Kaozeal:Degemenn
N'eo ket ur ger brezhonek: pennad da ziverkañ. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2010 da 23:40 (UTC)
- Gouel ar C'heloù Mat e brezhoneg. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2010 da 23:45 (UTC)
- Ar pezh a rit Gouel ar C'heloù mat anezhañ a vez GOUEL MARIA VEURZH e brezhoneg ivez. Met n'eo ket ar gouel eo emaomp o studiañ amañ met degouezh an arc'hael Gabriel a gemenn da Vari e vo-hi mamm da Zoue. Kavet em eus "Anoñiason" e geriadur Favereau evit ar ger relijiel-se. Ur ger brezhonek an hini eo.--Fabriz Coupechoux 29 Kzu 2010 da 23:50 (UTC)
N'emañ ket ar geriadur-se ganin, met lenn mat: sur out eo Anoñiason? Ha ger-mell ebet dirak anv ur pennad. Gwerc'hez Vari, hep ger-mell. A galon. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 00:17 (UTC)
- N'emañ ar ger Anoñiason e geriadur ebet, nag e hini Favereau (Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 1992) nag er re all. Gouel Maria Veurzh a gaver el lodenn galleg-brezhoneg, Gouel Maria Meurzh hag Anoñsiassion el lodenn brezhoneg-galleg. Gouel Maria-Meurzh a gaver ivez e Geriadur An Here (2001). --90.54.150.61 30 Kzu 2010 da 07:26 (UTC)
- Ya, kavet em eus ar ger-se er geriadur en-linenn "Favereau" (http://www.arkaevraz.net/dicobzh/index.php) pa skriver "Annonciation" e galleg (gant an A bras-se). Ur fazi marteze. Forzh penaos, n'eo ket ar gouel a gont amañ met ar ger teologel, relijiel, unan eus ar misterioù joaius a brederier d'al lun ha d'ar sadorn en ur bediñ ar chapeled, da lâret eo unan eus ar misterioù hag a denn da c'hanedigezh ha da vugaleaj Jezuz. N'heller ket adenvel ar pennad-se "Gouel...". Gwir eo e vez lidet ar mister ur wezh ar bloaz edan anv Gouel Maria Meurzh pe Gouel ar C'heloù mes al lid hag al lodenn eus an aviel n'int ket ar memes tra. D'am soñj, gant ar pezh ho peus merzhet, e vefe gwelloc'h adenvel ar pennad-se "Anoñsiassion", al lodenn deus buhez Jezuz lidet en deiz "Gouel Maria Meurzh" an anv anezhañ e brezhoneg. A galon.--Fabriz Coupechoux 30 Kzu 2010 da 09:30 (UTC)
Keloù Mat, eo ar ger d'am soñj, evel e roumaneg (ro:Buna-Vestire), ha marteze yezhoù all (norvegeg). Un anv anavezet e Breizh, ilizoù pe chapelioù zo d'ar c'heloù mat, e galleg zoken. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 16:07 (UTC)
"Ar c'hemenn da Vari" a gaver ivez evel anvadur (skrivet "ar hemenn da Vari" amañ). Sklaeroc'h eo eget "Degemenn" e-unan. --Hans Abherve (kaozeal) 7 Mez 2018 da 10:04 (UTC)
Anoñsiasion ha Keloù Mat
[kemmañ ar vammenn]Ne welan ket mat perak e vefe eus daou bennad, al lid a yaje a-walc'h d'ober ur rann eus ar pennad pennañ, evel ma vez graet evit ar gouelioù all. Gwelloc'h e vo kendeuziñ an daou bennad, ha gant an adkasoù en em gavo an dud.--Trec'hlid mitonet 30 Kzu 2010 da 16:35 (UTC)
- A-du. Ne welan ket perak e vije lakaet Anoñsiasion da anv ar pennad avat, gwir eo n'on ket paotr ar misterioù santel. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 16:43 (UTC)
- N'eo ket grevus ;). Keloù Mat a vez ur ger all evit an Aviel. A-raok lennadenn an Aviel e vez lâret gant ar beleg "Pennad eus ar C'heloù Mat (pe an Aviel santel) hervez...". Anoñsiasion a gavan mat peogwir e vez implijet gant an Iliz diwar al latin.--Fabriz Coupechoux 30 Kzu 2010 da 16:54 (UTC)
Keloù-mat
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj ez eus daou ster gant ar c'heloù mat se:
- a) ganedigezh JK, 25 a viz Kerzu;
- b) ar c'hemenn, pe degemenn, eus ar c'hanedigezh-se, 9 miz rik en a-raok, 25 a viz Meurzh.
Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 17:04 (UTC)
Eogeliad
[kemmañ ar vammenn]Brav e vije gouzout a belec'h e teu an Eogeliad-se: eogel/iad? Anavezet e oa ar ger a-raok Turiav? Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 17:04 (UTC)