan an anv Merano. Eno en devoe ur c'helenner prevez betek 1871, evit prientiñ e studioù e Skol-veur Oslo (Kristiania d'ar mare-se). E 1871 e voe er Skol-veur enta, hag e 1872 e lakaas e anv a-benn bezañ doktor.
Studioù mezegiezh a reas er Skol-veur e 1873-1874, ar pezh a zigore dezhañ ar c'hentelioù diwar-benn al louzawouriezh hag al loenoniezh. Dre ma felle d'e vamm e vije mezeg ez eas da Verlin da gendelc'her gant e studioù ; kerkent ha kroget eno avat e kavas ne oa ket ar vicher-se d'e c'hrad, ha distreiñ da Gristiania a reas evit en em brientiñ da warlerc'hian e dad.
Gant ar sell-se e reas studioù war ar gwir, ha diplomet e voe e 1874 d'an oad a 24 bloaz, kent mont da labourat gant e dad en ur gendelc'her da studiañ loened.
D'an 30 a viz Here 1876 e timezas da Anna Normann, a oa mestrez-skol e Bergen.
Pa voe graet freuz-stal gant e dad e 1880 e troas Leonhard Hess Stejneger war-du ar skiantoù da vat. Ne gavas karg ebet evitañ e Mirdi Bergen, ha ne oa nemet labourioù dister e lec'h all. E sell e oa da vont da Vremen, met unan eus e genskriverien e Berlin en alias da vont da Stadoù-Unanet Amerika ma kavje muioc'h a zorioù digor. Enep ar c'hemm bras-se e buhez ar c'houblad e savas Anna Normann, ha dispartiañ a rejont kent terriñ an dimeziñ diwezhatoc'h.
E miz Eost 1881 e kuitaas Stejneger e vro c'henidik, hag d'an 21 a viz Here ez erruas e Washington D.C. Kerkent ha dilestret ez eas d'ar Smithsonian Institution, un ensavadur bet staliet e 1846 gant Gouarnamant SUA gant ar pal bodañ mirdioù ha kreizennoù-enklask. Eno e kejas ouzh e genskriver ar c'helenner Spencer Fullerton Baird (1823-1887), a oa un naturour ha sekretour an ensavadur. Gouzout a ouie ar c'helenner diwar-benn barregezh an Norvegad yaouank, a voe lakaet dizale da labourat war evnoniezh ar « Bed Nevez ». Ken abred ha nevezamzer 1882 ez embannas Leonhard Hess Stejneger ur pennad a-zivout ar genad Myadestes en Antilhez.
D'an 4 a viz C'hwevrer 1887 e voe broadet ez-ofisiel, d'an oad a 35 bloaz.
D'an 22 a viz Meurzh 1892 e timezas e Washington gant Helene Maria Reiners, a oa bet ganet e Crefeld, e-kichen Düsseldorf e Rouantelezh Prusia. Pa voe ar c'houblad e Kristiania e 1907 ez advabas un emzivadez, Inga.
D'an 30 a viz Here 1921 e voe 70vet deiz-ha-bloaz Leonhard Hess Stejneger, an oad m'en devoa gwir da vont war e leve ; peogwir e oa yac'h a gorf hag a spered hag en abeg d'e varregezhioù espar e voe dalc'het en e gargoù. E 1932 e voe embannet ul lezenn a lakae redi war al leve, nemet e vije degouezhioù dreistordinal ; L. H. Stejneger a voe unan eus an dud – nebeut-tre anezho – a voe ezdalc'het diouzh ar redi a-drugarez d'un edit sinet gant ar Prezidant SUA, Herbert C. Hoover. A-drugarez da gement-se e chomas e servij ar Smithsonian Institution betek e varv.
D'an 11 a viz Gouere 1932, oadet 81 bloaz, e kollas e anaoudegezh goube bezañ bet diskaret gant ur c'harr-tan war hent e labour ; goude un ehan a ziv sizhunvezh e c'hallas adkregiñ gant seveniñ e gefridioù niverus.
