Koef
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur c'hoef zo ur pennwisk a veze gant ar merc'hed e Breizh hag e meur a vro all, betek kreiz an XXvet kantved. Dont a ra moarvat eus ar boned a zo bet kaeraet gant an amzer.
Dont a ra an anv eus ar ger gallek coiffe (1680 ; latin izel cofia ~550, eus ar ger germanek °kufia "tokarn"), hag a dalveze evit kement tra a vez lakaet war ar penn, un tamm evel ar boned eta.
E saozneg e lavarer bonnet, a vez troet e brezhoneg gant boned alies. Goude d'ar gerioù bezañ hañval a orin eo disheñvel o ster.
Koefoù Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koefoù a veze gwelet c'hoazh gant ar re gozh en un nebeud kornioù, Bro-Vigoudenn ha Plougastell-Daoulaz dreist-holl, er bloavezhioù 1950.
E miz Meurzh 2011 e oa poltred ar Vigoudenn goefet diwezhañ war golo ar gelaouenn Bretons Magazine niverenn 63.
Hiziv e vezont douget dreist-holl gant merc'hed ar C'helc'hioù Keltiek ha kentoc'h en hañv pa vez dibunadegoù folklorel.
-
Ur Vigoudenn e 2007
-
Bigoudenned e 2007]]
Kerne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar penn-sardin eo anv koef Douarnenez.
- Ar sparlenn eo hini Kastellin.
- Ur Vigoudenn a vez lavaret eus ur vaouez eus ar Vro-Vigoudenn e koef.
Treger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koef Treger, an doukenn, a veze douget gant ar merc'hed kozh betek dibenn ar bloavezhioù 1960.
Dibunadegoù folklorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gouelioù-Meur Kerne e Kemper
- Sant-Loup Gwengamp
- Rouedoù Glas Konk-Kerne
Koefoù er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]