Gwengolo 2009 e Breizh
Neuz
Bloavezhioù : ../.. 2004 2005 2006 2007 2008 - 2009 - 2010 2011 2012 2013 2014 ../.. | |
Dekvedoù : 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 - 2020 | |
Kantvedoù : XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 2008 e Breizh - 2009 e Breizh - 2010 e Breizh
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yaou 3 a viz Gwengolo : div skol Diwan nevez zo bet digoret e Savenneg, e Bro-Naoned, hag e Rianteg, e Bro-Wened. Un hentad divyezhek zo bet digoret e skol bublik Banaleg ha kemend-all e skolioù kristen Ploneour-Lanwern, Noal-Pondi ha Lokmaria-Redon.
- Gwener 4 a viz Gwengolo : Ensellerezh Akademiel al Liger-Atlantel a nac'h digeriñ un hentad divyezhek e skol bublik ar Batignoles e Naoned daoust ma oa 14 bugel rakenskrivet.
- Yaou 10 a viz Gwengolo : Goude ur stourm kalet ez eus digoret un hentad divyezhek e skol bublik Pleuzal.
- Merc'her 16 a viz Gwengolo : Evit ar wech kentañ ez eus digoret kentelioù-noz d'an dud deuet e kumun Gwerzhav gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
- Merc'her 23 a viz Gwengolo : Evit ar wech kentañ ez eus digoret kentelioù-noz d'an dud deuet e kumun Chapel-Erzh gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
- Sadorn 26 a viz Gwenholon: bet roet Kolier an Erminig da Jean-Christophe Cassard, Tugdual Kalvez, Yann-Fañch Kemener ha Jean-Guy Le Floc'h, en Ankiniz.