Mont d’an endalc’had

Fernando Alonso

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fernando Alonso Díaz)
Fernando Alonso

Fernando Alonso e 2016
Bro Banniel Spagn Spagn
Banniel Asturiez Asturiez
Deiziadoù 29 a viz Gouere 1981
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 14
Bloavezhioù
o redek
2001-2018, abaoe 2021
Skipailhoù Minardi (2001)
Renault (2003-2006)
McLaren (2007)
Renault (2008-2009)
Ferrari (2010-2014)
McLaren (2015-2018)
Alpine (2021-2022)
Aston Martin (2021-2022)
Prizioù Bras 359
Trec'hioù 32
Plasoù pol 22
Podiomoù 99
Titloù 2005, 2006
Kevezadeg bed an Andur
Bloavezhioù
o redek
2018-2019
Skipailhoù Toyota Gazoo Racing
Dispartioù 8
Trec'hioù 4
Trec'hioù e
24 eurvezh ar Mañs
2
Plasoù pol 4
Podiomoù 7
Titloù 2018-19
Kevezadeg IndyCar
Bloavezhioù
o redek
2017
Abaoe 2019
Skipailhoù McLaren Honda Andretti (2017)
McLaren Racing (Abaoe 2019)
Dispartioù 1
Trec'hioù 0
Trec'hioù en
Indianapolis 500
0
Plasoù pol 0
Titloù -
Ar pennad-mañ zo diwar-benn ar blenier kirri-redadeg. Evit tud-all anvet Fernando Alonso, gwelout amañ.

Fernando Alonso Díaz pe Fernando Alonso (ganet d'an 29 a viz Gouere 1981 en Oviedo, en Asturiez) zo ur blenier kirri-redadeg asturiat en doa redet e Formulenn 1, en Andur, en IndyCar hag er Ralli Dakar.

E 2001 en doa komañset Alonso er F1 en Aostralia gant Minardi, met n'en doa gounezet e drec'h kentañ nemet e 2003, e Priz Bras Hungaria gant Renault, o tont da vezañ ar blenier yaouankañ o c'hounit e F1 betek 2008 ha trec'h kentañ Sebastian Vettel.

Gant Renault e oa bet ar c'hampion spagnolat kentañ e Formulenn 1 e 2005, hag an hini yaouankañ d'ar mare-se, ha gounezet en doa un titl all e 2006. Goude ur bloavezh diaes gant McLaren-Mercedes e oa distroet gant Renault e 2008 ha 2009. E 2010 e oa degemeret Alonso gant Scuderia Ferrari e-kichen Felipe Massa ha redet en doa evit ar Scuderia betek 2014 e-lec'h ma reas burzhudoù gant otoioù ne oant ket kevezus kenañ a-raok distreiñ gant McLaren evit un difi diwezhañ, c'hwitet avat.

En e vloavezhioù diwezhañ e Formulenn 1, skuizh gant otoioù ne oant ket kevezus, en doa bet c'hoant d'ober traoù all ha setu ma redas an Indianapolis 500 gant McLaren hag Andretti Autosport e 2017. E 2018 e voe ar blenier kentañ abaoe pell o redek e div gevezadeg bed e memes koulz dre ma redas en Andur gant Toyota Gazoo Racing e-lec'h ma tapas div wezh an trec'h er Mañs. E bal zo gounit ar Gurunenn Dripl, an hini kentañ abaoe Graham Hill ha setu ma raktres redek en Indianapolis 500 adarre er bloavezhioù a zeu.

Lesanvet eo Tarv an Asturiez gant e suporterien ha abaoe e drec'h kentañ e vez graet Alonsomania berzh ar Formulenn 1 e Bro-Spagn.

A-raok ar Formulenn 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma teu Alonso eus un tiegezh simpl e krog gant ar c'harting abred a-drugarez d'e dad, sot gant ar redadegoù kirri. Gounit a ra peder gwech kevezadeg Bro-Spagn e rummad junior e 1993, 1994, 1995 ha 1996, daoust ma oa nemet 12 vloaz evit e ditl kentañ. E 1996 e c'hounez Kib Bed junior ha mont a ra da Italia evit redek. Gounit a ra kevezadegoù Inter-A Bro-Spagn hag Italia e 1997 a-raok bezañ eil-gampion Europa Inter-A e karting e 1998.

E 1999 a ya Fernando Alonso da Formulenn Nissan e kirri un-plas e-barzh skipailh ez-blenier F1 Adrian Campos, a zo deuet da vezañ melestrer Alonso. Gounit a ra an titl evit e vloaz kentañ hag ober a ra un esae F1 gant Minardi. Daoust ma oa diaes an amzer a ra Alonso berzh o vleniañ aes-tre, o reiñ aon da Giancarlo Minardi peogwir ne oa ket sur e peseurt stad e vije bet ar c'harr dindan ar c'hlav gant ur blenier hep skiant-prenet.

E kevezadeg F3000 a ya Alonso e 2000, o redek gant Astromega. Mankout a ra Alonso skiant-prenet ha neuze n'hall ket redek evit an titl met goude un nebeud redadegoù e krog an asturianad diskouez e dalant. Gounit a ra redadeg Spa-Francorchamps ha heuliet eo gant Ferrari ha Flavio Briatore. Gant an hini diwezhañ e sin Alonso ur c'houmanant pell evit mont e Formulenn 1.

Bloavezh deskiñ gant Minardi ha testoù gant Renault (1999-2002)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Minardi Alonso e 2001

Re yaouank e oa Alonso evit redek gant Benetton-Renault d'e vloavezh kentañ, ha neuze e choaz Flavio Briatore prestañ dezhañ da Vinardi e-pad ar bloavezh 2001. Ur bloavezh deskiñ a oa eta, gant un oto ne oa ket kevezus. Ober a reas berzh avat e lost ar polotennad, o redek asambles gant kirri Prost, ar pezh a oa un tamm uheloc'h eget live e Vinardi. Evit 2002 ne soñje ket Briatore e vefe stummet muioc'h o chom e foñs ar gael ha setu ma oa bet choazet Alonso evit bezañ trede blenier Renault.

