Kaozeadenn Implijer:Llydawr/Diell 2008

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mont' a ra? :)[kemmañ ar vammenn]

Dear Llydawr, I am wondering if you could help me translate to Breton (.br) a short version ofthis article (the first 2-3 sentences)? I am very grateful for any help you could provide in translating part of the article. :) A million thanks, Giselle "Kika" 8 Gen 2008 da 23:05 (UTC)[respont]

Demat. Evel-just, Aogust... Emañ ar wirionez ganeoc'h. Klask a rin sevel un draig (dister) a-zivout ar flandrezeg. A galon. Klaod. Kadbzh 11 Gen 2008 da 08:29 (UTC)[respont]

Lañset eo. Sellit ouzh ar pennad m.p. Divarrek on àr seurt traoù. A galon. Klaod. Kadbzh 11 Gen 2008 da 08:46 (UTC)[respont]

Demat. Graet eo bet al labour ganeoc'h... Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 19 Gen 2008 da 15:53 (UTC)[respont]

D'am soñj e plijo dit. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 04:10 (UTC)[respont]


Trugarez evit da evezhiadenn. Dres ar pezh a oa da vezañ lâret. A-du emaon ganit.--Kadwalan 30 Gen 2008 da 22:37 (UTC)[respont]


Ma kerez e lari da soñj. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 09:24 (UTC)[respont]

Eveldon emaout a-du moarvat n'eo ket trawalc'h sevel kalz a pennadoù, met ez eo pouezus kaout pennadoù a live holloueziadurel ivez war hon wikipedia. Ar rummadoù "Pennadoù eus an dibab" ha "pennadoù mat" a zo bet krouet just a-walc'h evit lakaat war well seurt pennadoù, a ra enor d'ar wikipedia brezhonek. N'eus nemet 2 pennad eus ar feson evit poent war ar wikipedia brezhonek siwazh. Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù Mec'hiko pe Go (c'hoari) ha war ar porchedoù Babel ha Egiptopedia, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Memestra, n'eus bet roet ar meneg "pennad mat" da bennad ebet c'hoazh. Daoust-hag eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù UNIX, Iran pe Alamagn pe c'hoazh war porched ar bed sinaat, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Trugarez dit en a-raok! Benoni (Kaozeadenn) 13 C'hwe 2008 da 21:58 (UTC)[respont]

Ma kerez e roi da ali war Rummad:dibennoù-ger nepreizh er wikigeriadur. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2008 da 03:04 (UTC) Ma kerez e taoli ur sell ouzh Yann ar Badezour, Toledo, Spagn :skeudenn sac'het abaoe 6 miz, ha ne gavan diskoulm ebet. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2008 da 17:51 (UTC)[respont]

en:John the Baptist (Caravaggio): kavet em eus e c'halle bezañ aesoc'h sevel pep a bennad db an 8 taolenn, rak gwall hir eo ar pennad saoznek. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2008 da 18:45 (UTC)[respont]

Bouzelloù[kemmañ ar vammenn]

Brasoc'h ma selloù evit ma bouzelloù: boulc'het em eus Emsav ar Bengaleg, ac'h ay war-raok goustad, ha Stadoù ar Stadoù-Unanet‎ : bec'h zo gant un daolenn, ma c'hallez teurel ur sell... Bianchi-Bihan 21 C'hwe 2008 da 18:03 (UTC)[respont]

Trugarekaat eus an alioù. Tro am bo d'ober diouto, gant ma oarin ober. Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2008 da 19:33 (UTC)[respont]
Marteze goul' serriñ ar gont serb? Vo ket gwall goll? Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2008 da 08:33 (UTC)[respont]

Demat. Tennañ a ran al lodenn a brezeg eus Belgia (ne gavan prouenn ebet). Klevet oa bet koulskoude an dra-se ganin gwezhall. Mont a rin en-dro da Flandrez a-benn an hañv, klask a rin àr an dachenn. A galon. Klaod. Kadbzh 3 Meu 2008 da 19:59 (UTC)[respont]

Ar c'heleier[kemmañ ar vammenn]

Demat petra eo da soñj diwar-benn se? Wikipedia:Kumuniezh/An davarn#Ledanaat ar c'heleier --Arko 4 Meu 2008 da 14:48 (UTC) E-touez an "traoù all" e c'halli menegiñ ar pennadoù db an delwennoù da Afrodite. Bianchi-Bihan 4 Meu 2008 da 22:27 (UTC)[respont]

