Laouenan troc'hanik
| |||
---|---|---|---|
![]() Ul laouenan troc'hanik
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Troglodytidae | ||
Genad : | Troglodytes | ||
Anv skiantel | |||
Troglodytes troglodytes (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Al laouenan troc'hanik[1] (liester : laouenaned troc'hanik)[2], pe laouenan[3] pe laouenanig[4] hepmuiken, pe draouennig vihan[5], zo brudet da vout unan eus evned bihanañ Breizh, met n'eo ket an hini bihanañ-holl avat.
Troglodytes troglodytes eo e anv skiantel, met anvet e voe Motacilla Troglodytes (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[6] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre fazi e vez soñjet a-wechoù eo al laouenan evn bihanañ hor bro. Daoust dezhañ bezañ munut (war-dro 10 g e bouez) eo brasoc'h ha ponneroc'h eget an dreolan kabell aour hag an dreolan kabell flamm.
Pa zeu koulz an embarañ e sav ar par betek 10 neizh war e diriad, tost ouzh an douar ha kuzhet mat. Ma teu a-benn da zesachañ ur barez eo-hi an hini a zibabo unan eus an neizhoù.
Ar par laouenan ne ziskouez ket bezañ gwall zedennet gant e bloged. Klask a ra kentoc'h desachañ ur barez all.
Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bevañ a ra diwar amprevaned ha divellkeineged all dreist-holl[7].
Annez hag isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bevañ a ra er c'hoadeier gleb hag er strouezhegi stank. Divroañ a ra al laouenaned a vev d'ar rannvedoù yenañ eus Eurazia hag eus Norzhamerika. Ar re all a chom er memes lec'h e-pad ar goañv.
Ar spesad a gaver an eizh isspesad warn-ugent[8] anezhañ :
- Troglodytes troglodytes borealis, en inizi Faero,
- T. t. cypriotes, e Republik Kiprenez, eus kornôg ha kreisteiz Turkia da hanternoz Israel,
- T. t. dauricus, e gevred Siberia, biz Republik Pobl Sina, Korea ha Tsushima (mervent Japan),
- T. t. fridariensis, e Fara (kreisteiz an inizi Shetland),
- T. t. fumigatus, e kreisteiz Inizi Kouril, Sac'halin ha Japan,
- T. t. hebridensis, e Na h-Eileanan Siar nemet Hiort (er-maez da gornôg Bro-Skos),
- T. t. hirtensis, e Hiort,
- T. t. hyrcanus, e Krimea, hanternoz Turkia, Kaokaz ha hanternoz, kornôg Iran,
- T. t. idius, e hanternoz-kreiz Republik Pobl Sina,
- T. t. indigenus, en Iwerzhon ha Breizh,
- T. t. islandicus, en Island,
- T. t. juniperi, e biz Libia,
- T. t. kabylorum, e gwalarn Afrika, Balearez ha kreisteiz Spagn,
- T. t. koenigi, Korsika ha Sardigna,
- T. t. kurilensis, e hanternoz Inizi Kouril,
- T. t. mosukei, en inizi Izu,
- T. t. magrathi, e gevred Afghanistan ha kornôg Pakistan,
- T. t. neglectus, e kornôg menezioù Himalaya,
- T. t. nipalensis, e kreiz ha reter menezioù Himalaya,
- T. t. ogawae, e Yakushima ha Tanegashima (er-maez da greisteiz Japan),
- T. t. pallescens, e Ledenez Kamtchatka hag Inizi ar C'homandour,
- T. t. subpallidus, eus biz Iran da greisteiz Ouzbekistan ha gwalarn Afghanistan,
- T. t. szetschuanus, e kornôg-kreiz Republik Pobl Sina,
- T. t. taivanus, e Republik Sina,
- T. t. talifuensis, e kreisteiz Republik Pobl Sina ha biz Myanmar,
- T. t. tianschanicus, eus biz Afghanistan da menezioù kreiz Azia,
- T. t. troglodytes, el lodenn vrasañ eus kevandir Europa,
- T. t. zetlandicus, en inizi Shetland.
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un anv-tiegezh eo e Breizh.
- 'Seder evel ul laouenan(ig)', a vez lavaret
- Son al Laouenan, dastumet gant Fañch an Uhel, zo bet kanet ha sonenrollet gant Loeiz Roparz.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Troglodytes troglodytes war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Troglodytes troglodytes war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1355b.
- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa, Hor Yezh niv. 206 p. 18
- ↑ Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa, Hor Yezh niv. 206 p. 18
- ↑ Remon ar Porzh, Geriadur brezhoneg-saozneg, levrenn 2, p. 434, Mouladurioù Hor Yezh, 1989
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Troglodytes troglodytes el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Troglodytes troglodytes.