Gwanaat a reas adalek 1941, ha goude bezañ klañvaet e-pad ur pennad berr e varvas da 3 eur beure d'ar Sul 28 a viz C'hwevrer 1943, e Washington D.C.
Resped
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abred e voe dedennet Leonhard Hess Stejneger gant al loenoniezh, pa savas adalek 1867, hag eñ 16 vloaz, ur c'hatalog diwar-benn evned en devoa arsellet : 53 evn a voe renabled
gantañ, ha war pep fichenn e listennas 33 c'hraf (lec'h ha deiziad an arselladenn, jener, ment, livioù, etc) gant ur skeudenn dourlivet.
E miz Meurzh 1871 ez embannas e Meran, en alamaneg, e Ornithologische Notizen "Pennadoùigoù evnoniezh" er Journal für Ornithologie, 59 spesad ennañ ; un astenn d'ar pennad-se a embannas e miz Du 1871 en hevelep kazetenn, met « Kristiania, 15 a viz Du 1871 » eo deiziad al labour. Er bloaz-se e voe degemeret evel ezel eus an Deutsche Ornithologische Gesellschaft dindan an niverenn 128, Herr Stejneger, Student, in Bergen, Norwegen.[1]
E 1873 ez embannas e Kristiania e levr norvegek kentañ, Norsk ornitologisk ekskursjonsfauna, 260 spesad evned ennañ. Bloaz war-lerc'h e voe ul levr all diwar-benn bronneged.
Adalek e zonedigezh e Washington D.C. hag ar pennad kentañ bet embannet gantañ evit ar Smithsonian Institution e kendalc'has Leonhard Hess Stejneger gant an evnoniezh. Goude e bennad diwar-benn Myadestes ez embannas, e 1882 ivez, unan all a-zivout ar genad Cygnus (Cygninae) a oa bet boulc'het e Norvegia.
Goulenn a reas digant an ensavadur mont da imbourc'hiñ an Antilhez hag Inizi Hawaii, met divizet e voe e gas da Inizi ar C'homandour e reter pellañ Rusia, ma oa bet arsellet Rhytina gigas, ur bronneg eus an urzhiad Sirenia, kerentiad an Dugongidae – dindan atebegezh SUA e oa an inizi, gant asant Rusia. Eno e voe d'an 8 a viz Mae 1882, war Enez Bering, ma stalias ur arsellva hinouriezh evit an U.S. Signal Service ; ouzhpenn ober arselladennoù teir gwech bemdez e kendalc'has gant e labour naturour. E miz Mezheven ez eas betek Petropavlovk-Kamtchatskyi da staliañ un eil arsellva, a zistroas da ensellet e miz Mae 1883. E dibenn an hevelep bloavezh e voe distro d'ar stadoù-Unanet.
E-pad ar veaj-se en devoa dastumet eskern Rhytina gigas ha re Phalacrocorax perspicillatus, ur spesad eus ar c'herentiad Phalacrocoracidae aet da get er bloavezhioù 1850. War-dro 700 labous en devoa arsellet ivez, hag e 1885 ez embannas disoc'hoù e labour Results of Ornithological Explorations a yeas d'ober Kelc'hlizher 29 an U. S. National Museum.
D'ar 1añ a viz Kerzu 1885 e voe anvet da eilmirour ar Smithsonian Institution, an evniour Robert Ridgway (1850-1929) o vezañ pennvirour.
Pa oa John Sterling Kingsley (1854-1929) o prientiñ The Standard Natural History[2] e c'houlennas digant Leonhard Hess Stejneger frammañ al levrenn gouestlet d'an evned. Ken mat e voe kavet labour Stejneger ma savas 360 pajenn diwar ar 547 a voe el levr, e-maez e eurvezhioù labour evit ar Smithsonian diwar-benn evnoniezh Japan hag e enklaskoù personel war laboused Hawaii. Betek dibenn miz C'hwevrer 1889 e labouras war an div dachenn-se.
