Romain Grosjean

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Romain Grosjean
Romain Grosjean e 2016
Romain Grosjean e 2016
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Suis Suis
Deiziadoù 17 a viz Ebrel 1986
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 8
Bloavezhioù
o redek
2009
Abaoe 2012
Skipailhoù Renault (2009)
Lotus (Abaoe 2012)
Prizioù Bras 45
Trec'hioù 0
Plasoù pol 0
Podiomoù 9
Titloù N'eus ket

Ur blenier Formulenn 1 eo Romain Grosjean, bet ganet e 1986 e Geneva, an div-vroadelezh gall ha suis o vezañ dezhañ. Redek a ra gant un aotreegezh gall e Formulenn 1 e 2012 gant ar skipailh Lotus F1 Team. Goude disoc'hoù mat e GP2 e teu er F1 gant Renault F1 Team evit 7 Priz Bras diaes-tre. Erlec'hiet gant Vitaly Petrov e tistro e GP2 evit gounit an titl e 2011.

E red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kirri unplas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur mare oc'h ober e glasoù e karting e-barzh meur a gevezadeg gall e teu Romain Grosjean da gevezadegoù kirri unplas, gant kevezadeg suis Formulenn Renault 1600, gounezet gantañ adal ar bloavezh kentañ, e 2003. E 2004 e teu da gevezadeg gall Formulenn Renault e lec'h e gounez an titl ar bloaz goude. Goude-se e red gant ar skipailh Signature e kevezadeg Formulenn 3 Euro Series e lec'h e echu 13vet e 2006. E 2007, gant ASM Formule 3 a ya ar maout gantañ goude ur stourm ouzh Sebastien Buemi.

Ar GP2[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mare kentañ o kreñvaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romain Grosjean e Breizh-Veur e 2008

Tremen a ra e kevezadeg GP2 Series e 2008 gant ar skipailh ART Grand Prix, deverad ar skipailh F3 ASM, a zo da Frederic Vasseur ha Nicolas Todt. Da gentañ e kemer perzh da gevezadeg GP2 Asia Series evit anavezout muioc'h e skipailh hag ar c'harr. Gounit a ra div lodenn ar redadeg gentañ e Dubai. Goude-se e kendalc'h da vestroniañ ar c'hevezadeg gant pevar zrec'h, ha c'hwec'h plas pol. Mont a ra ar maout gantañ div redadeg a-raok ar fin.

Diaesoc'h eo ar c'hevezadeg european, daoust meur a Podiom ha daou trec'h, en abeg da gudennoù teknikel, da skouer e Bro-C'hall e lec'h vez troc'het e geflusker. Reseviñ a ra ivez Grosjean ur c'hastiz drive through e Katalonia pa oa o vezañ e penn ar redadeg abalamour d'un embreg gwelet evel direizh gant ar gomiserien. Echuiñ a ra 4. Erlec'hiet e-barzh ART Grand Prix gant Nico Hülkenberg ha Pastor Maldonado a ya Grosjean da Varwa Addax. Ober a ra un hat trick e Bro-Spagn ha gounit a ra e Monaco evit kemer penn ar c'hevezadeg. Ar redadegoù goude zo diaesoc'h, gant meur a wallzarvoud. Rankout a ra Grosjean reiñ penn ar c'hevezadeg da Nico Hülkenberg. Goude abadenn Hungaria ez eus 15 poent etre an daou zen ha chom a ra 8 abadenn. Ne echuiñ ket Grosjean ar c'hevezadeg peogwir eo bet galvet gant Renault F1 Team evit erlec'hiañ Nelson Piquet jr.


Un eil mare a-benn gounit[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romain Grosjean e Monza e 2011

E 2010, goude ar Formulenn 1 ha goude bezañ deuet da vezañ kampion Auto GP gant DAMS e kemenn Grosjean e zistro e GP2 Series o erlec'hiañ Jerôme d'Ambrosio (DAMS en Alamagn ha goude se kenskipailher d'Ambrosio Ho-Pin Tung adalek abadenn Belgia betek ar fin. Echuiñ a ra 14vet ar c'hevezadeg, daou blas goude Jerôme d'Ambrosio.

