Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Sofouriezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sofour a ve koulz brezhoneg ha sofisted. Lakaomp. Biskoazh ne'm eus lennet sofour neblec'h. E pelec'h e lenner se mar plij? Gant Fañch Kerrain avat e lenner Sofisted e "Kelennadurezh Platon hag ar Sofisted", Al Liamm Nnn 308 p. 302 -317 (displeg a ra choaz ar ger-se gantañ, p. 315). Gwell e vefe ober gant ar ger testeniekaet. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 17:25 (UTC)[respont]

Ma fell dit berzañ sofour, setu gerioù all a c'halli berzañ

[kemmañ ar vammenn]
  • Ma ne fell dit degemer er wikipedia nemet ar gerioù az po lennet tu bennak e vo ret dit diskar un toullad pennadoù ar rummad Rummad: Revelezh hag ar pennadoù Amrevelezh Androfiliezh Arallrevelezh Arallrevouriezh Arallrevreoladouriezh. Poellek evel ma'z out e stagi ganti diouzhtu, kouda?
  • Ur ger testeniekaet ur wech ne c'hall ket bezañ lakaet da reolenn.
  • Sofour a oa testeniekaet er wikipedia-mañ e 2005 e skrid Rogel.
  • Klotañ a ra gant an doare da sevel gerioù e brezhoneg, hag implijet eo er pennadoù emaon o paouez menegiñ.
  • An dibenn "ist" n'eo ket degemeret e brezhoneg. Arallrevour n'eo ket arallrevist.
  • Ar gerioù a skrivez emzav ha personnel n'int ket testeniekaet e peurunvan. Ha koulskoude e hadez anezho un tamm e pep lec'h amañ. Ar reolennoù n'int ket graet evit an holl?

Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 08:36 (UTC)[respont]