Ober a reas Alonso esaeoù evit Renault a-hed ar bloavezh, o testañ traoù nevez en oto, ha dont a reas da vezañ istimet gant an ijinourien dre e zistreiñ teknikel. Aotreet e voe gant Renault ober un esae gant Jaguar e nevezamzer 2002 e-lec'h ma vlenias buanoc'h eget ar blenier kentañ Pedro de la Rosa. Abalamour d'e labour ha d'e zisoc'hoù e voe choazet gant Flavio Briatore ha Renault F1 Team evit erlec'hiañ Jenson Button hag evit redek e-kichen Jarno Trulli e 2003.

Renault (2003-2006)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alonso e 2004

Adal penn-kentañ ar bloavezh e tiskouez Alonso evel unan eus ar vlenierien vuanañ e Formulenn 1, o tapout Podiomoù e Malaysia hag e Brazil, hag ar plas pol e Malaysia, o tont da vezañ an hini yaouankañ en doa tapet ur plas pol dirak Rubens Barrichello. Tapout a ra Eil blas Priz Bras Bro-Spagn o redek ouzh Michael Schumacher ha Rubens Barrichello. En Hungaria e c'hounez e drec'h kentañ, goude graet ar plas pol, o tont da vezañ ar blenier yaouankañ o c'hounit dirak Bruce McLaren, ur rekord trec'het gant Sebastian Vettel e 2008. Echuiñ a ra ar bloavezh gant 55 poent hag ar c'hwec'hvet plas, un 20 poent bennak dirak e genskipailher Jarno Trulli.

Gortozet eo Alonso evit 2004 abalamour d'e zisoc'hoù, met ne ya ket mat lodenn gentañ ar bloavezh, daoust ma z'eus gwelloc'h kirri Renault. Ober a ra Trulli disoc'hoù gwelloc'h eget re Alonso, ha trec'hiñ a ra e Monako pa zilezel Alonso ar redadeg en abeg d'ur gwallzarvoud. Diaesoc'h eo an traoù e-pad eil lodenn ar bloavezh, dre vank kevezusted ar Renaultoù, met gwelloc'h a ra Alonso, o verkañ poentoù pouezus hag o echuiñ 4 er gevezadeg pa z'eo erlec'hiet Trulli gant Jacques Villeneuve abalamour d'e zisoc'hoù fall.

Kampion yaouankañ ar Formulenn 1 (2005-2006)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alonso war e R25

Berzh a ra Renault hag Alonso e-pad an esaeoù-goañv, ha gwelet int war ar renk evit an titl e 2005. Tost peurvad eo lodenn gentañ ar bloavezh evit Alonso, o c'hounit e Malaysia, Bahrein, San Marino, Europa, Bro-C'hall hag e Alamagn, met rankout a ra Alonso ober gant disoc'hoù mat Kimi Räikkönen war McLaren. Siwazh evit an hini diwezhañ met evurus evit Alonso eo bresk tre ar McLaren ha dreist-holl ar c'heflusker Mercedes-Benz, ha koll a ra Räikkönen un nebeud redadegoù abalamour da se, pa n'eo ket kastizet gant 10 plas war ar gael en abeg d'ur cheñchamant keflusker e-pad dibenn-sizhun ur Priz Bras, ar pezh a zo ur reolenn nevez. Kontroliñ a ra Alonso eil lodenn ar bloavezh o echuiñ tost atav eus ar Podiom ha gounit a ra titl ar vlenierien e Brazil, o tont da vezañ kampion yaouankañ ar Formulenn 1, dirak Emerson Fittipaldi, peogwir n'eo nemet 24 bloazh. Sikour a ra Renault evit gounit titl ar saverien en un drec'hiñ e Sina.

Dual ar bloavezh 2006 : Alonso ouzh Schumacher

Gouel titloù Alonso ha Renault a zo bet un tammig priennet peogwir e tisklêr Ron Dennis, rener McLaren, e miz Kerzu e vlenio Alonso en e skipailh e 2007. Dibab a ra ar Spagnolat mont kuit eus Renault peogwir ne oar ket ma chomo Renault pell e Formulenn 1 abalamour da rener nevez Carlos Ghosn ar saver-kirri, lesanvet cost killer ("lazher dispignoù" e saozneg), ha ne blij ket kalz ar redadegoù kirri dezhañ[1]. Diskouez a ra ivez douetañs Alonso diwar barregezhioù Renault evit chom e penn ar jeu e Formulenn 1. Ron Dennis a lavaro goude-se a groge e zarempredoù gant Alonso goude Priz Bras Brazil, e lec'h m'en deus gounezet Alonso e ditl, abalamour da zisoc'h ar McLarenoù, o doa graet un zoubladenn[2].

Evit afer-se e kendalc'h an traoù evit ar bloavezh 2006. Kemer a ra Alonso penn ar gevezadeg diouzhtu dirak Michael Schumacher war Ferrari. Goude nav redadeg eo trec'h Alonso c'hwec'h gwech, graet en deus Podiomoù da bep redadeg ha 25 poent dirak Schumacher emañ. Diaesoc'h eo an traoù e-kreiz an hañv gant trec'hioù Schumacher ha Ferrari ha kudennoù mekanikel evit Alonso (dilezel a ra en Hungaria en abeg d'ur c'hrouilh stardet fall, hag en Italia en abeg d'ur c'heflusker torret). Kemer a ra Schumacher penn ar gevezadeg e Sina oc'h ober un trec'h daoust ma oa Alonso e plas pol. Adkemer a ra Alonso penn ar gevezadeg e Bro-Japan pa torr keflusker Schumacher e fin ar redadeg. Gant an trec'h-se a ya diaesoc'h an traoù evit an alaman. Echuiñ a ra Alonso ar redadeg diwezhañ eil ha gounit a ra e eil ditl, daoust redadeg mat-tre Schumacher.

