Degemenn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

An Degemenn[1], Gouel Maria Veurzh[2], ar C'heloù Mat [3], an Eogeliad[4], an An Anoñsiasion[5] ([ˌaˑnõˌsiˑaˈsiːõn]) eo ar c'hemenn graet gant an arc'hael Gabriel, lesanvet kannad ar C'heloù mat hervez Buhez ar Sent [6] pe ael ar c'heloù mat [7], d'ar Werc'hez Vari da lavarout dezhi e oa da vezañ mamm. Diwar ar Pevar Aviel n'eo meneget an darvoud nemet en Aviel Lukaz.

Gouel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidet e vez an darvoud en Iliz katolik d'ar 25 a viz Meurzh, dres 9 miz a-raok Gouel ar Ginivelezh, da lavarout eo Nedeleg.

Liderezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Añjeluz eo ar bedenn hag a zo diazezet war an Degemenn. Unan eus ar pemp mister joaius a vez prederiet warno gant ar re a lavar o chapeled d'al Lun ha d'ar Sadorn eo an Degemenn.

Degemennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un degemenn heñvelik zo er Bibl, e Levr ar C'heneliezh (18, 9-15) pa voe roet keloù da Sarah, pried Abraham.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wech eo bet livet an Degemenn, dreist-holl da vare an Azginivelezh.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. «An Arc'hael Gabriel o tegemenn ganedigezh Jezuz», Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 136.
  2. Geriadur Ménard p. 79a.
  3. E Buhez ar Sent, 1912, pajennoù 209 ha 225.
  4. Goueler Kelt, Tad Turiaw, 1991, p. 24. A seblant savet diwar ar ger kembraek "efangail", evit Aviel, hag a dalv "keloù mat".
  5. « Annonciation ar verc'hes glorius Vari », Buez ar Sænt gant Reflexionou spirituel, bloaziad: ?
  6. Buhez ar Sent, 1912, pajenn 209.
  7. El a(r) c'helou mat a lavaras d'ezi.... Buhez ar Sent, 1912, pajenn 225.