Skoazog
Morvleiz a zegas amañ. Evit ar pesk: gwelet rinkin.
| |||
---|---|---|---|
![]()
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Cetacea | ||
Kerentiad : | Delphinidae | ||
Genad : | Orcinus | ||
Anv skiantel | |||
Orcinus orca Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar skoazog (Orcinus orca), pe bleiz-mor, pe morvleiz, a zo ur morvil dantek hag a vev en holl meurvorioù ar bed. Al loen brasañ eo er c'herentiad Delphinidae.
En em vagañ a ra diwar pesked askornek pe rinkined, morviled (balumed), hag ivez bronneged mor all (reuniged a bep seurt, morleoned, koleoù-mor...).
Ar spesad nemetañ eo er genad Orcinus.
