Mont d’an endalc’had

Herve ar Gall

Eus Wikipedia
Herve ar Gall
Herve ar Gall
Herve ar Gall o prezegenniñ e anv UDB dirak studioioù RBI e Kemper, d'ar 25 a viz Meurzh 2006
Anv ofisiel Hervé Le Gall
Anv pluenn Herve ar Gall
Obererezh Romantour
Daneveller
Skeudennaouer
Stourmer
Ganedigezh D'an 10 a viz Du 1952
e Loudieg, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz2003
Oberennoù pennañ
Piv a glevo ?
Koulz ar c'hastrilhez

Herve ar Gall a zo ur stourmer polikel hag ur skrivagner vrezhonek. Ganet eo d’an 10 a viz Du 1952 e Loudieg.

Pa oa c’hwec’h miz ez eo aet da-heul e dud da chom da Borzhig e-kichen Sant-Brieg. E vamm a gomze gallaoueg hag e dad a ouie brezhoneg. Desket en deus un tamm brezhoneg gant tud a oa tro-dro dezhañ. Da drizek vloaz ez eo kroget gant kentelioù Skol Ober. E 1978 ez eo kroget da vat gant ar brezhoneg o vont d’ar c’hentelioù noz a oa kinniget e Sant-Brieg pa oa 26 vloaz. Da c’houde ez eas Herve da Blounevez-Kintin a-benn peurzeskiñ brezhoneg. E Porzhig en doa tapet e santifikad hag e oa bet deskard tredaner ha tredaner da heul goude se. Er bloavezh 1975 en deus bet ur “BEP” elektroniour. E 1982 en deus lakaet e anv e Skol-Veur Roazhon, a-benn prientiñ an aotreegezh dre lizher war un dro gant ar vachelouriezh en doa prientet e-unan. Goude-se ez eo deuet da vezañ skolaer e Diwan, hag e miz Gwengolo 1989 e roe lañs da skol Diwan Kemperle. Labouret en deus enni betek ar bloavezh-skol 2004-2005. E-pad tri bloaz en deus labouret Herve ar Gall e skol Diwan Kemperle e-giz rener. Bremañ emañ e Karaez oc’h ober skol.

Stourmer politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Herve ar Gall e kevrenn UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh) Kreiz-Breizh. Anvet eo bet da vouezh ar strollad.

Sevel a ra ur bajennad vrezhonek bep miz e kelaouenn ar strollad UDB, "Le peuple Breton" (Pobl Vreizh) e anv.

Un tamm diverradenn eus e romant Piv a glevo ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Piv a glevo?" a gont istor ur c’hrennard war vord ar mor e korn-bro Sant-Brieg da vare brezel Aljeria. Tammoù envorennoù yaouankiz zo ennañ. An den yaouank a zo en istor a sell ouzh an darvoudoù a c’hoarvez er vro. Troet eo da brederiañ, d’en em soñjal a-ziwar an darvoudoù-se. Met ren a ra e vuhez krennard ivez, e-mesk paotred fall ar vro...