Inizi ar C'homandour

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Inizi ar C'homandour.

Inizi ar C'homandour, pe Inizi Komandorski (rusianeg: Командо́рские острова́, Komandorskiye ostrova) a zo ur strollad inizi lec'hiet 175 kilometr er reter da ledenez Kamtchatka e reter pellañ Rusia. Enez Bering hag Enez Medny eo an div enez vrasañ, a-hend-all ez eus pemzek enezenn disteroc'h (enezennoùigoù ha kerreg). Evit a sell ar velestradurezh ez int stag ouzh Distrig Aleutsky e Krai Kamtchakta. Evit a sell an douarouriezh ez int ar re bellañ war-du ar c'hornaoueg eus Inizi an Aleouted, met er c'hontrol eus ar braz eus ar re-mañ n'int ket perc'hennet gant ar Stadoù-Unanet, met gant Kevread Rusia.