Kontant e vefen da zegemer ar ger sofour(iezh) met plijet e vefen ivez gouzout eus pelec'h e teu. Ne'm eus tra a-enep krouiñ gerioù pa n'eus ket tamm c'hoazh. Krouiñ gerioù hon-unan pa vez implijet re all c'hoazh zo un dra all. da'm soñj n'eo ket d'ar wikipedia d'ober an dra-se. Evel ma skrive Llydawr e vefe poent degemer ar brezhoneg evel m'emañ hep klask gwellaat an traoù a zo dija bep tro hervez hor soñj (pezh ne dalvez ket chom hep e glokaat!).
Pa welan ez eo digemeret ar ger war ur gelaouenn lennegel evel Al Liamm ha choazet gant ur arbennigour war ar brederouriezh evel Fañch Kerrain ne'n devez ket aon rak ober gant gerioù goveliet a-nevez kennebeut, pa welan e tispleg e-unan choaz ar ger-se, e kav din n'eus ket da sellout a-dost outañ. Ne glaskin ket ober roll ar gerioù amprestet digant ar galleg. Re a zo.
Trugarez evit da evezhiadennoù a-fed reizhskrivadur. Arabat termal ma kavez re all. Difazi anezhe hardizh ha plijet e vin atav pa roi din da c'hoût. --Kadwalan 31 Gen 2008 da 10:13 (UTC)[respont]
An dibennoù brezhonek (-our, -ouriezh, ha re all) zo graet evit bezañ implijet. E-barzh sofouriezh kement evel e-barzh Arallrevouriezh. Ha ma ne vije ket an dibab gwellañ, e c'halljemp kaozeal, met gant arguzennoù, ha n'eo ket UN implij (abegus marteze), savet war an dibenn ist ha n'eo ket degemeret e brezhoneg peurunvan.
Difaziañ a ran pezh a garan. Ha klask a ran chom hep lakaat ma dibaboù personel e-lec'h dibaboù ar re all pa ne vez fazi ebet. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 10:39 (UTC)[respont]
N'on ket chalet gant "sofist", met ar ger "sofism" na gendrec'h ket ac'hanon. Techet e vefen eta ober gant "sofour" ha "sofouriezh", evit abegoù yezh ha n'eo ket prederouriezh. Benoni (Kaozeadenn) 31 Gen 2008 da 13:56 (UTC)[respont]
Evel merour ne vo ket serret da gont dit ma'z ez da adlakaat sofour en holl bennadoù c'hwennet gant Kadwallan dec'h. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 14:11 (UTC)[respont]
Pe sofistouriezh. --Kadwalan 1 C'hwe 2008 da 10:51 (UTC)[respont]
A-du gant Benoni ha B-B. N'on ket gwall kendrec'het gant an dibenn gallek "-ist/-ism" (pe "-izm"??) e brezhoneg (na gant "-ji" e lec'h -iezh, d.s. "jeoloji" h.a.). Ne welan abeg ebet evit chom hep ober gant an dibenn reizh "-our(iezh)" daoust d'ar pezh a c'helelr kavout e levrioù embannet gant TES, Emgleo Breiz, Skol Vreizh pe me 'oar me. --Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 12:15 (UTC)[respont]
Mard eo ret dilostañ ar babu e vo ret din resisaat n'eus ken Benoni a gement en deus komzet eus "Sofism" amañ ! --Kadwalan 1 C'hwe 2008 da 12:48 (UTC)[respont]
Ya da, met n'eo ket ret bezañ diloster-babu evit gouzout eo stag sofist ha sofism, ha war-bouez o lost, pan eo lostgerioù eo ist hag ism. Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2008 da 13:17 (UTC)[respont]
Bon, mat an traoù neuze? Un ali sklaer a zo a berzh ar gumuniezh evit degemer ar c'houblad sofour/sofouriezh ha n'eo ket sofist/sofism? Benoni (Kaozeadenn) 1 C'hwe 2008 da 22:24 (UTC)[respont]
Soñj sklaer ar gumuniezh (4 den siwazh!) ha ma hini ivez eo chom hep ober gant sofism. Ma soñj 'vefe ober gant ar gerioù sofist ('giz ma kaver e brezhoneg, lenn uheloc'h) ha gant sofistouriezh pa n'eus roud ebet eus un dra all el levrioù. Sofour n'o ket testeniekaet ha ne zouj ket ouzh ar wrizienn sofos a gaver er yezhoù all : ca:Sofisma, cs:Sofisté, da:Sofisme, de:Sophistik, en:Sophism, eo:Sofismo, es:Sofisma, fi:Sofismi, gl:Sofistas, he:סופיזם , hu:Szofizmus, it:Sofistica, ja:ソフィスト, ko:소피스트, la:Sophistae, lt:Sofizmas, lv:Sofisms, [mk:Софизам, nl:Sofistiek, pl:Sofiści, pt:Sofisma, sk:Sofisti, sv:Sofister. "Sofis-" zo ur wrizienn etrebroadel, er yezhoù indez-european d'an nebeutañ abalamour ma teu eus ar gresianeg dre al latin.
Tu a vefe ivez d'ober gant sofist(ed) (testeniekaet) da bennger e-lec'h sofouriezh pe sofistouriezh da c'hortoz re all da skrivañ diwar ar c'hraf-se ha dimp neuze da heuliañ ar c'hiz.--Kadwalan 2 C'hwe 2008 da 09:48 (UTC)[respont]
Krog ur gaoz, ha se n'eo ket fall. Ne gomprenan ket perak ne fell ket da dud zo kregiñ dre ar penn mat.
Gallout a rafes bezañ tremenet hep da vrezel embann, hep serriñ ur gont evit gallout kemm. Gortoz a c'halles klozadur ar gaoz.
N'eo ket ur wennili a ra an hañv, nag ur pennad a ra un dibab da viken, rak a-hend-all e rafes gant boutinouriezh, diwar skouer Vallée. Bianchi-Bihan 2 C'hwe 2008 da 11:07 (UTC)[respont]
Klask a rez pentañ lern diwar-goust ma brud merour : o lakaat da grediñ em eus serret da gont da zegas kemmoù a felle din, o lakaat da grediñ em eus renet-me ur brezel embann. Dre ma n'eo ket ar wezh kentañ (ar sizhun dremen dija) ha ma oa bet stanket ouzh da gont abalamour da gaozioù heñvel dija, e stankan adarre ouzh da gont. 3 devezh an taol-mañ --Kadwalan 5 C'hwe 2008 da 08:59 (UTC)[respont]
Pep hini a c'hallo ober e soñj o welout istor ar pennad.
Hervez reolennoù wikipedia (wikipedia: politikerezh stankañ) eo difennet groñs da ur merour stakañ kont unan bennak pa vez dizemglev diwar-benn ur pennad. Pep hini a c'hallo ober e soñj ur wech ouzhpenn. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2008 da 10:10 (UTC)[respont]


