Mont d’an endalc’had

Kêr

Eus Wikipedia
Ur gêr da noz en Israel gant ur straed ledan ha skraberioù-oabl.
Ur pennad Ker zo ivez.
kêr
classification of human settlements
Iskevrennad euskêr pe kêriadenn, urban settlement Kemmañ
Renk dres dindanbourc'h Kemmañ
Studiet ganturban studies, urban history Kemmañ
Douaroniezh an danvezurban geography Kemmañ
Istorhistory of cities Kemmañ
Model itemPerm, Tokyo, Londrez, Mumbai, Buenos Aires Kemmañ
Entry in abbreviations tableг., ш., қ., с. Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E100) Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC25160 Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after cities, Category:Categories by city Kemmañ

Ur gêr[1] a zo ul lec'h annezet stank, ennañ etre un nebeud kantadoù a dud ha miliadoù pe kantmiliadoù, pe milionoù anezho. Stumm un tolpad-savadurioù he deus ur gêr. Evit ar c'hêrioù bras-tre e vez implijet ar ger-se pe ivez keoded pa ne reer ket gant metropolenn pe gant tolpad-kêrioù, ma 'z eus meur a gêr enno.

E brezhoneg, pa vez kaoz eus an tolpadoù savadurioù e Breizh, e komzer eus ur gêriadenn evit envel an tolpadoù savadurioù bihanoc'h eget ar re a weler er c'hêrioù, met un diforc'h a vez graet etre ar vourc'h (brezhoneg kozh : gwik), ur seurt kêriadenn gant an iliz-parrez enni hag ar gêr a zo dezhi un iliz-parrez pe ouzhpenn. Ar ger kevatal da vourc'h e vez klevet e galleg e meur a lec'h e Bro-C'hall, met ur ster all a zo e galleg evit ar c'hêrioù o doa gounezet gwirioù dre forzh goulenn ouzh o aotrouien er Grennamzer. Sellet ouzh Bourg-en-Bresse. Ne zepant ket an diforc'hioù etre ar poblañsoù pa vez kavet bourc'hioù o deus muioc'h a annezidi eget kêrioù bihan zo.

Roll armerzhel ha sokial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur straed e Reading (Berkshire), e Bro-Saoz.

Perzhioù pennañ ar c'herioù a zo ar perzhioù armerzhel pa vez kavet enno nebeut a dud o c'hounid an douar. Er c'hêrioù e kaver stalioù-kenwerzh e-leizh, stalioù servijoù ha stalioù greantel a bourvez labour d'an annezidi ha da du o chom tro-war-dro.
Pa chañch an oberezhioù armerzhel e c'hell mont war wel pe greskiñ pe digreskiñ ar c'hêrioù. Koulskoude, lod anezho a zo bet krouet a-gozh eus an Henamzer pellañ (keodedoù Mezopotamia), an Henamzer gresian pe roman (ar c'heodedoù gresian ha Roma gant o trevadennoù niverus), ar Grennamzer (Pondi, da skouer) ha ivez an amzerioù modern ha kempred (an Oriant, kêrioù nevez Enez-Frañs). E Amerika koulz hag en Afrika, an trevadennerezh en deus lakaet miliadoù a gêrioù nevez da vezañ savet dindan tri c'hantved.

Gerioù gant kêr enno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Evel ar c'hembraeg caer hag ar c'herneveureg ker e teu ar ger brezhonek kêr eus ar predeneg *kagro- (Geiriadur Prifysgol Cymru, vol. 1, p. 384), hag eus ur wrizienn geltiek *qag-ro pe qag-ra (hervez Joseph Loth, adkemeret gant Léon Fleuriot en e c'heriadur eus ar spisc'herioù henvrezhonek, 1964, p.93).