Mont d’an endalc’had

Klopenn

Eus Wikipedia
Klopennoù loened (avank, askell-groc'hen… ).
Ur c'hlopenn den.

Ar c'hlopenn eo al lodenn askornek pe migornek eus ar penn, heñvelik ouzh ur voest. Perzh boutin an holl loened rummataet en takson Craniata eo. E roll pennañ eo gronnañ ha gwareziñ ar reizhiad nervel kreiz.

Gant an Osteiktied eo migornek klopenn ar rizhell hag askornek (ul lodenn anezhañ d'an nebeutañ) hini al loen deuet d'e oad.

Klopenn an den

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

22 askorn a ya d'ober klopenn un den deuet d'e oad gour. Holl eskern ar c'hlopenn (estreget askorn javed an traoñ) zo stag an eil ouzh egile gant ar mellezoù, koubloù reut anezhe na aotreont nemet fiñvoù bihan-bihan. Eizh askorn (an askorn tal, an daou askorn kitern, an askorn kilpenn, ar genneg, an daou askorn ividig, ar sileg) a ya d'ober ur voest en-dro d'an empenn. Ar pevarzek askorn all a dalc'h an dremm.

Ar c'hwec'h askornig (morzhol, annev ha stleug) er skouarn grenn hag an askorn uheñvel a dalc'h an teod n'int ket lod eus ar c'hlopenn.

Klopenn gwelet a zirak Klopenn gwelet a zirak
Klopenn gwelet a zirak
Klopenn gwelet a gostez Klopenn gwelet a gostez
Klopenn gwelet a gostez


















3D klopenn