Reizhadenn

[kemmañ ar vammenn]

Hag eveljust e vo reizhet e kannadig ar verourien istor ar brezelig-se, dezrevellet en e hed, hag en un doare neptuoc'h. Bianchi-Bihan 2 C'hwe 2008 da 04:19 (UTC)[respont]

Kinnigoù all

[kemmañ ar vammenn]

Ret eo lavarout n'eu ket kement-se a urzh en an anvioù-se, pa seller ouzh geriadur RH:

  • evit an dud, en un tu e kaver
    • kristen, protestant,
    • -ek: ekumenek, sadek (met marteze n'eo ket ur gelennadurezh!)
    • -ist: jezuist
    • -our: faskour, jansenour, marksour, naziour, stalinour, stoikour, trotskiour (a zo gwell eget trotskour a glever peurvuiañ, trotsk/our, diwar batrom ar ger gallek trotsk/iste)
      • si ar gerioù-se eo, evel a ouzer, gwelout un implij kontrol d'ar yezhadur gant traoù evel "stollad komunour";
    • boudaad, dizouead, epikurad, hindouad (n'emañ ket, met hindouat zo), islamad, luterad, muzulmad, pitagorad, reizhkelennad, Sadukead ("S"!), sintoad, sionad, sokratad,
      • perzh mat ar gerioù-se eo gallout bezañ war un dro anv-gwan (-at) hervez boaz ar yezh
  • evit ar gelennadurezh
    • -egezh: boudaegezh, dizoueegezh, ekumenegezh, epikuregezh, faskegezh, hindouegezh, islamegezh, jansenegezh, jezuistegezh, komunegezh, luteregezh, naziegezh, pitagoregezh, sadukeegezh, sintoegezh, sionegezh, spinozegezh, spiritegezh, stalinegezh, stoikegezh, trotskiegezh (d'am soñj e vez laret trotskouriezh peurvuiañ, ha dre fazi a gavan), an dibenn-ger a gaver ar muiañ eta
      • ne gomprenan ket penaos e c'hall klotañ gant an dibenn -ad, e-lec'h an dibenn -eg, evel e-barzh speredeg, speredegezh, kouda;
    • -anegezh : muzulmanegezh (a yafe gant muzulman, ha n'emañ ket, pa vije gwelloc'h muzulmegezh d'am soñj).
    • -iezh : kristeniezh, protestantiezh, simoniezh, sodomiezh,
      • -ouriezh: marksouriezh ha faskouriezh (kempoell gant marksour ha faskour),
        • si ar gerioù-se am eus meneget uheloc'h
        • liv ebet eus komunouriezh, leninouriezh, stalinouriezh, na maoouriezh, implijet kenañ e meteier zo
    • -erezh: reizhkelennerezh


Dalc'homp gant ar studi, ma'z eo permetet en un holloueziadur.

Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2008 da 10:10 (UTC)[respont]

A-du ganit penn-da-benn. Hag a-du e vefes gant gallout adwelet an amreizhderioù a zo da gavout e geriadur R.H.? Diouzh ma zu ne gomprenan ket perak e rankfer kenderc'hel da implijout stummoù savet fall (mar bezont) war digarez eo ar re se a vez implijet gant Diwan ha/pe TES (abalamour ma vezont kavet evel-hen e geriadur R.H. ha bet ijinet gantañ alies a-walc'h moarvat, d.l.e n'eus ket stummoù hengounel anezhe e gwirionez) kentoc'h evit klask o reizhañ ha gwellaat mammennoù treminadurel ar yezh.