D'ar 1añ a viz Meurzh 1889 e kemmas resped Stejneger penn-da-benn, pa voe anvet da virour rann ar stlejviled hag an divelfenneged. Nevez dezhañ e oa an dachenn-studi-se, a grogas da enklask a-zevri ; biskoazh ne zilezas an evnoniezh, hogen lonket e voe e amzer gant ar stlejvilouriezh.
Kentañ labourioù a reas e voe renabliñ hag adstummañ an dastumad a oa fiziet ennañ, krouiñ un doare nevez d'e gatalogañ ha d'e ziskouez er salioù evit ma vefe aesoc'h e welet. E 1889 end-eeun ez embannas ur pennad-studi diwar-benn ar c'herentiad Boidae, hini ar boaed.
Buan e teuas da vezañ unan eus ar stlejvilourien bennañ. Ker buan all e voe skuizh-divi, ma rankas kuitaat kêr Washington D.C. e miz Eost ha mont da gemer perzh en un arselladenn hollek war bevoniezh Menezioù San Francisco, en norzh da Flagstaff (Arizona), renet gant al loenoniour Clinton Hart Merriam (1855-1942). Adnerzhaat a reas eno, hag e-pad daou vizvezh e tastumas stlejviled ha divelfenneged en Arizona, New Mexico ha Texas kent distreiñ yac'h-pesk d'ar Smithsonian Institution.
E 1890 e prientas embannadur disoc'hoù labourioù skipailh C. H. Merriam diwar-benn loened Menezioù San Francisco ha Traoñienn ar Marv.
E 1894 ez eas ar skiantour da South Dakota da zastum loened, hag arnodennoù a reas gant formol (CH2O) evit o mirout.
E 1895 e voe kaset da Vering en-dro gant Kengor ar Peskerezh SUA hag aotre Rusia. Studiañ ar c'herentiad Otaridae e oa pal ar gefridi, evit abegoù armerzhel ha politikel koulz ha skiantel. Betek 1897 e padas e labour.
Bloaz war-lerc'h e tistroas da Europa gant e wreg, 15 vloaz goude bezañ kuitaet Norvegia. E Bergen e kemeras perzh e Diskouezadeg Etrebroadel ar Peskerezh, hag e Pevare Kendalc'h Etrebroadel al Loenoniezh e Cambridge e voe dilennet da Gengor Etrebroadel Anvadur al Loenoniezh[3], ma voe oberiant betek e varv. War hent an distro e weladennas meur a virdi e Norzheuropa, ma studias loened hag an doareoù d'o c'hinnig.
E 1900 e voe kaset gant ar Smithsonian Institution da Buerto Rico da studiañ stlejviled ar vro. Berraet e voe ar gefridi avat en abeg ma klañvaas ar skiantour e-pad teir sizhunvezh. Disoc'hoù an enklaskoù a voe embannet dindan an anv Herpetology of Porto Rico e 1904, a zo ur patrom hiziv an deiz c'hoazh.
Bloaz war-lerc'h e voe Leonhard Hess Stejneger kannad ar Smithsonian Institution ha Mirdioù Broadel SUA e 5vet Kendalc'h Etrebroadel al Loenoniezh e Berlin. Goude ar c'hendalc'h e labouras e mirdioù Berlin, Hamburg, Dresden ha kêrioù prusat all. Pa gemeras perzh er 6vet Kendalc'h e Bern e 1904 e tastumas bronneged, evned, stlejviled, divelfenneged, amprevaned, kresteneged, blotviled ha plant e Suis, Bro-C'hall hag Italia, da lavaret eo rann gornaouegel an Alpoù, evit o c'heñveriañ gant ar studioù a oa bet graet e Norzhamerika.
