Renault R25

Eus Wikipedia
Fernando Alonso o titliñ er Stadoù-Unanet

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ar Renault R25 a oa ur c'harr Formulenn 1 bet enskrivet gant Renault F1 Team da redek e 2005. Treset e oa bet ar c'hastell-karr gant Bob Bell, James Allison, Tim Densham ha Dino Toso, gant Pat Symonds oc'h evezhiañ tresadur ha produadur ar c'harr evel rener oberiant an ijinouriezh ha Bernard Dudot o ren tres ar c'heflusker. Kampion e voe evit ar vlenierien gant Fernando Alonso hag evit ar saverien, ar wezh kentañ evit ur saver-kirri eus Bro-C'hall abaoe trec'h ar Matra MS80 e 1969.[1]

E-kerzh ar bloaz e voe gwelet ne'z ae ket ken buan hag ar McLaren MP4-20 war veur a boent, gant 8 trec'h a-enep 10 gant McLaren. Fiziaploc'h e oa ar c'harr avat ha gant Fernando Alonso ha Giancarlo Fisichella e voe trec'h diwezhañ ur c'harr pourvezet gant ur c'heflusker V10 e Formulenn 1.

Gant ar c'harr-mañ e voe gounezet titl kentañ Michelin (hag an eil diwezhañ) abaoe distro ar merk e Formulenn 1, a-raok bezañ trec'h ur wezh all gant Renault (gant ar R26) e 2006, trec'h diwezhañ ar saver gall neuze. Ar R25 a oa ar c'harr trec'h kentañ ne oa ket bet treset gant Adrian Newey pe Rory Byrne abaoe 1991.

A-hed an 19 redadeg en doa merket 191 poent, 8 trec'h, 15 podioù. Div wezh hepken e voe an div oto er-maez eus ar poentoù e-kerzh 18 loc'hañ (hep kontañ Priz Bras ar Stadoù-Unanet 2005 pa zilezas an daou vlenier Renault ar redadeg asambles gant an holl vlenierien Michelin a-raok al loc'hañ).[2]

Renault en doa implijet logoioù 'Mild Seven', war-bouez evit Prizioù Bras Kanada, ar Stadoù-Unanet, Bro-C'hall, Breizh-Veur, Turkia, Italia ha Belgia, abalamour d'al lezennoù war bruderezh ar butun.

Ar R25 a voe ar Renault diwezhañ a implije ur voest-tizh 6 tizh a-raok bezañ rediet da dremen d'ur voest 7 tizh e 2006.

D'an 11 a viz Kerzu 2020 e vlenias Alonso an oto evit ar wezh kentañ e 15 vloaz, a-raok esaeoù kentañ Priz Bras Abou Dabi 2020[3] ha goude na abadenn ditliñ. Bandennoù-rod Pirelli slick en doa implijet ar c'harr e-lec'h ar bandennoù-rod Michelin garanet orin.

Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Skipailh Keflusker Band.-rod Blenierien 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 Poentoù Renkadur
2005 Renault Renault V10 M AUS MAL BHR SMR ESP MON EUR CAN USA FRA GBR GER HUN TUR ITA BEL BRA JPN CHN 191 1
Fernando Alonso 3 1 1 1 2 4 1 Dil KL 1 2 1 11 2 2 2 3 3 1
Giancarlo Fisichella 1 Dil Dil Dil 5 12 6 Dil KL 6 4 4 9 4 3 Dil 5 2 4

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 2005 Renault R25. Pajenn Ultimate Car Page. Gwelet d'an 23 a viz Meurzh 2012.
  2. Renault R25. F1 Technical. Gwelet d'an 23 a viz Meurzh 2012.
  3. Fernando Alonso war e Renault V10 en Abou Dabi [video].


Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1