McLaren (2007)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alonso e 2007 gant e vMcLaren MP4-22

N'eo ket tre ar memes doare skipailh an hini az eas Alonso da redek gantañ e 2007. Ma oa McLaren-Mercedes e penn ar jeu e fin ar bloavezh 2005 e oa bet startoc'h ar bloavezh 2006, an hini nemetañ didrec'h abaoe 10 vloaz. Aet e oa Kimi Räikkönen da erlec'hiañ Michael Schumacher e Ferrari ha torret e oa bet gopr Juan Pablo Montoya e kreiz ar bloavezh 2006. Bleniet en doa Alonso e-kichen Lewis Hamilton, kampion GP2, a groge gant ar F1, neuze.

2007 a voe ur bloavezh taer, gant ur stourm kreñv etre Ferrari ha McLaren, hag etre Alonso, Hamilton ha Räikkönen. Komañs a reas mat a-walc'h ar bloaz gant Alonso a dapas an trec'h e Malaysia abred er bloaz ha da c'houde e Monako met buan e voe kevezus kenañ Lewis Hamilton ha dre ma oa saoz e voe aon gant Alonso hag an dud tro-dro dezhañ e vije tretet gwelloc'h Hamilton egetañ, ur santimant ne voe ket meret mat gant rener McLaren Ron Dennis. E-kreiz an hañv ez eas an c'hudennoù-se en o uhelañ pa voe stanket Hamilton er standoù gant Alonso a-ratozh goude un dizemglev war ar strategiezh. Ouzhpenn-se e voe gouezet e-kerzh ar bloavezh e oa bet degemeret gant McLaren dielloù diwar-benn karr Ferrari dre laer hag e voe implijet an dielloù-se. Ken fall e teuas an traoù da vezañ ma c'houlennas Alonso mont kuit eus McLaren daou vloaz abred e-keñver e gevrad, ar pezh a voe asantet gant Ron Dennis gant ma ne'z aje ket Alonso da redek evit ur skipailh re gevezus.

War an tu sportel avat e voe kevezus kenañ Alonso e-keñver Hamilton ha tapet a reas daou drec'h all, en Nürbürgring dindan ar glav hag e Monza. Trec'het e voe evel Hamilton war an diwezhat avat gant distro Kimi Räikkönen hag ur gwallzarvoud gant Alonso e Japan hag echuiñ a reas trede eus ar gevezadeg, ur poent a-dreñv Räikkönen ha rampo gant Hamilton a voe renket eil abalamour d'an niver a eil plas.

Distro gant Renault (2008-2009)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemer a reas Alonso un trec'h tabutet e Singapour e 2008

Klask a reas neuze lakaat Renault war an hent mat e 2008 ma redas asambles gant Nelson Piquet Jr. dindan renerezh Flavio Briatore adarre. Ne oa ket ken kevezus an oto avat eget ar pezh ma oa bet gwezhall ha urzhioù un tamm enep a voe gant renerezh Renault, o c'houlenn ma vije graet ar show kentoc'h eget gounit da vat. E penn-kentañ ar bloavezh e veze trec'het Renault gant Red Bull Racing alies, ur skipailh pourvezet gant kefluskerioù Renault. Ober a reas Alonso e vat d'an degouezh avat o kas ar skipailh war-raok hag echuiñ a reas kreñv ar bloaz o verkañ muioc'h a boentoù eget an holl vlenierien all e-pad ar pemp redadeg ziwezhañ, gant daou drec'h, unan anezho bezañ tapet dre ma oa bet truchet gant izili zo eus Renault.

Startoc'h e voe 2009 dre ma voe c'hwitet an oto penn-da-benn. Daoust d'an dra-se e talc'has Alonso da redek ar buanañ posupl ha d'ober e vad eus kement degouezh a oa evit merkañ poentoù. Hejet e voe fin ar bloaz avat pa voe diskuliet gant Nelson Piquet Jr., a oa bet erlec'hiet gant Romain Grosjean e-kreiz ar bloavezh, en doa graet ur gwallzarvoud a-ratozh evit lakaat Alonso da dapet an trec'h e 2008. Kondaonet e voe Renault, Falvio Briatore ha Pat Symonds evit bezañ graet an torfed-se tra ma voe disklêriet gwenn ar vlenierien, Piquet Jr. dre m'en doa diskuliet an afer ha dre m'en doa asantet ober ar gwalldra-se gant gwask Briatore ha Symonds, hag Alonso dre ma oa prouenn ebet e oueze evit an trucherezh, evel ar brasañ eus skipailh Renault.

Daoust d'an daou vloaz start-se e chomas uhel brud Alonso e-touez ar skipailhoù-se, a oueze en doa droed mont kuit eus Renault ma ne oa ket kevezus a-walc'h. Red Bull Racing en doa klasket degemer anezhañ e 2008, met re verr e oa ar c'hevrad kinniget gant Alonso. Honda a glaskas degemer anezhañ a-benn 2010 ha temptet e voe Alonso dre ma laboure Ross Brawn er skipailh-se. A-benn ar fin e voe embannet e fin 2009 ez aje Alonso da redek gant Ferrari a-benn 2010.