Evezhiadennoù[kemmañ ar vammenn]

  • Skrivet ganit: Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn Mojennoù Hellaz war-raok ivez gant pennadoù diwar-benn Delwennoù Afrodite pe Gwener; hep klask pemp troad d'ar maout, ne denn ket pennadoù ar Rummad: Delwennoù Afrodite (ur 15 bennak anezho evit ar poent) d'ar mojennoù tamm ebet, pe en ur ster gwall ledan, met da istor an arz.
  • Gallout a rafes ober anv ivez eus ar rummadoù Rummad: Istor Naoned ha Rummad:Kontelezh Naoned, e-kichen istor ar Franked (Neustria, Aostrazia, ha me 'oar).
  • ... hag ober ri evel a gari.
  • Trugarekaat eus ar gentel: gras dit e ouzon degas skeudennoù a lec'h all evel un den bras bremañ. Bianchi-Bihan 11 Meu 2008 da 04:56 (UTC)[respont]

An Darvarn[kemmañ ar vammenn]

Graet Damdiwarezet ar bajenn. Neal (Kaozeal) 27 Meu 2008 da 13:14 (UTC)[respont]

Alberzh a W...[kemmañ ar vammenn]

Evel-just... N'em boa ket diwallet... Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 1 Ebr 2008 da 20:12 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ne gavan ket gwall vat ober gant "Pêr Iañ Romania", pa ne gavan roud ebet pe dost eus "Romania" er yezhoù all, a ra kentoc'h gant "Impalaeriezh latin Kergustentin" evit se. Ha ma reer gant an daou stumm "Kalifornia" ha "California" e kavjen kenkoulz ober gant "Kalifornia Izel" evit al ledenez a-bezh ha gant ar stummoù spagnolek melestradurel "Baja California" ha "Baja California Sur" evit an div stad zo eno. Setu ma soñj, da c'hortoz soñjoù all. --Llydawr 21 Ebr 2008 da 20:49 (UTC)[respont]

Pa droan, pe pa glaskan ober, ne brederian ket kalz, ha ne vezan ket o klask nag o furchal: marteze eo mat, marteze fall, Romania am eus kavet er skrid troet, kentañ gweled din, n'anavezan ket istor ar broioù-se;
Evit Kalifornia e ouzon ez eus un draen, met eveldout ne garfen ket treiñ e brezhoneg anv an div stad. Kalifornia Izel evit al ledenez zo mat din. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2008 da 21:44 (UTC)[respont]

Dizoloadenn[kemmañ ar vammenn]

Emaon o paouez dizoleiñ ur rummad:heñvelstummoù (!!) e-kichen ar rummad: digejañ: daou sac'h ma vez laket n'eus forzh petra, hag arru gwall garget. Soñjet em em boa en ur rummad: heñvelanvioù tud (ha lec'hioù, ha me oar). Petra a soñjez? Bianchi-Bihan 21 Ebr 2008 da 21:59 (UTC) Ar Rummad: Heñvelstummoù a seblant bezañ kenlod gant ar patrom : digejañ[respont]


Troidigezhioù[kemmañ ar vammenn]

Salud. Bianchi-Bihan en deus lavaret din mont e darempred ganit a-fet treiñ "constructivisme" (war dachenn an arzoù) ha "fonctionnalisme" e brezhoneg. An Ofis a ginnig "savadurelouriezh" evit "constructivisme", "sevelouriezh" a zo bet kinniget din gant Bianchi. Kement kinnig a vo degemeret mat. Trugarez.

--Ex-Smith 29 Mae 2008 da 10:17 (UTC)[respont]

un tamm mat re a rummadoù-yezhoù zo er bajenn Azginivelezh arzel a gavan. Bianchi-Bihan 6 Mez 2008 da 13:51 (UTC)[respont]


