En em garit an eil egile
Neuz
En em garit an eil egile zo ur frazenn tennet eus Aviel Yann ( 13,34 ).
E skrid Gwilh ar C'hoad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed a lenner e troidigezh Gwilh ar C'hoad :
- Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
E skrid Glanndour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed a lenner e troidigezh Maodez Glanndour :
- Ur gourc'hemenn nevez a roan deoc'h, en em garout an eil egile ; evel ma 'm eus ho karet, evel se c'hwi ivez en em garit an eil egile. (e-barzh Ar Bibl santel - An testamant nevez - Ar Pevar Aviel, eil embannadur, Al Liamm, 1982.
L'Abri du Marin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War L'Abri du Marin e Konk-Kerne e oa skrivet gwechall En em garomp an eil egile. Tennet eo eus Lizher kentañ Sant Yann : Va breudeur kér, en em garomp an eil égilé rak ar garantez zo eus a Zoue. [1]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aviel Sant Yann (skrivet e falc'huneg) : troet e brezhoneg gand "Kenvreuriez ar brezoneg" (Eskopti Kemper ha Leon), Nihil Obstat hag Imprimatur gantañ, embannet gand "Ar Skol dre Lizer" (1982).
- Bibl Gwilh ar C'hoad (Bibl protestant er skritur unvan)