Ferrari (2010-2014)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komañs a reas kreñv-tre prantad Ferrari gant Alonso, asambles gant Felipe Massa, distro goude ur gwallzarvoud, e 2010. Tapet a reas ar maout e Priz Bras kentañ ar bloaz e Bahrein ha lakaat a reas gwask war e genskipailher evit gounid ar skipailh d'e du. Penn-kentañ ar bloaz a voe cheñch-dicheñch e-keñver kevezusted an oto met adalek an hañv e voe un distro gant Ferrari hag Alonso, teñvalaet gant un urzh-skipailh e Priz Bras Alamagn a nac'has e drec'h da Felipe Massa evit e reiñ da Alonso. Stourm a reas betek ar fin evit an titl, met trec'het e voe a-benn ar fin gant Sebastian Vettel ha Red Bull-Renault dre gudennoù strategiezh.

Re virour e voe an oto e 2011 evit bezañ kevezus met tennañ a reas kement-tra a c'hellas eus e oto evit kemer dek podiom hag un trec'h.

Start e voe trec'h Malaysia evit Alonso, heuliet a-dost gant Sergio Pérez war e Sauber-Ferrai

E 2012 e oa graet gant Ferrai unan eus e otoioù washañ abaoe pell, evelato e stourmas Alonso evit an titl betek ar redadeg ziwezhañ. Disoc'hoù fall a-walc'h a voe e penn-kentañ ar bloaz, war-bouez un trec'h dic'hortoz e Priz Bras Malaysia. Seblantout a reas Alonso tennañ muioc'h a draoù eus e oto eget ar pezh a vije posupl ha, sikouret gant disoc'hoù cheñch-dicheñch ar vlenierien all (8 trec'hour disheñvel en 8 redadeg). Gwelloc'h-gwellañ e teuas an oto da vezañ ivez ha daou drec'h ouzhpenn a c'hounezas Alonso e-kerzh an hañv. Startoc'h e voe ar jeu ur wezh ma voe kavet gant Red Bull ha Sebastian Vettel un tizh ouzhpenn met o fazioù a sikouras Alonso da vezañ er redadeg evit an titl e Priz Bras diwezhañ ar bloaz e Brazil. Daoust ma reas Alonso ar pezh a oa dleet evit bezañ titlet ne viras ket ouzh Vettel erruet uhel a-walc'h (6vet) evitañ d'a c'hounid e drede titl.

Gortoz a reas Alonso ur c'harr gwelloc'h evit 2013 ha seblantout a reas kevezusoc'h ar F138 e penn-kentañ ar bloaz, gant daou drec'h e Sina ha dreist-holl e Spagn. Met trec'h diwezhañ Alonso e voe ha Red Bull a dapas tizh forzh pegement a-hed ar bloaz, dreist-holl pa voe cheñchet doare sevel ar bandennoù-rod gant Pirelli. Dibasianted e teuas Alonso e-keñver kevezusted ar Scuderia ha brasoc'h e c'hortozoù a-benn 2014 gant ar reolennoù nevez e-keñver ar c'heflusker.

C'hwitet penn da benn e voe ar c'heñchamantoù reolenn gant Ferrari, a savas ur c'heflusker re vihan hag un oto kamm e-keñver an aerodinamik. Goude ur bloaz start, pell-tre eus kevezusted ar Mercedes e tivizas Alonso ha Ferrari en em zispartiañ ha sinañ a reas Alonso gant McLaren a oa o vont da redek asambles gant Honda adarre.

Dae McLaren (2015-2018)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alonso e Monako e 2016

Pevar bloaz start a dremenas Alonso gant McLaren, dreist-holl abalamour d'ar c'heflusker Honda. Klasket e oa bet labourat war ur c'heflusker bihan-kenañ evit gounit kalz e-keñver tremen an aer tro-dro d'an oto, met degas a reas ur c'heflusker bresk-kenañ ha ne oa ket nerzhus a-walc'h.

Merket e voe penn-kentañ 2015 gant ur gwallzarvoud e-liamm ouzh sistemoù an oto, dre ma pakas Alonso un taol-tredan p'edo o vleniañ an MP4-30 e Barcelona evit an esaeoù rak-bloaz. Rankout a reas mankout Priz Bras Aostralia neuze. Start e voe ar bloaz, pa'z ae an oto en-dro e veze leusket e foñs ar geal ha nebeut a boentoù a voe merket gant Alonso a erruas a-dreñv e genvlenier (Jenson Button) er gevezadeg, ar wezh kentañ dezhañ.

Un tammig gwelloc'h e voe 2016, daoust d'ur gwallzarvoud c'hoarvezet dezhañ e redadeg Aostralia a lakaas anezhañ da vankañ redadeg Bahrein. Muioc'h a boentoù a verkas dre ur c'heflusker Honda un tamm gwelloc'h, met douetañs e voe diwar-benn live an oto. Evelato e voe lakaet muioc'h-mui a wask war ijinourien Honda hag e fin ar bloaz e voe erlec'hiet Ron Dennis, rener istorel McLaren, gant Zack Brown. Penn Alonso a gomañsas ivez da soñjal e-barzh traoù all.

Gant ul lifre nevez (orañjez) ha trede bloaz an emglev gant Honda, e voe lakaet kalzig a spioù er bloaz 2017, met buan e komprenjed ne oa ket kevezus a-walc'h ar McLaren-Honda. Mont a reas neuze Alonso betek penn ur raktres evit redek an Indianapolis 500 gant sikour McLaren, o vankout Priz Bras Monako neuze. Skuizh gant kevezusted e oto e klaskas Alonso tennañ ar gwellañ posupl anezhi, met muioc'h-mui e soñje e-barzh raktresoù all.