Mitte / Bezirk[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ha trugarez evit da evezhiadennoù. Evit a sell ouzh "Bezirk" ne ouien ket re, a-benn ar fin em eus graet evel er wiki saoznek. Er wiki brezhonek ez eus daou bennad : unan diwar-benn an arondisamant (Mitte) hag unan all diwar-benn ar c'harter (Mitte). Heñvel an traoù evit a sell ouzh Pankow / Pankow ha Lichtenberg / Lichtenberg. Dedennus da ginnig evit a sell ouzh ar Reichstag. A-hend-all em eus merzet e rae tud zo gant ar ger Saksonia, boas on da implijout Saks evel er pennad diwar-benn Bautzen. Gwelout a ran ivez e vez implijet Lusasia, betek-henn ec'h implijen Luzasia, diwar ali ur mignon din kelenner alamaneg e Diwan (heñvel evit a sell ouzh Saksonia / Saks). A-fet doujañ ouzh an Istor ez eo amresis lavarout : impalariezh santel german. En alamaneg e lavaer Heiliges Römisches Reich Deutscher Nation (impalariezh santel roman a vroadelezh alaman) : resisoc'h eo, rak n'eus liamm ebet etre an impalariezh-se hag ar c'hermaned. Ma! Peadra da brederiañ. Ken vi lennet. --Ex-Smith 7 Mez 2008 da 16:55 (UTC)[respont]


Kenteuziñ, brehzonekaat pe?[kemmañ ar vammenn]

Salud. O paouez merzout daou bennad emaon : Arzoù ar gweled hag Arzoù ar Gweled (unan eus an tachennoù a zedenn ac'hanon eo). Marteze e c'hallfec'h kenteuziñ anezho? Pe nullañ an eil zoken? Ken vioc'h lennet. --Ex-Smith 11 Mez 2008 da 21:40 (UTC)[respont]


Kavet em eus Maen-ha-Liger. Pelec'h e kaver roud eus Maen? Bianchi-Bihan 12 Mez 2008 da 08:19 (UTC)[respont]

Un ali m.p.[kemmañ ar vammenn]

  • Karjakin, Sergey M Federation Ukraine FIDE title Grand Master Current rating: 2732 B-Year 1990
  • Karjakin, Sergei M Federation Estonia FIDE title None Current rating: 2189 B-Year 1964

Savet 'vo bep a fichenn, penaos treuzskrivañ an anv-bihan? Evit dispartiañ e rin gant an anv-bro...

Trugarez en a-raok.

A galon.

Klaod.

Trugarekaat[kemmañ ar vammenn]

...eus ar sikour gant ar patrom . Kollet ma fater ganin. Bianchi-Bihan 18 Mez 2008 da 22:18 (UTC)[respont]


Arzoù ar gweled[kemmañ ar vammenn]

Salud. Din-me eo didalvez ar pennad Arzoù ar Gweled (a-fet yezh hag a-fet danvez), da ziverkañ zoken. Trawalc'h a zo gant Arzoù ar gweled. Gwelet em eus ez ae war-raok ar preder diwar-benn an Impalaeriezh Santel Roman. An den a sav pennadoù (gant fazioù ha diglok) diwar-benn David Bowie ha sonioù bro saoz a implij danvez savet ganin, n'ouzon ket piv eo na penaos en deus o c'havet. Bruderezh (ha fazioù c'hoazh) a zegemerer? Sell ouzh :Siian. Kentañ tro. --Ex-Smith 20 Mez 2008 da 21:34 (UTC)[respont]

Nozvat. Kudenn ebet. Kavet oa bet an dra-sen ganin en ur pennad bennak. Kemmet 'vo, èl-rezon. A galon. Klaod. Kadbzh 6 Eos 2008 da 20:43 (UTC)[respont]

Trugarez...[kemmañ ar vammenn]

Ne oa ket evit kaout meuleudi e klasken sachañ da evezh, met evit ma c'hallfes e greskiñ pa gari. A galon. Bianchi-Bihan 16 Eos 2008 da 12:23 (UTC)[respont]

Kontelezhioù Kembre[kemmañ ar vammenn]

Marteze, peogwir eo ganit emañ an alc'hwezioù, e c'halli ober anv, er pennad-hont a zo dindan brenn, eus ar pennadoù db kontelezhioù Kembre, boulc'het mat. A-hend-all ez eus pennadoù dereat db laezh-ribot, kaoc'h, Regina Coeli, elligafañ pe Listennad lavaredoù latin, graet pe kresket e-pad an hañv. Bianchi-Bihan 26 Eos 2008 da 11:53 (UTC)[respont]

Petra zo ?[kemmañ ar vammenn]

N'ouzon ket perak n'aket en-dro ar patrom e Llívia‎. A galon. Bianchi-Bihan 29 Eos 2008 da 18:31 (UTC)[respont]

Memes kudenn gant Trefaldwyn. Renket an afer, a gredan , gant Zacatecas. Bianchi-Bihan 9 Gwe 2008 da 17:13 (UTC)[respont]

