Degemenn
An Degemenn[1], Gouel Maria Veurzh[2], ar C'heloù Mat[3], an Eogeliad[4], an An Anoñsiasion[5] ([ˌaˑnõˌsiˑaˈsiːõn]) eo ar c'hemenn graet gant an arc'hael Gabriel, lesanvet kannad ar C'heloù mat hervez Buhez ar Sent[6] pe ael ar c'heloù mat[7], d'ar Werc'hez Vari da lavarout dezhi e oa da vezañ mamm. Diwar ar Pevar Aviel n'eo meneget an darvoud nemet en Aviel Lukaz.
Gouel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lidet e vez an darvoud en Iliz katolik d'ar 25 a viz Meurzh, dres 9 miz a-raok Gouel ar Ginivelezh, da lavarout eo Nedeleg.
Liderezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Añjeluz eo ar bedenn hag a zo diazezet war an Degemenn. Unan eus ar pemp mister joaius a vez prederiet warno gant ar re a lavar o chapeled d'al Lun ha d'ar Sadorn eo an Degemenn.
Degemennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un degemenn heñvelik zo er Bibl, e Levr ar C'heneliezh (18, 9-15) pa voe roet keloù da Sarah, pried Abraham.
Arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wech eo bet livet an Degemenn, dreist-holl da vare an Azginivelezh.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ «An Arc'hael Gabriel o tegemenn ganedigezh Jezuz», Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 136.
- ↑ Geriadur Ménard p. 79a.
- ↑ E Buhez ar Sent, 1912, pajennoù 209 ha 225.
- ↑ Goueler Kelt, Tad Turiaw, 1991, p. 24. A seblant savet diwar ar ger kembraek "efangail", evit Aviel, hag a dalv "keloù mat".
- ↑ « Annonciation ar verc'hes glorius Vari », Buez ar Sænt gant Reflexionou spirituel, bloaziad: ?
- ↑ Buhez ar Sent, 1912, pajenn 209.
- ↑ El a(r) c'helou mat a lavaras d'ezi.... Buhez ar Sent, 1912, pajenn 225.