Renault Sport
Renault Sport eo anv skipailh redadegoù kirri ar saver Renault. Krouet e oa bet e 1976 ha redek en doa e Formulenn 1, en andur, e ralli hag a bep seurt redadegoù.
Taolenn
Renault Sport e kevezadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Formulenn 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre 1977 ha 1985 a rede Renault Sport e Formulenn 1 gant e skipailh-eñ, a-raok bezañ saver keflusker evit skipailhoù-all ur bloaz c'hoazh. Distreiñ a ra e 1989 a-benn pourchas kefluskerioù, betek 1997. Prenañ a ra Renault ar skipailh Benetton e 2000 a benn distreiñ e 2002. En ur kenderc'hel pourchas kefluskerioù da skipailhoù-all e tilezel Renault e skipailh da Genii Capital ha Lotus.
E-pad ar bloavezhioù-se e gounez Renault meur a gevezadeg, en ur pourchas kefluskerioù pe gant e skipailh-eñ :
- E 1992, 1993, 1994, gant Williams
- E 1995 gant Benetton
- E 1996 ha 1997 gant Williams adarre
- E 2005 ha 2006 gant e skipailh-eñ
- E 2010, 2011 ha 2012 gant Red Bull Racing
Motorizet en deus ivez Renault ar skipailhoù-se : Team Lotus etre 1983 ha 1986, Ligier etre 1984 ha 1986 hag adarre etre 1992 ha 1994, Tyrell etre 1985 ha 1986, Williams etre 1989 ha 1997 hag adarre etre 2012 ha 2013, Benetton etre 1995 ha 1997, hag e 2001, Red Bull abaoe 2006, skipailh Tony Fernandes Lotus e 2011 ha Caterham ha Lotus F1 Team abaoe 2012, hag evit echuiñ Toro Rosso e 2014.
Ar skipailh Renault[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Andur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemer a ra Renault perzh d'ar 24 eurvezh ar Mañs e-pad ar bloavezhioù 1970 o c'hounit ur wech gant Jean-Pierre Jaussaud ha Didier Pironi war ar A442 e 1978.
Da welout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) (en) Lec'hienn ofisiel Renault Sport
Kampion a-raok : Ferrari |
Renault Kampion bed ar Formulenn 1 2005-2006 |
Kampion war-lerc'h : Ferrari |
![]() |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1. |