Ur skouer: direizh eo ar stumm "muzulmad" (liester "muzulmiz") d'am soñj rak merk un orin lec'hel eo al listger "-ad" (d.s. "Breizh" > "Breizhad") ha n'eo ket ul elc'h "Muzulm(-an)"... gwell ober neuze gant "muzulman" pe ur stumm all d'am soñj ha gant "islam" pe "islam+lostger" ne vern (diwar an hevelep gwrizienn deirc'hensonennel arabek S-L-M) evit ar relijion. Ur skouer all tennet diwar ar spagnoleg evit diswel pesuert kudennoù a c'hell sevel diwar ar fd ma reer gant ar pezh a gaver er geriadurioù (faziet a-wezhoù) kentoc'h evit lakaat ar poell da dalvezout: nevez-klevet ganin o sellaou ouzh ar skingomz e oa bet herzhet nevez 'zo "spontourion isalamour" e Barcelona (pa'm bez soñj mat), en o zouez Pakistaniz ha "hindúes" (sic.!), rak hervez geriadur brasañ ar spagnoleg (hag hini ar galizeg da heul, evel-justt) ec'h eo "hindú" an anv-gwan a glot gant tud genidik eus India. Biskoazh kemendall- spontourion islamour -hindoueger!!! Neal (Kaozeal) 9 C'hwe 2008 da 10:45 (UTC)[respont]

An dibenn ad en deus meur a ster: gwerennad, Breizhad, bazhad, skouarnad, kadoriad, neuze n'on ket spontet gant muzulmad. Met ne garfen ket gwelout gerioù evel muzulmanad ( pe amerikanad, elzasianad (an + ad) klevet ganin meur a wech : brizhvrezhonekadur ar stumm gallek n'eo ken. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 02:34 (UTC)[respont]
goût mat a ran en deus an dibenn -ad meur (daou pe tri?) ster: merk al lec'h en o zouez (d.s. "Breizhad", liester "-iz") meneget a-us hag ivez ar pezh/kementad a vez/a c'hell bezañ dalc'het en/gant un dra bennak (d.e. "kadoriad", lies. -"idi", "bazhad", lies. -où"). Ar pezh ne welan ket sklaer avat e gant pe ster an dibenn-mañ e c'hellfe klotaat an (treuz)implij er stumm savet fall hervezan) "muzulmad", rak ne welan degouezh all ebet ma vez implijet an dibenn-se en un doare reizh pe ingal evit merkañ unan a sav a-du gant ur gredenn resis bennak... Ne ra forzh, ur skouer ne oa ken, ha mar plij dit pe get e rankan adlâret ec'h on a-du ganit dre vras evot a sell ouzh foñs ar gudenn-mañ, daoust ha ma c'hell kavout gwell pe get kinnigoù terminadurel resis war tachenn pe dachenn, evel-just.

Sofouriezh ha sof(ia)egezh

[kemmañ ar vammenn]
An dibenn -ad a vo sklaeret er Wikigeriadur pa'm bo amzer.
Dibab sofouriezh ne oa ket un dibab relijiel ganin, met un dibab graet evit gallout sevel ur pennad, a c'hall bezañ kemmet diwar emglev, evel pep tra. Ma n'eo ket sofour/sofouriezh, e vo ret dibab sofad/sofegezh moarvat, met n'eus ket mall.
Doareoù kemm zo a zo difennet groñs hervez ur mellad reolenn, hag a vez aotreet amañ d'ar re a zo anv anezho er mellad en-eeun. Wikipedia: politikerezh stankañ: Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h war un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante. Ha n'eus forzh pegen direizh e ve an arguzennoù, re Lucius Iañ pe sofist, en em glev atav ar verourien evit un dra da vihanañ: stankañ ur gont.
Trugarekadennoù d'an nebeud mouezhioù a lavar eo direizh, Rogel ha Llydawr. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 09:18 (UTC)[respont]

Evidon-me e vije poellekoc'h ober gantal lostgerioù "our hag ouriezh. Koulskoude e kavan diaes chom hep kompren perak e ra Fañch Kerrain gant sofist. p'eo un den techet gant sevel gerioù nevez evit pep seurt danvez hag ar brederouriezh dreist-holl, hag eñ ur mailh warni, an arbennigour meur a lavarfen.
D'am sonñj e vije furoc'h lezel sofour ha sofouriezh p'eo bet silet ar gerioù-se er wech kentañ ha sevel an adkasoù sofist ha sofistelezh.
Koulskoude e vije da delc'her kont eus ar wrizienn sofia (Sophia = Furnez). Sofiaour ha Sofiaouriezh a vije reishoc'h.
Meur a wech ez eus daou ger brezhonek ha divizet e vo diouzh an implij stankañ.
Ma gav e vez graet gant al lostger -egezh pa n'eo ket un deorienn fetis, un doare-bevañ gant mennozhioù lies o liveoù marteze. Piv a oar ar reolenn? --Ch. Rogel 10 C'hwe 2008 da 16:44 (UTC)[respont]