N'ouzon ket penaos eo bet savet ar patromoù, met meur a si zo. Er pennadoù San José / Belen, Belém (hag un toullad re all) ne vez ket gwelet bannieloù ar broioù. Unan eus ar sioù (meur a hini all zo) eo ez eus meskaj gant patromoù broioù en-eeun, ha patromoù bannieloù broioù. Marteze e vije ret ober un tamm labour a stroll dindan renerezh unan hag a gompren udb er mont en-dro-se: me ne ran gour. Neuze , da c'hortoz, e laoskin an traoù evel m'emaint, ha sklabez zo. Bianchi-Bihan 19 Gwe 2008 da 17:46 (UTC)[respont]

Ober a rafen, am eus graet tu bennak amañ a gav din, gant konkistadored ken dinec'h ha tra. Bianchi-Bihan 25 Gwe 2008 da 01:44 (UTC) Petra 'soñjez eus Aberplymm? N'on ket enep, gant ma vo Aberplim. Bianchi-Bihan 26 Gwe 2008 da 17:57 (UTC)[respont]
Tud zo a ra gant Kowboy (e-lec'h kawboy) neuze n'eo ket sotoc'h (na finoc'h) konkistador.Bianchi-Bihan 27 Gwe 2008 da 20:53 (UTC)[respont]

Un dra bennak a zo a-dreuz gantPatrom: Antilhez Nederlandat. Ma komprenez udb. Bianchi-Bihan 29 Gwe 2008 da 17:59 (UTC) Meskaj etre patrom ha rummad eus ma ferzh. Renket eo. Bianchi-Bihan 29 Gwe 2008 da 18:15 (UTC)[respont]

Demat D'an nebeutañ ez eus ul lenner aketus... Trugarez. An div gumun-se a gaver er roll Gemeenten in de Franse Westhoek (arrondissement Duinkerke) Armboutskappel | Arneke | Bambeke | Bavinkhove | Belle | Berten | Bieren | Bissezele | Blaringem | Boeschepe | Boezegem | Bollezele | Borre | Brayduinen | Broekburg | Broekkerke | Broksele | Buisscheure | Drinkam | Duinkerke | Ebblingem | Eke | Ekelsbeke | Eringem | Fort-Mardijk | Gijvelde | Godewaarsvelde | Grevelingen | Groot-Fort-Filips | Groot-Sinten | Hardefoort | Haverskerke | Hazebroek | Herzele | Holke | Hondegem | Hondschote | Hooimille | Houtkerke | Kaaster | Kapelle | Kapellebroek | Kassel | Killem | Koudekerke | Kraaiwijk | Krochte | Kwaadieper | La Gorgue | Lederzele | Ledringem | Leffrinkhoeke | Linde | Loberge | Loon | Meregem | Merkegem | Merris | Meteren | Millam | Moerbeke | De Moeren | Niepkerke | Nieuw-Berkijn | Nieuw-Koudekerke | Nieuwerleet | Noordpene | Ochtezele | Okselare | Oostkappel | Oud-Berkijn | Oudezele | Pitgam | Pradeels | Rekspoede | Rubroek | Ruisscheure | Sint-Janskappel | Sint-Joris | Sint-Mariakappel | Sint-Momelijn | Sint-Pietersbroek | Sint-Pols | Sint-Silvesterkappel | Sint-Winoksbergen | Soks | Spijker | Stapel | Steenbeke | Steenvoorde | Steenwerk | Stegers | Stene | Strazele | Terdegem | Tetegem | Tienen | Uksem | Vleteren | Volkerinkhove | Waalskappel | Warrem | Waten | Wemaarskappel | Westkappel | Wilder | Winnezele | Wormhout | Wulverdinge | Zegerskappel | Zerkel | Zermezele | Zoeterstee | Zuidkote | Zuidpene Klask a ran un tamm sklêrijenn. A galon. Klaod.

Setu aze an displegadenn am boa roet da Fulup : Brezhonekaat ar skeudennoù.

Aesoc'h ha gwelloc'h eo ober gant skeudennoù SVG a c'heller kemmañ o zestennoù gant Inkscape da skouer (digoust eo).

