Mont d’an endalc’had

Ar Pevar Aviel

Eus Wikipedia

Ar Pevar Aviel zo anv meur a levr brezhonek hag a vod pevar aviel an Testamant Nevez, da lavarout eo :


Ar Pevar Aviel lakeat en unan zo ul levr gant Yann-Frañsez ar C'haer, e 1904, e Brest.

Levr Maodez Glanndour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levr brezhonek embannet gant Al Liamm e 1969. Ennañ e kaver pevar Aviel an Testamant Nevez, troidigezh graet gant Maodez Glanndour ha beleien gatolik all, Klerg da gentañ penn.

Klemm a reas Klerg war-lerc'h an embannadur, en e gelaouenn Barr-Heol, e oa bet adwelet e skrid ha lakaet traoù ha ne gave ket reizh.

Troidigezhioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • F. RICHARD, An Aviel ha meditacionou, Montroulez, 1819,
  • L.-M. BILER-AZENOR, person Evias, Aviel Katolik (4 aviel en unan), Sant-Brieg, 1907,
  • J.-B. OLIÉRO (Oliéreu), person Kistinid, En Aviél, Gwened, 1913,
  • Yann-Vari Ugen, Buhez H.S. Jezuz-Krist, hervez ar pevar aviel laket en unan, An Oriant, 1930.