Daou nevezinti a voe e 2018. Da gentañ-penn e voe choazet gant McLaren redek gant kefluskerioù Renault adalek ar bloaz-se. Da eil e voe aotreet Alonso da redek gant Toyota e kevezadeg bed an Andur ha dreist-holl e 24 eurvezh ar Mañs, gant ar spi mont war-zu ar gurunenn-dribl. E F1 avat, daoust da zreist-oberoù Alonso (e redadeg Azerbaidjan da skouer) e voe ur bloavezh dipitus c'hoazh. Chom a reas a-sav Alonso da redek e Formulenn 1 e fin ar bloaz neuze, daoust ma chomas liammet ouzh McLaren evel kannad ha blenier-erlec'hier.

Redadegoù en IndyCar (2017-2020)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oto Alonso a-raok an Indianapolis 500 e 2017

A-raok deroù ar bloaz 2017 e voe lavaret gant Zack Brown, rener McLaren, e vije un dra vat lakaat anv Alonso en Indianapolis 500, un doare evitañ da zelc'her Alonso laouen a-raok ur bloaz a vije start a-walc'h. Alonso a gredas edo o farsal met intereset e oa gant ar soñj-se, dre ma oa bet gounezet ar redadeg gant McLaren gwezhall hag e vije, hervezañ "ur soñj vat evit an holl : un dra da c'hounit, da c'hounit evidon, evit ar F1, evit an harperien"[3]. Mont a reas Zack Brown e darempred gant renerien an IndyCar Series hag ar skipailh Andretti Autosport evit lakaat Alonso da redek kerkent ha 2017. Tutaet e voe Gil de Ferran, a oa aet ar maout gantañ en Indianapolis 500 evit reiñ alioù da Alonso tra ma voe lakaet Michael Andretti, perc'henner ar skipailh, da strategour Alonso, en ur skipailh savet a-gevred etre McLaren Honda Andretti gant an niverenn 29.

Kevezus e voe Alonso diouzhtu : 5vet eus an abadenn ditliñ e voe ha peder gwezh e renas ar redadeg (27 tro en holl), met rankout a reas dilezel ar redadeg abalamour d'ur gudenn geflusker 21 dro a-raok ar fin. Renket e voe 24 eus ar redadeg.

Da c'houde leve Alonso e F1 e voe soñjet gant McLaren kemer perzh e kevezadeg IndyCar e 2019, met ne voe ket graet abalamour ma ne felle ket da Alonso kemer perzh en ur gevezadeg a-bezh hag abalamour ma oa prederiet ar skipailh gant e vloaz Formulenn 1 kentoc'h. Memestra e tivizas kemer perzh adarre en Indianapolis 500, met hep mont a-gevred ar wezh-mañ. Lakaet e voe anv McLaren hag Alonso asambles gant ur c'heflusker Chevrolet gant an niverenn 66 ha stummet e voe sez Alonso en Dallara IR18 e miz Meurzh. Start-tre e voe an abadenn dre gudennoù aozadur ar skipailh ha dre ziouer a brientiñ. Ne zeuas ket a-benn Alonso d'en em ditlañ ha nac'hañ a reas prenañ e blas e-touez an 33 blenier o doa gallet titlañ.

Klasket en doa kemer perzh adarre e 2020 gant Andretti Autorsport, met ne zeuas ket da benn da gaout un emglev,[4] neuze e tivizas mont adarre gant Arrow McLaren SP, ur skipailh krouet diwar SPM ha McLaren Racing. Ur gwallzarvoud en doa bet e-pad an esaeoù ha titlet e oa bet d'ar 26vet plas.[5] Echuiñ a reas ar redadeg ar wezh-mañ, goude bezañ bet pignet betek ar 15vet plas e-kreiz ar redadeg a-raok diskenn d'ar 21 plas, un dro dale gantañ, goude bezañ bet paket gant diaezamantoù stegnadur.[6]

Blenier Andur (2018-2019)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Redadeg Andur kentañ Alonso e voe 1999 e 24 eurvezh Barcelona, war ur Hyundai Accent, asambles gant Antonio García, Salvi Delmuns hag ar c'hazetenner Pedro Fermín Flores. Trede a voe an akipaj en e rummad ha 10vet en holl.

Kevezadeg bed an Andur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alonso e 6 eurvezh Silverstone e 2018

Raktreset en doa Alonso redek gant Porsche e rummad ar prototipoù e 24 eurvezh ar Mañs e 2015 met harzet e oa d'en ober abalamour d'e liammoù gant Honda[7].

Intereset e oa Toyota da lakaat blenierien vrudet e Kevezadeg bed an Andur hag anavezet e oa Alonso gant ar rener teknik Pascal Vasselon. Buan e voe divizoù etrezañ ha Zack Brown, rener McLaren evit lakaat Alonso da redek 24 eurvezh ar Mañs e 2018. Buan en em lakaent akord evit redek asambles e 2018[8] Gweladenniñ a reas uzin Toyota e Köln e fin ar bloaz da stummañ e gador en TS050 Hibrid ha testtoù a reas e Bahrein e miz Du. A-benn ar fin e voe embannet e miz Genver 2018 e redo Alonso a-hed ar gevezadeg 2018-19, e-kichen Sébastien Buemi ha Kazuki Nakajima war an Toyota n°8[9].

Esaeoù a voe graet gant Alonso war an TS050H en troiad Ciudad del Motor de Aragón e miz C'hwevrer 2018, dezhañ d'en em adaptiñ ouzh an oto ha cheñch e zoare bleniañ, kenkoulz ha reiñ un distro da Doyota ha d'e genvlenierien evit diorren an oto[10]. Gant 198 poent ha pemp trec'h e teuas Alonso da vezañ kampion bed an Andur asambles gant Sébastien Buemi ha Kazuki Nakajima, gant daou drec'h e 24 eurvezh ar Mañs e 2018 ha 2019, daoust d'an eil bezañ renet gant an Toyota n°9 he doa bet kudennoù bandennoù-rod avat. Da c'houzout ivez e oa Toyota ar saver nemetañ e LMP1-H, ar rummad evit an otoioù hibrid hag ar re az ae ar buanañ. Mont a reas kuit Alonso eus an Andur goude 2019, gant ar c'hoant ober traoù all, met ne serras ket an nor evit distreiñ da glask gounid 24 eurvezh ar Mañs un trede gwezh.