--Yun (kaozeal) 2 Her 2008 da 04:13 (UTC)[respont]

Ma oarez peseurt skridoù zo bet lakaet e brezhoneg ouzhpenn ar Pevar skourr, e c'hallfes lakaat er pennad? Unan bennak e Gwalarn, met n'ouzon ket pere. N'eus ket ur roll eus skridoù Gwalarn ? Bianchi-Bihan 12 Her 2008 da 17:58 (UTC)[respont]

Trugarekaat. N'anaven ket embannadur Mouladurioù Hor Yezh. Bianchi-Bihan 15 Her 2008 da 01:24 (UTC)[respont]

D'am soñj n'eo ket ur vezh gwelout an niver a bennadoù er Rummad:Inizi Breizh. Bianchi-Bihan 12 Her 2008 da 18:02 (UTC). Un tamm patrom zo, da glokaat. Bianchi-Bihan 12 Her 2008 da 18:20 (UTC)[respont]

Evel-just, Aogust. Ez an da reizhañ. Bianchi-Bihan 15 Her 2008 da 01:27 (UTC)[respont]

Salud, ne gomprenan ket abalamour da betra ne zeu ket ar skeudenn war wel : The Wedding Present. --Ex-Smith 15 Her 2008 da 11:10 (UTC)[respont]

Ma! Trugarez memestra! Ar memes kudenn am eus bet gant ur skeudenn diwar-benn Tel Aviv, ha koulskoude e weler anezhi war ar pennad saoznek. Heñvel evit The Wedding Present, ar skeudenn a zeu war wel er pennad saoznek. An div skeudenn am boa eilet war ar servijer koulskoude. --Ex-Smith 15 Her 2008 da 17:00 (UTC)[respont]

Gwelet em eus : Proviñs Utrecht‎; 15:34 . . (+32) . . Llydawr (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Utrecht (proviñs)). O vont d'ober ar c'hemm kontrol e oan. A galon. Bianchi-Bihan 24 Her 2008 da 15:42 (UTC) Un doare eo ober evel ar yezhoù all: Utrecht (proviñs) . Techet e vijen d'ober evel ma lavarer, neuze Proviñs Utrecht. Ouzhpenn e vez graet evel-se evit Proviñs Catania hag en italianeg pa gomzer eus it:Province de Catania. Goude se ez eus kontelezhioù ha rouantelezhioù evel Kontelezh Gwynedd, Rouantelezh Powys, ha me 'oar. Met petra 'vern a-benn ar fin? Bianchi-Bihan 24 Her 2008 da 16:03 (UTC)[respont]

Ur pennad Kapelle zo amañ, hag unan un tamm disheñvel e nederlandeg: nl:Kapelle. Bianchi-Bihan 24 Her 2008 da 17:57 (UTC)[respont]

Liamm a-dreuz[kemmañ ar vammenn]

Salud. marteze e kompreni perak e teu un "r" war al laimm diavaez war ar bajenn : Dark Horse Comics. Ken vi lennet.--Ex-Smith 31 Her 2008 da 20:40 (UTC)[respont]

Demat. OK. A galon. Klaod.Kadbzh 3 Du 2008 da 17:34 (UTC)[respont]


Friz ha Kemperle[kemmañ ar vammenn]

Goût 'oarfes lakaat da vont en-dro al liamm etre anat, er wikigeriadur ha La Destruction de Jérusalem? Diolch. Bianchi-Bihan 13 Du 2008 da 02:45 (UTC) Aze 'mañ: anat. Diolc'h. Bianchi-Bihan 14 Du 2008 da 17:18 (UTC)[respont]

11 a viz Du[kemmañ ar vammenn]

War ar bajenn degemer : e kalz broioù e lider an arsav-brezel a lakaas un termen d'ar Brezel bed kentañ e 1918.
Ne vefe ket reizhoc'h ar stumm-gouzañv? >> ...eo lidet... --Arko 17 Du 2008 da 13:57 (UTC)[respont]

Salut!! Je viens du Wiki gallois. Comment est-ce que vous parlez le gallois si vous habitez en France? Où est-ce que vous l'avez appris? Votre gallois est très bon pour quelqu'un qui n'habite pas au Pays de Galles ou Patagonie!! Merci. 86.27.37.159 21 Du 2008 da 10:37 (UTC)[respont]

