Kast
Kast | ||
---|---|---|
Levraoueg ar gumun hag an ti-kêr. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Cast | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Kraozon | |
Kod kumun | 29025 | |
Kod post | 29150 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Jacques Gouerou 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 532 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 41 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 44 m — brasañ 252 m | |
Gorread | 37,66 km² | |
kemmañ ![]() |
Kast a zo gumun eus Bro-Gerne, e kanton Kraozon, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eieniñ a ra ar Stêr Deir e Kast ha mont alese da Gemper.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy ː Cast, 1327, c. 1330, 1368; Castr, 1451; Castre, 1574
- Erwan Vallerie ː Cast, 1368; Castr, 1451; Cast, 1516, 1536; Castre, 1574
Gerdarzh
- Dauzat & Rostaing ː eus Kast, anv ur sant eus Iwerzhon.
- Bernard Tanguy ː Diasur eo an anv se diwar hini sant Kast, ur sant eus Iwerzhon. Gwelloc'h eo klask diwar castra ː kreñvlec'h
- Hervé Abalain ː marteze anv ur sant.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'ez eus ket, evit ar poent
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Kast, Hervé Carion, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[2].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Le Baud e anv; nac'het e voe gant Le Gall, kure[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 133 gwaz eus ar gumun, d.le. 5,40% eus ar boblañs e 1911,[4] a gollas o buhez abalamour d'ar brezel.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[5].
Hemolc'h Sant Hubert[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hemolc'h Sant Hubert zu ur monumant e mein kersanton eus ar XVIvet kantvet. Savet eo dirak iliz Kast gouestlet da Sant Jerome.
Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervez ar vojenn, Hubert oa ur chaseour o heuliañ ur c'harv e koadoù an Ardennes da Wener ar Groaz. A daol-trumm e welas ur groez etre kornioù ar c'harv hag ur vouezh a glevas o tont eus an neñv hag o laret: "Hubert, pevare e paouezi da chaseal loened er c'hoadoù hag e soñji e salvidigezh da ene? ". Ar burzhud-se a lakaae anezhañ da gemmañ kredenn. Sant-paeron ar chaseourien eo Sant Hubert.
Ar bersonajoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An dud zo gwisket gant dilhad diouzh ar Arginivezlezh.
Ar c'harv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'harv zo sonn ha lidus, gant ar groaz etre e vrankoù.
Er sevenadur keltiek, ar c'harv, anvet Cernunnos pe Kerno, an Doue kornek, zo un hanterour etre an douar, an neñv hag ar vuhez peurbadel.
Sant Hubert[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
O pediñ emañ, ur glin war an douar, e zaouarn juntet, e zaoulagad goursavet o sell ouzh an neñv.
Ar chas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dirak Sant Hubert daou gi zo o sellout ouzh ar c'harv.
Ar floc'h hag ar marc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-dreñv Sant Hubert, ar floc'h zo oc'h ober war dro ar marc'h.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Lec'hienn ar gumun
- (fr) Ti an douristed
- (br) Kast war lec'hienn Geobreizh
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 43 ha 44.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb