Abri du Marin
An Abri du Marin (Goudor ar Vartoloded) a oa tier-herberc'h krouet gant Jacques de Thézac e deroù an XXvet kantved e perzhier Breizh, e Kerne dreist-holl, evit ar vartoloded a voazie tremen o amzer re alies en tavarnioù. Lec'hiet mat e oant e-kichen ar c'haeoù hag ar chaoserioù ma veze staget ar bagoù.
Jacques de Thézac en doa graet eus ar Goudorioù-se binvioù evit stourm ouzh ar baourentez hag an dienez sokial, lec'hioù plijus evit degemer ar vartoloded.
Etre 1900 ha 1940 e oa tremenet 14 milion a dud dre ar Goudorioù. Eus 1940 da 1976 e voe 6 milion a dud c'hoazh.
Savidigezhioù Abris du marin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Awenet e oa bet Jacques de Thézac gant sailor’s homes Breizh-Veur, a oa tier livet en roz savet er perzhier.
Unnek Abri du marin a voe savet etre 1900 ha 1933 : dek e Penn-ar-Bed hag unan e Mor-Bihan. Re all a voe c'hoazh, pa voe savet pemzek en holl etre 1900 ha 1952.
Er bloavezhioù-mañ e voe digoret Abris du Marin :
- Kerzu 1899, war Enez-Sun
- C'hwevrer 1900 : er Gelveneg.
- Genver 1901 : e Passage-Lanriec.
- Du 1901 : e Gwaien, hag e Konk-Kerne (kae ar Groaz), a voe troet en herberc'hti yaouankiz e 1960.
- Kerzu 1901 : e Porzh-Lae (Ar Gerveur)[1].
- 1903 : e Kameled.
- Du 1904 : Goudor ar Vartoloded Sant Voran.
- 1906 : un eil war Enez-Sun.
- 1908 : en Enez-Tudi.
- 1909 : e Rosko.
- Goude 1910 : e Konk-Leon.
- 1912 : e Douarnenez, hiriv ti ar Chasse-marée.
- 1952 : e Sant-Wenole (Penmarc'h).
- Deiziadoù dianav : Poulgwazeg, Enez Houad, Porzh-Maria.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douarnenez : Ti ar Chasse-Marée (talbenn ar gevred)
E Sant-Voran, war-dro 1905
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tammoù brezhoneg a weler war luc'hskeudennoù kozh[2], met war a seblant int bet diverket holl.
E lec'hioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Unan a oa en Enez Yeu ivez[3]
- Ur ranndi da feurmiñ zo anvet heñvel, e Kastell-Nevez ar Faou[4], netra da welout gant an tier istorel war an aod.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un tamm istor : Lec'hienn Sant-Voran