E Kembre n'o deus ket klevet komz eus Breizh? Bianchi-Bihan 21 Du 2008 da 14:56 (UTC)[respont]
Mae'r Gymraeg a Llydaweg yn ddwy iaith hollol wahanol bellach ac felly nad ydwyf yn deall eich neges.
Le Gallois et le Breton sont complètement differents maintenant donc je ne comprends pas votre message. Je veux apprendre le Breton bien que je puisse pas trouver un prof - ce sera impossible de l'apprendre sans un prof! 86.27.35.35 26 Du 2008 da 19:07 (UTC)[respont]
Pwy ydych chi ? Ble gallaf i ateb ? --Llydawr 26 Du 2008 da 21:27 (UTC)[respont]
Fallai rydych yn siarad cymraeg yn Lloegr, drws nesa i Gymru, ac fallai rydyn yn Llydaw, drws nesa i Ffrainc. 193.52.64.243 28 Du 2008 da 09:20 (UTC)[respont]
Rhaid cysylltu a'r Gymdeithas Cymru Llydaw. Mae'n trefnu cyrsau yn Gwlad y Gân. Cymdeithas Cymru-Llydaw. - Bianchi-Bihan 28 Du 2008 da 18:52 (UTC)[respont]

Keleier war ar bajenn Degemer[kemmañ ar vammenn]

Kinnig a ran diverkañ ar c'heleier diwar-benn ar Strollad sokialour gall. N'eo ket holloueziadurel tamm-ebet, met gall-tre, ha dizudi. N'eo ket war ar bajenn wikipedia gallek zoken... --Arko 27 Du 2008 da 11:32 (UTC)[respont]

Trugarez dit, emaon o vont da nevesaat ar c'heleier forzh penaos. --Arko 28 Du 2008 da 09:05 (UTC)[respont]

Trugarekaat.
Ma c'hallez reiñ da ali. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3APajenno%C3%B9_da_nulla%C3%B1&diff=417097&oldid=414773 Bianchi-Bihan 29 Du 2008 da 07:57 (UTC)[respont]

Me' soñj din e c'hallez mont e darempred gant Diwan ha goulenn ganto kaout skeudennoù.--Ex-Smith 29 Du 2008 da 09:45 (UTC) Teir skeudenn am eus ouzhpennet, ha hini ar chekenn roet da zDiwan goude ar Redadeg.--Ex-Smith 29 Du 2008 da 10:24 (UTC)[respont]

Hallo. Aet on re vuan hag all, trugarez da ziverkañ ar pennad Rann SS Totenkopf, an hini anvet 3de Rann SS Totenkopf eo an hini da virout. --Ex-Smith 2 Kzu 2008 da 20:35 (UTC)[respont]

Salud. Ur wech ouzhpenn e teu un "r" droch e dibenn al liamm diavaez [[3]] ha ne zeuan ket a-benn d'e ziverkañ. Kontañ a ran neuze war da varregezhioù evit hen ober. Trugarez vras. --Ex-Smith 7 Kzu 2008 da 13:27 (UTC)[respont]

Ya gwir eo em eus tapet ar frazenn-se diwar ar wiki gallek ha n'em eus ket gwiriet ha gwir e oa pe get. Diverk, gwelloc'h eo.--Ex-Smith 13 Kzu 2008 da 09:32 (UTC)[respont]

+ Salud dit ! 1) Marteze ne vefe ket falloc'h ober anv eus trede eskob Teurgn dindan an anv latin Martinus, evel ma'c'h eus graet gant Gratianus, kentoc'h eget dindan an titl Marzhin. Hag implijout ar stumm brezhonek evit ur bajenn digejañ da adkas al lennerien war-zu pennadoù all (an anv-bihan, tud anvet Marzhin...), war skouer fr:Martin.

Mat-tre. Graet e vo.

+ 2) Gwelet em eus ez poa cheñchet an titl Su Tirol ha lakaet Südtirol en e lec'h. Me ne gaven ket abeg e Su Tirol. N'eo na gwashoc'h na gwelloc'h eget Su Italia pe Norzh Alamagn.

A gavan abeg enne. Met luziet eo an afer.

Ha lakaat a ra anat ez eo liammet gant Tirol. Kavout a ra din e vefe bet mat gortoz un tamm, forzh penaos, etre ar mare ma'c'h eus lakaet un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal hag ar mare ma'c'h eus cheñchet an titl. N'eus bet nemet un nebeud eurvezhioù etre an daou, hag e-pad an noz ouzhpenn ! Seurt doareoù a veze implijet gwechall gant tud all, met n'eo ket dav dit kemer skouer warno ;-) --Llydawr 18 Kzu 2008 da 22:50 (UTC)[respont]

Gra a gari. Ne garfen ket heuliañ ar skouerioù fall-se. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2008 da 04:10 (UTC)[respont]

Goulennoù[kemmañ ar vammenn]