Divizout a ra Grosjean da ober un distro e GP2 gant DAMS e 2011. Kregiñ a ra adarre gant ar GP2 Asia Series en ur ober 2 bol hag un trec'h evit gounit c'hoazh ar c'hevezadeg-mañ, 6 poent dirak Jules Bianchi. E penn kevezadeg GP2 emañ Romain Grosjean pa c'hounez ar redadeg kentañ. Kollet eo bet gantañ penn ar c'hevezadeg goude peogwir eo bet diberzhet en eil redadeg, adkavet eo bet gantañ avat e Monaco goude redadegoù dispar daoust ma eo dispartiet evel an hini diwezhañ war ar gael. Goude-se ne vo ket bet kollet ken penn ar c'hevezadeg gantañ, en ur ober pevar trec'h ha c'hwec'h Podiom a-renk. Gounezet eo bet an titl gantañ e Spa-Francorchamps ur redadeg a-raok ar fin. Deuet eo da vat e zistro gantañ daoust ma oa fall goude 2009. En ur ober berzh e adkav fiziañs tud ar Formulenn 1, ha dreist-holl hini Eric Boullier, penn Lotus Renault GP.


Disoc'hoù e kevezadeg GP2[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Skipailh Niverenn ar redadegoù Plas pol Trec'hoù Podiomoù Poentoù Kasiñ
2008 ART Grand Prix 20 1 2 7 62 4
2009 Barwa Addax 12 3 2 3 45 4
2010 DAMS 4 0 0 2 14 14vet
2011 DAMS 18 1 5 10 89 Kampion


Ar Formulenn 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh tourmant Renault[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romain Grosjean e Bro-Japan

E 2009 e vez dibabet Grosjean evel trede blenier Renault F1 Team en ur kemer perzh da gevezadeg GP2. E miz Eost eo bet skarzhet kuit eil blenier Renault Nelson Piquet jr hag erlec'hiet eo bet gant Romain Grosjean. Siwazh e erru Grosjean e-barzh ur skipailh tapet en un enkadenn vras gant diskuliadennoù Piquet jr diwar-benn Pris Bras Singapour 2008. Redek a ra e kostez kampion doubl Fernando Alonso hep ober esaeoù a-raok neuze eo diaes an traoù evitañ. Ne verk poent ebet e-pad ar seizh Priz Bras-se.

Un distro gant Lotus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romain Grosjean gant Lotus e Jerez

D'an 9 a viz Kerzu 2011 e vez anvet Grosjean blenier redadeg e-barzh ar skipailh nevez Lotus F1 Team evit redek e-kostez kampion Kimi Räikkönen. Goude esaeoù goañv mat daoust e oa bet manket pevar deiz abalamour d'ur gudenn kastell-karr e krog ar bloavezh en Aostralia. Kregiñ a ra mat an traoù gantañ peogwir a ra un trede blas war ar gael zisparti d'ar Sadorn. D'ar Sul ne bad ket pell e redadeg peogwir e rank dilezel en abeg d'ur gwallzarvoud gant Pastor Maldonado en eil dro.

Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Skipailh Kastell-karr Keflusker Bandennoù-rod Niverenn ar PB Plasoù pol Trec'hioù Podiomoù Troioù gwellañ Poentoù Klasiñ
2009 Renault F1 Team R29 Renault V8 Bridgestone 7 0 0 0 0 0 23vet
2012 Lotus F1 Team E20 Renault V8 Pirelli 5 0 0 1 1 35 8vet

24 eurvezh ar Mañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù e 24 eurvezh ar Mañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Karr Skipailh Kenskipailhidi Disoc'h
2010 Ford GT Matech Competition Jonathan Hirshi / Thomas Mutsch Dilezel

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stagadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1