Matra MS80

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jackie Stewart e-pad Priz Bras Alamagn 1969

Ar Matra MS80 a zo ur c'harr Formulenn 1 enrollet gant Matra Sports e-pad ar gevezadeg 1969, bleniet gant ar skos Jackie Stewart hag ar gall Jean-Pierre Beltoise, poulzet gant ur c'heflusker Ford-Cosworth V8. Ijinet a oa bet gant Gérard Ducarouge ha Bernard Boyer. An hini nemetañ gant Ferrari eo ar c'harr-se en deus gounezet ur gevezadeg hep bezañ savet e Bro-Saoz.

Istoradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra Matra gant karr ar gevezadeg a-raok, ar MS10 e Priz Bras Suafrika met erlec'hiet eo bet gant an MS80 er Priz Bras a zeu, Bro-Spagn. Jackie Stewart a c'hounez ar redadeg-se div zro dirak Bruce McLaren. Goude ar Priz Bras-se eo bet difennet an askelligoù uhel, abalamour da gwallzarvoudoù Lotusoù 49B Graham Hill ha Jochen Rindt, neuze e rank Matra ober gant askelligoù nevez izeloc'h ha muioc'h liammet ouzh ar c'harr.

Pevar Priz Bras-all a c'hounez Jackie Stewart en Izelvroioù, Bro-C'hall, Breizh-Veur hag en Italia, e-lec'h ma ne ra Beltoise nemet tri fodium. Mont a ra ar maout gant Matra evit kevezadeg ar saverien, 17 poent dirak Brabham pa ya da vezañ Stewart kampion bed, 26 poent dirak Jackie Ickx war Ferrari.

Disoc'hoù e kevezadeg bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Skipailh Keflusker Bandennoù-rod Blenier 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 Poentoù Renkadur
1969 Matra International Ford Cosworth DFV V8 Dunlop SAF SPA MON IZV C'HA BRV ALA ITA KAN SUA MEC'H 66* 1
Jackie Stewart 1 Dil. 1 1 1 2 1 Dil. Dil. 4
Jean-Pierre Beltoise 3 Dil. 8 2 Dil. 3 4 Dil. 5

Da welout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Button Goodwood Alain Prost 2010 (cropped).jpg Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1.