Distro e Formulenn 1 gant Alpine (2021-2022)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fernando Alonso en e Alpine e Priz Bras Aostria e 2021

E 2020 e oa bet embannet en doa sinet Alonso da redek e-kichen Esteban Ocon gant Renault e Formulenn 1 e-plas Daniel Ricciardo a-benn 2021[11] a-raok ma voe adanvet ar skipailh e Alpine. Evit prientiñ e zistro e redas Alonso peder gwezh gant un oto gozh, un R.S.18, a-raok kemer perzh en esaeoù blenierien yaouank en Abou Dhabi e fin ar bloaz, e-lec'h ma voe an hini buanañ gant ar Renault R.S.20.[12][13]

E redadeg gentañ gant Alpine a echuas er standoù e Priz Bras Bahrain 2021, pa voe dilezet an oto abalamour d'ur sac'h plastik stanket er stadoù.[14] Merkañ a reas e boentoù kentañ ar bloaz-mañ en Emilia-Romagna (troiad Imola) pa erruas 11vet eus ar redadeg, loc'het er 15vet plas,[15] a-raok ma voe skarzhet Kimi Räikkönen a oa erruet dirazañ, ar pezh a lakaas Alonso d'an 10vet plas.[16] E Priz Bras Hungaria e oa bet e penn ar redadeg e-pad ur prantadig a-raok e arsav-standoù ha diskenn d'ar pevare plas. Difenn a reas e blas a-enep Lewis Hamilton, ar pezh a sikouras kenskipailher Alonso Esteban Ocon da c'hounit e drec'h kentañ.[17] Kalzig a boentoù en doa merket e-kerzh eil hanterenn koulzad 2021 ar Formulenn 1,[18][19][20] Pakañ a reas ur podiom e Priz Bras Katar pa erruas 3 eus ar redadeg, e bodiom kentañ abaoe 2014.

Choaz a reas da lakaat un opsioñ da dalvezout evit kendelc'her da redek evit Alpine a-benn 2022.[21] Diaes a-walc'h e voe ar c'houlzad-se evit Alonso, tapet gant kudennoù mekanik[22] daoust ma oa kevezusoc'h an oto. Echuiñ a reas 9vet er gevezadeg, a-dreñv e geneil Esteban Ocon, gant teir gwezh ur pempvet plas (e-barzh e Breizh-Veur, Belgia hag e Brazil) evel disoc'hoù gwellañ.[23]

Gant Aston Martin (adalek 2023)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O keveziñ gant Oscar Piastri edo Alonso e-kerzh an hañv 2022 evit chom gant Alpine pa voe embannet e leve gant Sebastian Vettel. En em lakaat a reas akord Alonso hag Aston Martin war ur c'hevrat war meur a vloaz adalek 2023,[24] e-kichen Lance Stroll.

Evit e redadeg gentañ gant Aston Martin e Bahrein e titlas Alonso 5vet a-raok tizhet ar podiom war an 3e plas, goude ur redadeg leun a stourmoù a-enep George Russell, Lewis Hamilton ha Carlos Sainz.[25]

Disoc'hoù e redadegoù-kirri

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù e Kevezadeg bed ar Formulenn 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alonso gant e F10 e Malaysia

Goude Priz Bras Bahrein 2023


Bloaz Skipailh Kastell-karr Keflusker Bandennoù-rod Niverenn ar PB Plasoù pol Trec'hioù Troioù gwellañ Podiomoù Gwezhioù er poentoù Dilezeloù Poentoù Renkadur
2001 European Minardi F1 PS01 European V10 M 17 0 0 0 0 0 9 0 23
2003 Mild Seven Renault F1 Team R23
R23B
Renault V10 M 16 2 1 1 4 11 5 55 6vet
2004 Mild Seven Renault F1 Team R24 Renault V10 M 18 1 0 0 4 12 5 59 4
2005 Mild Seven Renault F1 Team R25 Renault V10 M 19 6 7 2 15 16 2 133 Kampion
2006 Mild Seven Renault F1 Team R26 Renault V8 M 18 6 7 5 14 16 2 134 Kampion
2007 Vodafone McLaren Mercedes MP4/22 Mercedes V8 B 17 2 4 3 12 16 1 109 3
2008 ING Renault F1 Team R28 Renault V8 B 18 0 2 0 3 12 2 61 5vet
2009 ING Renault F1 Team R29 Renault V8 B 17 1 0 2 1 8 2 26 9vet
2010 Scuderia Ferrari Marlboro F10 Ferrari V8 B 19 2 5 5 10 16 2 252 2l
2011 Scuderia Ferrari 150° Italia Ferrari V8 P 19 0 1 1 10 18 1 257 4
2012 Scuderia Ferrari F2012 Ferrari V8 P 20 2 3 0 13 18 2 278 2l
2013 Scuderia Ferrari F138 Ferrari V8 P 19 0 2 2 10 17 1 242 2l
2014 Scuderia Ferrari F14T Ferrari V6T P 19 0 0 0 2 17 1 161 6vet
2015 McLaren Honda MP4-30 Honda V6T P 18 0 0 0 0 2 8 11 17vet
2016 McLaren Honda MP4-31 Honda V6T P 20 0 0 1 0 9 3 54 10vet
2017 McLaren Honda MCL32 Honda V6T P 18 0 0 1 0 4 10 17 15vet
2018 McLaren F1 Team MCL33 Renault V6T P 19 0 0 0 9 8 0 50 11vet
2021 Alpine F1 Team A521 Renault V6T P 22 0 0 0 1 15 2 81 10vet
2022 BTW Alpine F1 Team A522 Renault V6T P 22 0 0 0 0 14 6 81 9vet
2023 Aston Martin Aramco Cognizant Formula 1 Team AMR23 Mercedes V6T P 1 0 0 0 1 0 0 15 3