E 1905 e voe kannad ar Smithsonian e 4vet Kendalc'h Etrebroadel an Evnoniezh e London, ma voe lakaet da ezel trebad Kendalc'hioù Etrebroadel al Loenoniezh betek e varv. Tri mizvezh-pad e chomas en Europa evit studiañ ar standilhonoù stlejviled ha divelfenneged eus Japan hag eus an Antilhez a oa war ziskouez e mirdioù Bergen, Kristiania, Stockholm, København, Köln ha Hamburg.
A-hed ar bloavezh 1910 e ouestlas ar skiantour e holl amzer da gas rann ar stlejviled hag an divelfenneged d'ur savadur nevez er Smithsonian Institution. Adframmet e voe an dastumadoù ha hizivaet an dielloù koshañ, ar pezh a viras outañ a gemer perzh en 8vet Kendalc'h en Aostria.
D'ar 1añ a viz Mezheven 1911 e voe anvet da bennvirour Rann ar Vevoniezh, ouzhpenn ar c'hargoù en devoa dija ; rediet e voe neuze da grennañ war e enklaskoù skiantel abalamour da bouez al labourioù melestradurel. E 1913 evelato e c'hallas mont da Vonaco da geñver an 9vet Kendalc'h ha mont pelloc'h en e studi diwar-benn loened an Alpoù.
Bloavezhioù-pad e labouras evel kadoriad ur poellgor hag a vurutelle kement dornskrid a veze kinniget d'an Ensavadur evit an embann ; amzer a zispigne evit harpañ studierien a oa dedennet gant ar stlejviloniezh ; kement a labour ne viras ket outañ a skrivañ pennadoù – nebeutoc'h eget en amzer gent avat – diwar-benn ar stlejviled pergen, ha nebeutoc'h-nebeutañ a-zivout evned.
E 1922, hag eñ 70 vloaz, e tistroas war an dachenn en Alaska, hag en Inizi ar C'homandour adarre, diwar goulenn Maodiernezh ar C'henwerzh SUA da ensellet stad an tropelladoù Otaridae da heul an Emglev kenwerzhel etrebroadel a oa bet sinet gant SUA ha Kanada d'ar 26 a viz Genver 1911. Da heul ar veaj-se, ma voe stadet digresk ar boblañs eus 30 000 loen da 2 000 en abeg da lazhadegoù, ez eas da Japan da weladenniñ Burev ar Peskerezh e Tokyo hag Arsellva bevoniel Misaki.
Pemp bloaz diwezhatoc'h, e 1927, e voe Leonhard Hess Stejneger e Budapest da geñver 10vet Kendalc'h etrebroadel al Loenoniezh ; meur a virdi a weladennas adarre en Europa, hag aspiaouiañ a reas meur a zastumas a oa bet prestet gant ar Smithsonian Institution da skiantourien europat kent ar Brezel-bed kentañ.
E 1935 e voe ar skiantour e Kendalc'h Etrebroadel an Amprevanoniezh e Madrid, ha kerkent goude e 12vet Kendalc'h Etrebroadel al Loenoniezh e Lisboa.
E dibenn an hañv 1939 e voe e veaj diwezhañ da Europa, pa 'z eas da Norvegia evit lidañ 65vet deiz-ha-bloaz e ziplomadur e Skol-veur Kristiania, a oa bet adanvet « Skol-veur Oslo » abaoe. E-kerzh ar veaj-se e voe ivez kannad ar Smithsonian e 200vet deiz-ha-bloaz Akademiezh Roueel Sveden ar Skiantoù e Stockholm, a voe berraet en abeg da darzhadenn an Eil Brezel-bed.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan an anv Leonhard Hess Steineger
- Marc'heg Kentañ Renk en Urzh Roueel Norvegat Sant Olav, 13 a viz Here 1906.
- Komandour en hevelep Urzh, 1939.
- Ezel Peurbadus eus Midi Bergen.
Dindan an anv Leonhard Hess Stejneger
- Ezel eus Akademiezh Vroadel ar Skiantoù, 1923.