Ar ger sofour a oa bet lakaet ganit er pennad prederouriezh. Abaoe ar sizhun diwezhañ ez eo troet da sofist.
An dibenn egezh a seblant bezañ diazezet mat, hag a bell zo (Gwalarn da vihanañ, abaoe Remont Jestin hag ar Vouddhaadegezh, ma ne fazian ket). Gerioù al ha n'emaint ket e geriadur RH: erotegezh, sadegezh.
Ne vez ket ket mall kemm nepred. Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2008 da 19:16 (UTC)[respont]

Broudet gant Bianchi-Bihan evit reiñ ma ali war ar pennad sofouriezh, n'on ket a-enep ma vo graet gant sofist p'en deus dibabet ar ger-se Fañch Kerrain, hemañ, ur mestr meur war ar brederouriezh vrezhonek. Koulskoude em eus merzet ne ra FK dave ebet d'ur preder a c'hell bezañ ar sofouriezh. Ha memestra e vez graet e galleg. Kinnig a ran ma ne vo ket graet gant sofouriezh ha ma vo adtitlet ar pennad sofouriezh dindan sofist. --Ch. Rogel 15 Meu 2008 da 17:13 (UTC)[respont]

hollwellaouriezh , marc’hegouriezh, treitouriezh, ivez n'int ket ur preder, ha koulskoude e echuont gant -ouriezh.
Lakomp sofist: ha goude? Sofist ha sofism? Sofouriezh eo anv ar pennad. Sofist ne glot ket gant sofouriezh.
Kustum eo ar brezhoneg da gaout meur a c'her evit ar memes tra. Beure/mintin, koaven/dienn, komz/kaozeal, evn/labous... Ne vije ket posubl kaout sofist/sofour?
Ret e vije stankañ kont kement den a skriv sofour, evn, beure, ... pa n'eo ket dibab mestr alc'hwezioù ar c'hontoù, reolenn wikipedia dindan pri e votoù, seder ha digastiz?
A-wechoù e soñjan eo aesoc'h skrivañ ur pennad leun a fazioù db ur strollad rock a vo ankouaet a-benn bloaz, eget db prederourion a gomzer anezho c'hoazh 2200 bloaz war-lerc'h. Bianchi-Bihan 16 Meu 2008 da 08:17 (UTC)[respont]
Bianchi-Bihan 16 Meu 2008 da 08:17 (UTC)[respont]

Pa seller ouzh ar pennadoù dwb ar Sofisted e yezhoù all ar Wiki e kaver un hanter gant sophism, sophistik hag un hanter all gant Sofist ha Sofisted. N'eo ket dibosubl krouiñ ar ger sofouriezh (ha ne 'm eus ket kavet roud anezhañ ebet betek-hen), met daoust hag eñ ez eus ur ret? Ma ne ra ket Fañch Kerrain gantañ, perak e ober, pa ne vez ket graet e galleg, e latin hag e yezhoù all? Aze emañ an dalc'h.
Pa soñjer mat, n'eo ket doareoù ar Sofisted ur preder, met un hentenn evit arguzenniñ, memestra gant enebour ar Sofisted, Sokrates, hemañ en deus savet un hentenn arguzenniñ all, ar maieutik, ha n'eo ket ur preder kennebeut.
Ret eo, d'am soñj, ober gant Sofisted hag hentenn ar Sofisted, marteze, pe krouiñ ar ger sofistik evit chom hep implij al lostger -ouriezh, p'eo hemañ evit daveiñ d'ur preder frammet. --Ch. Rogel 16 Meu 2008 da 12:14 (UTC)[respont]

Adlavarout a ran: ne welan ket petra a virje ouzh ur ger sofouriezh, ha sur n'eo ket ar "preder" a c'haller kavet e marc'hegouriezh na treitouriezh. Ha ne welan ket da betra e vije ret krouiñ ur ger "sofistik", ha ne vo ket an digarez eo testeniekaet tu bennak, nemet e vije prouet eo gwelloc'h eget sofouriezh.
Ma vije kinniget sofegezh da vihanañ e vijemp gant diazezoù solutoc'h: keñveriañ gant al listennad gerioù roet ganin uheloc'h. Bianchi-Bihan 16 Meu 2008 da 13:43 (UTC)[respont]