Trec'hioù e Kevezadeg bed ar Formulenn 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
# Bloaz Fust Priz bras Troiad Plas disparti Skipailh Karr
1 2003 13/16 Hungaria Hungaroring Plas pol Renault R23
2 2005 02/19 Malaysia Sepang Plas pol Renault R25
3 2005 03/19 Bahrein Sakhir Plas pol Renault R25
4 2005 04/19 Sant-Marino Imola 2l Renault R25
5 2005 07/19 Europa Nürburgring 6vet Renault R25
6 2005 10/19 Bro-C'hall Magny-Cours Plas pol Renault R25
7 2005 12/19 Alamagn Hockenheim 3 Renault R25
8 2005 19/19 Bro-Sina Shanghai Plas pol Renault R25
9 2006 01/18 Bahrein Sakhir 4 Renault R26
10 2006 03/18 Aostralia Melbourne 3 Renault R26
11 2006 06/18 Bro-Spagn Katalonia Plas pol Renault R26
12 2006 07/18 Monaco Monaco Plas pol Renault R26
13 2006 08/18 Breizh-Veur Silverstone Plas pol Renault R26
14 2006 09/18 Kanada Montréal Plas pol Renault R26
15 2006 17/18 Bro-Japan Suzuka 5vet Renault R26
16 2007 02/17 Malaysia Sepang 2l McLaren-Mercedes MP4-22
17 2007 05/17 Monaco Monaco Plas pol McLaren-Mercedes MP4-22
18 2007 10/17 Europa Nürburgring 2l McLaren-Mercedes MP4-22
19 2007 13/17 Italia Monza Plas pol McLaren-Mercedes MP4-22
20 2008 15/18 Singapour Singapour 15vet Renault R28
21 2008 16/18 Bro-Japan Mont Fuji 4 Renault R28
22 2010 1/19 Bahrein Sakhir 3 Ferrari F10
23 2010 11/19 Alamagn Hockenheim 2l Ferrari F10
24 2010 14/19 Italia Monza Plas pol Ferrari F10
25 2010 15/19 Singapour Singapour Plas pol Ferrari F10
26 2010 17/19 Korea Su Yeongam 3 Ferrari F10
27 2011 09/19 Breizh-Veur Silverstone 3 Ferrari 150° Italia
28 2012 02/20 Malaysia Sepang 8 Ferrari F2012
29 2012 08/20 Europa Valencia 11 Ferrari F2012
30 2012 10/20 Alamagn Hockenheim Plas pol Ferrari F2012
31 2013 3/19 Sina Shangai 3 Ferrari F138
32 2013 5/19 Bro-Spagn Katalonia 5vet Ferrari F138

Disoc'hoù en IndyCar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh Skipailh Karr Keflusker 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 Renkad Poentoù
2017 McLaren-Honda-Andretti Dallara DW12 Honda STP LBH ALA PHX IMS INDY
24
DET DET TXS RDA IOW TOR MDO POC GTW WGL SNM 29vet 47
2019 McLaren Racing Dallara DW12 Chevrolet STP COA ALA LBH IMS INDY
ND
DET DET TXS RDA TOR IOW MDO POC GTW POR LAG 0
Dave :[26]

Indianapolis 500

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz Karr Keflusker Disparti Disoc'h Skipailh
2017 Dallara Honda 5 24 McLaren-Honda-Andretti
2019 Dallara Chevrolet ND McLaren Racing
Dave:[26]

Disoc'hoù en Andur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevezadeg bed an Andur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(Redadegoù e tev a ziskouez ur blasenn bol; redadegoù stouet a ziskouez un dro-wellañ; diskouezet eo ar renkadur echu gant un niverenn vihan)

Bloaz Skipailh Rummad Karr Keflusker 1 2 3 4 5 6 7 8 Renkad Poentoù
2018–19 Toyota Gazoo Racing LMP1 Toyota TS050 Hybrid Toyota 2.4 L Turbo V6 (Hybrid) SPA
1
LMS
1
SIL
SKT
FUJ
2
SHA
2
SEB
1
SPA
1
LMS
1
1 198
Dave :[27]

Disoc'hoù e 24 eurvezh ar Mañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz Skipailh Kenvlenierien Karr Rummad Troioù Renkad Renkad
er Class
2018 Toyota Gazoo Racing Sébastien Buemi
Kazuki Nakajima
Toyota TS050 Hybrid LMP1 388 1 1
2019 Toyota Gazoo Racing Sébastien Buemi
Kazuki Nakajima
Toyota TS050 Hybrid LMP1 385 1 1

Kevezadeg Kirri Sport IMSA WeatherTec

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(Redadegoù e tev a ziskouez ur blasenn bol; redadegoù stouet a ziskouez un dro-wellañ; diskouezet eo ar renkadur echu gant un niverenn vihan)

Bloaz Skipailh Rummad Saver Keflusker 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 Renk Poentoù
2018 United Autosports P Ligier JS P217 Gibson GK428 4.2 L V8 DAY
13
SEB LBH MDO DET WGL MOS ELK LGA PET 58vet 18
2019 Konica Minolta Cadillac DPi Cadillac DPi-V.R Cadillac 5.5 L V8 DAY
1
SEB LBH MDO DET WGL MOS ELK LGA PET 27vet 35
Dave:[28],[29]