- Walker Grand Prize of One Thousand Dollars of the Boston Society of Natural History, 1923.
- Ezel eus District of Columbia Chapter of the Society of Sigma Xi, 1937.
Kevredigezhioù skiantel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niverus eo ar c'hevredigezhioù skiantel ma emezelas Leonhard Hess Stejneger, en o zouez :
- Deutsche Ornithologische Gesellschaft (Ezel-a-enor)
- Ornithologische Gesellschaft in Bayern (Ezel dre lizher)
- Oslo Academy of Science (Ezel estren)
- British Ornithologists' Union (Ezel-a-enor)
- Zoological Society of London (Ezel dre lizher)
- Peiping Natural History Society (Ezel dre lizher)
- Academy of Natural Sciences in Philadelphia (Ezel dre lizher)
- American Association for the Advancement of Science (Ezel)
- American Ornithologists' Union (Ezel emeritus)
- American Society of Ichtyologists and Herpetologists (Kadoriad 1919, kadoriad-a-enor 1931 ad vitam aeternam)
- American Society of Mammalogists (Ezel diazezer, ezel-a-enor diwezhatoc'h)
- Association of American Geographers
- Baird Ornithological Club (Kadoriad, 1925)
- Biological Society of Washington (Kadoriad 1907-1908)
- California Academy of Sciences (Ezel-a-enor)
- Washington Academy of Sciences
- Washington Biologists' Field Club (Ezel-a-enor)
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1885 : Results of Ornithological Explorations in the Commander Islands and in Kamtschatka.
- 1887 : Birds of Kauai Island, Hawaiian Archipelago / collected by Mr. Valdemar Knudsen, with description of new species.
- 1890 : Notes on a third collection of birds made in Kauai, Hawaiian Islands.
- 1895 : The Poisonous Snakes of North America.
- 1896 : The Russian Fur-Seal Islands.
- 1904 : Herpetology of Porto Rico.
- 1907 : Herpetology of Japan and Adjacent Territories hag A new Gerrhonotine Lizard from Costa Rica.
- 1908 : Three new species of lizards from the Philippine Islands.
- 1911 : A new genus and species of lizard from Florida hag A new Scincid Lizard from the Philippine Islands.
- 1913 : Results of the Yale Peruvian Expedition of 1911. Batrachians and Reptiles.
- 1917 : A Check List of North American Amphibians and Reptiles, kensinet gant Thomas Barbour.
- 1924 : A chapter in the history of zoological nomenclature.
- 1925 : Fur-seal industry of the Commander Islands: 1897-1922.
- 1927 : Identity of Hallowell's snake genera, Megalops and Aepidea.
- 1934 : The Chinese lizards of the genus Gekko.
- 1936 : Georg Wilhelm Steller, the pioneer of Alaskan natural history
Listenn glok skridoù Leonhard Hess Stejneger a gavor amañ (en).
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre m'en deus labouret Leonhard Hess Stejneger war meur a zachenn ha gant meur a skiantour meur ez eus bet anvet kalzik loened en enor dezhañ. Setu amañ al listenn anezho, gant anv o badezour etre krommelloù, a oa bet embannet e 1943[1] ; astennet eo bet dre lies dielloù ha diazoù-ditouroù.