24 eurvezh Daytona

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz Skipailh Kenvlenierien Car Rummad Troioù Renk hollek Renk er rummad
2018 United Autosports Philip Hanson
Lando Norris
Ligier JS P217-Gibson P 718 38vet 13vet
2019 Konica Minolta Cadillac Kamui Kobayashi
Jordan Taylor
Renger van der Zande
Cadillac DPi-V.R DPi 593 1 1
Dave :[29]

Disoc'hoù e rallioù-raid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù e ralli Dakar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz Rummad Karr Renk Lodennoù gounezet
2020 Kirri Toyota 13vet 0

Disoc'hoù e kevezadegoù-deskiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloaz Diskiblezh Klasiñ
1988 Kevezadeg Asturiez karting Bugel Kampion
1989 Kevezadeg Galisia karting Bugel Kampion
Kevezadeg Asturiez karting Bugel Kampion
1990 Kevezadeg Bro-Euskadi karting Bugel Kampion
Kevezadeg Asturiez karting Bugel Kampion
1991 Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouaer Kampion
1993 Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad Kampion
1994 Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad Kampion
1995 Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad Kampion
Kib bed karting Yaouankad 2l
1996 Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad Kampion
Kib bed karting Yaouankad Kampion
1997 Kevezadeg Italia karting Inter-A Kampion
Kevezadeg Bro-Spagn karting Inter-A Kampion
1998 Kevezadeg Bro-Spagn de karting Inter-A Kampion
Kevezadeg Europa karting Inter-A Kampion
1999 Euro Open by Nissan Kampion

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Alonso ou le souffle du changement radio-canada.ca, 22 a viz Kerzu 2005
  2. (en) Alonso switch - money or powerplant businessf1forum.com, 5 a viz Kerzu 2006
  3. (en) Jonathan Noble, « Alonso Indy 500 idea was originally a joke, says Brown », Motorsports.com, 12.04.2017. Lennet d'ar 4 a viz Even 2020
  4. (en) Bruce Martin, « Why it’s important for Fernando Alonso to be in the Indianapolis 500 », NBC Sports, 25.02.2020. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  5. (en) Jack Benyon, « Why Alonso’s Indy dream is alive despite disaster qualifying », The Race, 16.08.2020. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  6. (en) F1, « Alonso reveals a clutch problem derailed his Indy 500 bid as ex-F1 racer Sato took victory », 24.08.2020. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  7. (en) Marco Canseco, « Alonso had deal with Porsche to race in Le Mans », Marca, 29.04.2015. Lennet d'an 8 a viz Even 2020
  8. (en) Andrew Benson, « Fernando Alonso to race Le Mans next year for Toyota », BBC Sports, 10.11.2017. Lennet d'an 8 a viz Even 2020
  9. (en) Sam Sheehan, « Fernando Alonso to contest entire WEC season after race moved to avoid F1 clash », Autocar, 9.02.2018. Lennet d'an 8 a viz Kerzu 2020
  10. (en) Daniel Lloyd, « Toyota Drivers Impressed by Alonso’s Input », SportsCar 365, 1.05.2018. Lennet d'an 11 a viz Even 2020
  11. (es) Jesús Balseiro, « Alonso está de vuelta », AS, 7.07.2020. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  12. (en) F1, « Alonso says ‘it’s like a new beginning’ as he gets first taste of 2020 Renault in Barcelona test », 13.10.2020. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  13. (en) Matt Morlidge, « Fernando Alonso tops 'young driver test' for Renault on F1 2020's last day », Sky Sports, 15.12.2020. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  14. (en) F1, « Alonso says debris caused brake failure that curtailed ‘fun’ Formula 1 return », 28.03.2021. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  15. (en) Luke Smith, « Alonso: Lack of trust in Alpine F1 car costly at old-school Imola », Autosport, 17.04.2021. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  16. (en) Tom Howard, « Raikkonen loses points after post-race penalty at Imola », Motorsports, 18.04.2021
  17. (en) Luke Smith, « Ocon credits Alonso for role in shock Hungary F1 race victory », Motorsports, 01.08.2021. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  18. (en) Ewan Gale, « Why Alonso was "thinking of the worst" during charge to sixth », GP Fans, 5.09.2021. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  19. (en) F1, « Alonso pleased with Alpine's points at Monza after 'uncompetitive' start to weekend », 16.09.2021. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  20. (en) Keith Collantine, « “We never get lucky” rues Alonso after losing podium finish », RaceFans, 26.09.2021. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  21. (en) James Galloway, « Fernando Alonso extends Formula 1 return into 2022 season with Alpine as contract confirmed », Sky Sports, 26.08.2021. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2023
  22. (fr) Fabien Gaillard, « Alonso : La fiabilité d'Alpine est "vraiment inacceptable" », Motorsports.fr, 4.10.2022. Lennet d'ar 7 a viz Meurzh 2023
  23. (fr) Motorsports Nextgen Auto, « Classements F1 - Saison 2022 ». Lennet d'ar 7 a viz Meurzh 2023
  24. (en) F1, « Fernando Alonso signs to Aston Martin for 2023 on multi-year contract », 01.08.2022. Lennet d'ar 7 a viz Meurzh 2023
  25. (fr) Aurélien Attard, « Les notes du Grand Prix de Bahreïn 2023 », Motorsports.fr, 6.03.2023. Lennet d'ar 7 a viz Meurzh 2023
  26. 26,0 ha26,1 (en) Fernando Alonso
  27. (en) Fernando Alonso: World Endurance Championship Career History
  28. (en) Fernando Alonso: IMSA SportsCar Championship Career History
  29. 29,0 ha29,1 (en) Complete Archive of Fernando Alonso. Racing Sports Cars. Kavet : 28 December 2019.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant
Kampion a-raok :
Michael Schumacher
Fernando Alonso
Kampion bed ar Formulenn 1
2005-2006
Kampion war-lerc'h :
Kimi Räikkönen
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1