- Amprevaned
Dasypsyllus stejnegeri (Jordan, 1929)
- Blotviled
Cerithiopsis stejnegeri (Dall, 1884) • Volutopsius callorhinus stejnegeri (Dall, 1884)
- Bronneged
Citellus stejnegeri (Allen, 1903) • Lutra stejnegeri (Goldman, 1936) • Mesoplodon stejnegeri (True, 1885) • Phoca vitulina stejnegeri (Allen, 1902)
Tachyporus stejnegeri (Blackwelder, 1936)
- Divelfenneged
Ambystoma stejnegeri (Ruthven, 1912) • Borborocoetes stejnegeri (Noble, 1924) • Bufo stejnegeri (Schmidt, 1931) • Cycloramphus stejnegeri (Noble, 1924) • Hynobius stejnegeri (Dunn, 1923)
- Evned
Akialoa stejnegeri (†) (Wilson, 1889) • Chlorodrepanis stejnegeri (Wilson, 1890) • Columba janthina stejnegeri (Kuroda, 1923) • Dendrocopos leucotos stejnegeri (Kuroda, 1921) • Hypsipetes amaurotis stejnegeri (Hartert,1907) • Melanitta deglandi stejnegeri (Ridgway, 1887) • Partis stejnegeri (Bangs, 1916) • Saxicola stejnegeri (Parrot, 1908) • Spinus xanthogastrus stejnegeri (Sharpe, 1888) • Zosterops japonicus stejnegeri (Seebohm, 1891)
Haliclystus stejnegeri (Kishinouye, 1899)
Lithobius stejnegeri (Bollman, 1893)
- Pesked
Scaphognathus stejnegeri (H. M. Smith, 1934) • Sikukia stejnegeri (H. M. Smith, 1931) • Steinegeria rubescens (Jordan & Evermann, 1887) • Stelgistrum stejnegeri (Jordan & Gilbert, 1898)
- Stlejviled
Amphisbaena stejnegeri (Ruthven, 1922) • Ancistrodon halys stejnegeri (Rendahl, 1933) • Anolis stejnegeri (Barbour, 1931) • Cnemidophorus stejnegeri (Van Denburgh, 1894) • Crotalus stejnegeri (Dunn, 1919) • Cyclura cornuta stejnegeri (Barbour & Noble, 1916) • Cyclura stejnegeri (Barbour & Noble, 1916) • • Hemidactylus stejnegeri (Ota & Hikida, 1989) • Letheobia stejnegeri (Loveridge, 1934) • Plica stejnegeri (Burt & Burt, 1930) • Pseudemys stejnegeri (Schmidt, 1928) • Pseudoxenodon stejnegeri (Barbour, 1908) • Sceloporus stejnegeri (H. M. Smith, 1942) • Sphaerodactylus stejnegeri (Cochran, 1931) • Takydromus stejnegeri (Van Denburgh, 1912) • Trachemys stejnegeri (Schmidt, 1928) • Trachemys stejnegeri stejnegeri (Barbour & Carr, 1928) • [Trachemys stejnegeri vicina]] (Barbour & Carr, 1940) • Trimeresurus stejnegeri (Schmidt, 1925) • Tropidophis stejnegeri (Grant, 1940) • Typhlops stejnegeri (Loveridge, 1931) • Uta stansburiana stejnegeri (Schmidt, 1921) • Zamenis stejnegerianus (Cope, 1895)
- Ur blantenn zo bet anvet ivez : Alopecurus stejnegeri, gant al louzawour George Vasey (1822-1893).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar-benn Leonhard Hess Stejneger
- (en) Linda Elmore & William R. Massa, Leonhard Stejneger Papers, 1867-1943, Smithsonian Institution Archives
- (en) Thomas Barbour, Leonhard Stejneger, The Auk 61/2, Ebrel 1944, pp. 201-203
- (en) Waldo Schmidt, Leonhard Stejneger, Systematic Zoology 13/4, 1964, pp. 243-249
- Luc'hskeudennoù Leonhard Stejneger war Inizi ar C'homandour
- Diwar-benn loened
- (en) (fr) International Union for the Conservation of Nature (IUCN)
- (en) The Reptile Database
- (en) Tortoise and Freshwater Turtle Specialist Group
- (fr) Avibase
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) Alexander Wetmore (1945) : Biographical Memoir of Leonhard Hess Stejneger (1851-1943), National Academy of Sciences of the U. S. A.
- ↑ (en) J. S. Kingsley (1884), The Standard Natural History, Hardpress Publishing, 2013 (ISBN 978-1-314-76799-5)
- ↑ (en) Lec'hienn an I. C. Z. N.